Youenn Kervalan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
levr nevez
Linenn 1:
'''Youenn Kervalan''' eo [[anv-pluenn]] '''[[Ronan an Henaff]]'''.
 
==RomantRomantoù==
[[Skeudenn:KERVALAN Youenn - Golo Dremmoù Arrasate.jpg|thumb|right|200px|Pajenn gentañ golo al levr]]
Ur romant ''Dremmoù [[Arrasate]]'' zo bet embannet e 2009 gant embannadurioù [[Al Lanv]] : ur Vreizhadez yaouank eus [[Lokorn]] a zibab pellaat diouzh he bro. E Bourdel e ra ar studierez anaoudegezh gant ur studier euskarat... Padal ur romant politikel eo ''Dremmoù Arrasate'' kentoc'h eget ur romant karantez, un digarez da lakaat ar gaoz war c'houlennoù o sevel e-touez stourmerien Bro-Euskadi : dizalc'hidigezh pe emrenerezh, stourm armet kuzh pe stourm politikel digor ? An istor karantez a gas da brederiañ war un dro diwar-benn peseurt tu e c'hellfe mont ur stourm Breton.
 
Liammoù Breizh-Euskal Herria a zo danvez boutin a-walc'h e lennegezh Breizh. War ar memes danvez dre vras, ez eus bet embannet ur romant e galleg gant [[Pierre-Emmanuel Marais]] : ''Ne m'appelle pas [[Lola]]'' (emb. [[Yoran Embanner]] 2009).
 
Deuet eo er-maez un eil romant e 2013, e ti [[Al Lanv]] c'hoazh : ''Ar Waremm Vras'' (316 pajenn). Savet eo al levr en-dro da vuhez Gaid Bozeg, labourerez-douar e tiegezh ar Waremm Vras e parrez Plogoneg : penaos e oa bet heskinet e skol ar seurezed en abeg d'ar brezhoneg, penaos he doa bevet ul lazhadeg ha palforsadeg spontus kaset da benn er Waremm Vras gant ur skouadron soudarded alaman e 1943, chomet-hi mut war-lerc'h ar gwall daol-se, ha penaos a-benn ar fin e teu skleurenn an esper en-dro pa vez klevet ganti bugaligoù Diwan o vont e brezhoneg gant ar varc'hadourez madigoù. An danevell-vuhez a ro tro d'ar skrivagner da livañ gant hiraezh an diskar eus al labour-douar a wechall, eus ar sevenadurezh hag ar yezh a yae da heul. "''Petra an diaoul a oa c'hoarvezet er vro-mañ evit d'an dud nac'hañ an hêrezh-se, cheñch yezh ha mont da heul ar c'hiz, gallegañ evel tud-kêr ?''" (p. 240).
 
Nevez a-walc'h el lennegezh vrezhonek eo an doare da zisklêriañ euzhennoù an arme nazi (a-hervez, diwar eñvorennoù chomet bev er c'horn-bro) ha da veuliñ taolioù kaer ar Resistanted.
 
==Skridoù all==