Iwan Nikolazig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kempenn}}
 
<gallery>
[[Skeudenn:Santez-Anna-GwenedDelwennIwanNikolazig.jpg|thumb|Delwenn Iwan Nikolazig e Santez-Anna-Gwened. ]]
 
</gallery>
E parrez [[Plunered]] e oa douaroù ar gumun e penn ar XVII{{vet}} hag en ur geriadenn anvet Ker-Anna e veve ur c'houer, [[Iwan Nikolazig]]. Hemañ ne oa ket eus ar re baour pa oa perc'henn war un nebeud parkoù. E [[1623]] en doa lavaret bout gwelet ur vaouez o kas bannoù lufrus hag o telc'her ur piled-koar. Hervezañ, d'ar 25{{vet}} a viz Gouere [[1624]] e teuas dezhañ ar vaouez evit lavaret : ''N'ho pet ket aon, me zo Ann, mamm Mari ! Lavarit d'ho [[person]] ez eus bet, e park ar Bossennoù, ur chapel dindan ma anv, an hini gentañ er vro. Nav c'hant pevar warn-ugent ha c'hwec'h miz zo ha fell' a ra din ma vo adsavet...'' Ne voe ket kendrec'het ar person betek an deiz e [[1625]] ma va konduet gant ur piled-koar ur strollad tud [betek] al lec'h ma'z eus bet kavet un delwenn gozh eus Santez Anna graet e prenn. Goude ur prosez e voe kendrec'het eskob Gwened hag e voe savet ur chapel eno e [[1628]]. Fiziet e voe meradur kef ar birc'hirinded d'ar Garmezidi a savas ur manati bras.
Er bloaz-se ec'h embannas [[Anna a Aostria]], rouanez Bro-C'hall, e ouestle ganedigezh ur mab da santez Anna, he maeronez. Berzh bras en deus graet ar pirc'hirinaj hag e voe savet ur renabl, "al Levr aour" evit enrollañ ar burzhudoù dindan evezh an Iliz.