For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Fulup, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Fulup. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


-d +z chouchenn

trugarez evit da ditourou met re diaes eo evidon. chouchenn

Nonkilling

kemmañ

Hi! I was wondering if you would help us create an entry in Breton for "Nonkilling" [1]. The first paragraph would do! --Cgnk 3 Mez 2009 da 18:25 (UTC)Respont



Pa gaver

kemmañ

Pa gaver fazioù e karfed reizhañ. Evel amañ, er pajennoù "rummadoù: Emañ ar 6 pajenn da-heul er rummad-mañ, war un hollad a 6. Diwar, e-lec'h war. Piv a reizho? Gant piv emañ an alc'hwez?Bianchi-Bihan 31 Mae 2009 da 21:53 (UTC)

  • Ober a rin, pa droer ne droer ket atav frazennoù a-bezh, kentoc'h lavarennoù distag, hag a-wechoù eo diaes gouzout pelec'h en em gav ar bommoù skrid troet da c'houde. --Fulup 5 Mez 2009 da 22:24 (UTC)Respont

Ha bremañ ?

kemmañ

Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?

Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !

Meven 12 Gou 2009 da 19:51 (UTC)Respont

Vi-koukoug ebet ne oa:

http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Radio_Kreiz_Breizh&diff=next&oldid=549019 Neuze eo adsavet pezh a oa diverket.

Kavadenn

kemmañ

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:01 (UTC)Respont

Un displegadenn am eus roet d'an dilenndeg-se er pajenn Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009. A galon --Y-M D 30 Eos 2009 da 19:51 (UTC)Respont

Ha bremañ ? (adarre)

kemmañ

A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.

Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.

Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?

Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?

Meven 3 Gwe 2009 da 16:30 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg

kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[2]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[3]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[4] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha ... gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[5] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 14:57 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan

kemmañ

E ser va stankadennoù

kemmañ

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[6] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

kemmañ
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[7] ha [8]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [9]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [10]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[11]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ

kemmañ

Da lenn

Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)Respont

Salud. Lennet da gemennadenn. Mat eo din ma vo siouloc'h an traoù er wikipedia brezhonek, anat dit. Kalonek e kavan e kinnigfes mont e darempred gant Meven a-benn lakaat plaen(oc'h) an traoù met goude bezañ e welet ha goude bezañ klevet kaoz eus e emzalc'h e-keñver obererezhioù / aozadurioù brezhonek all n'on ket sur e vefe un dra vat e tistrofe. Pegeit e pado ar pennad sioul? Den ne oar. Ouzhpenn dibaboù yezh e sav kudennoù abalamour d'e emzalc'h, amañ hag er vuhez wir. Din-me e rankfe diskuizhañ. Ha penaos disoñjal en deus kredet mont e darempred gant tud a hañval bezañ e-touez enebourien washañ hor yezh? Taget on bet gantañ, hervezañ e vijen bet ki bihan Bianchi-Bihan, n'ouzon ket penaos en deus gallet ijinañ un dra bennak evel-se. Ma komprenan e c'hall an dud bezañ tapet gant traoù all (din e c'hoarvez ivez) e rankan anzav ivez e kavfen dereat ma vefe doujet da zisentezioù Neal, e-pad ur pennad mat eo bet ar merour nemetañ o plediñ gant an afer-se. A galon. --Ex-Smith 26 Her 2009 da 16:10 (UTC)Respont


Eil Brezel-bed

kemmañ

Goulennet am eus gant meur a verourier ma talveze an dibab-se ([12]) evit adreizhañ ar pennadoù met n'am eus bet respont ebet. Marteze e pefe te unan. Evit ma fiñvfe an traoù un tamm. --Y-M D 30 Her 2009 da 17:56 (UTC)Respont

brezel-bed e geriadur Hemon-Huon (Al Liamm-An Here). A galon. --Ex-Smith 30 Her 2009 da 18:17 (UTC)Respont
Souezhusat tra, ar memes tra evel em hini. Neuze eo an dibab-se a vo graet, keta? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 18:28 (UTC)Respont
Ar gudenn eo ne ra den ebet er memes doare (geriadurioù, kelennerien, embannerien...). --Y-M D 30 Her 2009 da 18:33 (UTC)Respont

Afer Bianchi-Bihan-Neal

kemmañ

Demat Fulub.

Ne lakaan diskred ebet war onestiz da intrudu da zistanañ an traoù ha da gavout un diskoulm d'ar reuz degaset gant Bianchi-Bihan hag he skipailhig. Ha betek ar penn out prest da vont avat ?

E stumm goulennoù e kinnigin dit da respont da gement-se :

  • Ha direizh e oa eus va ferzh lakaat kudennoù ar Wikipedia brezhonek er-maez anezhañ ? Div gudenn a sav e gwirionez amañ :
    • Perak war ar Wikipedia gallek ? Fentus eo lenn tud zo o klask diskouez an traoù evel ur "c’henlabour" eus va fezh gant ar Wikipedia gallek, gant "ar C’hallaoued" zoken ! (Kemen-se gant tud a hañval bezañ kalz boasoc'h egedon gant ar Wikipedia gallek pe ar foromoù gallek, a-hend-all). Kement-se ’m eus graet p’am eus tapet, war ar Wikipedia brezhonek, ur c’hemenn a-berzh un atebeg eus ar Wikipedia gallek[13] a zanevelle traoù a sell ouzh o Wikipedia. Da sellout a-dostoc’h am eus dizoloet e rae Bianchi-Bihan he reuz war ar Wikipedia gallek ivez. Mar am befe bet kel eus kement oberezh war ar Wikipediaoù saoznek, alamanek, italianek ha kement zo am befe graet kement-all el lec’hioù dereat. Da wiriekaat eo kement-se a-hend-all. Ma ra Bianchi-Bihan he reuz war ar Wikipedia-se ivez e kavan reizh e vennont he herzel d’hen ober. Ma ra kement-se war meur a Wikipedia ez eo anat ez eo reizh kinnig un diskoulm hollek. Evit pezh a sell ouzh kudennoù ar Wikipedia brezhonek ez eo anat n’eo ket afer ar Wikipedia gallek.
    • Goulenn un dredogiezh diavaez ? Ha talvezout a ra kement-se ne c’hall ket ar reuz degaset gant Bianchi-Bihan hag he skipailhig sellout ouzh tud all. Din da c’houzout ez eo ar Wikipedia brezhonek ul lodenn eus ar raktres hollek Wikimedia. Hag ur wezh adarre : penaos e vo renket an traoù eus an diabarzh mard eo prennet ar Wikipedia gant ur skipailhig aozet mat, pa n’eus nemet 2 verour oberiant, o-daou eus skipailhig Bianchi-Bihan ? Evel-just e c’halli eilgeriañ ez out distro –ha Ch.Rogel ivez war a hañval. Hogen ezveziant e oac’h abaoe pellik zo memestra, n’ho peus ket kemeret perzh en divizoù nag er "vouezhiadeg" zoken. Kement-se n’eo ket ur rebech : sammet oc’h bet moarvat gant ho labour ha gant trevelloù all. Met da grediñ a zo ez eo berrbad ho tistro, hag e vo adarre lezet ar galloud da skipailhig Bianchi-Bihan. Ha petra zo da gaout aon rak tredogiezh ar Wikimedia Foundation ? Mard eo direizh va c’hlemmoù e lavarint kement-se. Ha ma kavont reizh arc’hwelerezh ar Wikipedia brezhonek evel m’emañ er mare-mañ e lavarint ivez kement-se…
  • Un afer a dermenadurezh hepken ?
    • N’em eus biskoazh klasket da rediañ va savpoent. Daou skouer a roin amañ :
      • Skouer anvioù-lec’h zo eus Breizh-Veur hag Iwerzhon

Ne gredan ket ne vefe an dalc’h gant kudennoù a dermenadurezh hepken. Gant an doare d’o "diskoulmañ" ne lavaran ket. N’em eus biskoazh klasket da rediañ va dibaboù. Da skouer am boa kinniget heuliañ kinnigoù Loeiz Andouard evit an anvioù-lec’h iwerzhonek[14], techet e oan ivez da reiñ anvioù brezhonek da lec’hioù zo eus Breizh-Veur, evel Porthia[15] e Kernev-Veur, Llanilltud Fawr, Aberplymm...Gerioù brezhonek zo a-hend-all abaoe pell zo ha ne zegasont diaester ebet (Kêrdiz, Dulenn…). Yezhoù all a grou nevezc’herioù evit anvioù-lec’h "estren" zo. Da skouer e vez lennet war niverenn 393 An Gannas –Gwenngolo 2009–, p. 8, ur stumm kerneveurek Rysoghen savet diwar skouer ar c’hembraeg Rhydychen evit ar gêr anvet e saozneg Oxford. Poellek-kenañ eo reiñ stummoù dibar e pep hini eus hor yezhoù predenek a-vremañ da gêrioù rak-saoz zo (Evrog/York, Karesk/Exeter…), pe abalamour d’o fouez en o darempredoù gant hon broioù predenek a-vremañ (Aberplymm/Plymouth…), ha pa vefent hiziv an deiz e Bro-Saoz.

      • Skouer anvioù-rieion kembreat zo, a c’hallfe bezañ astennet da rieion lec’hlennat pe slavat zo. Perak e vefe heuliet reolennoù kontrol evit anvioù kristen a rankfed treiñ (Yann e-lec’h John, Juan, João… ; Herri e-lec’h Henry, Heinrich, Henrique…) hag anvioù "kenelel" a rankfed lezel e stummoù goulakaet "broadel" ar broioù "orin" : Hywel diouzh un tu, Hoel diouzh an tu all ; Cynan diouzh un tu, Konan diouzh an tu all, pa oant e gwiorionez d’ar mare ma oa anv anezho n’eo ket "stummoù kar", an hevelep anvioù ne lavaran ket ; kement evezhiadenn a c’hallfe bezañ graet evit Olav (daneg, norgeeg)/Olof (svedeg), Sven (svedeg, saozneg)/Svend (daneg)/Svein (norgeeg)/Sveinn (islandeg) pa ne oa ket diforc’hiet-mat d’ar c’houlz-se ar yezhoù lec’hlennek a-vremañ ; pe ivez László (hungarieg)/Ladislav (tchekeg)/Władysła (poloneg)/Ladislas ; Václav (tchekeg)/Wacław pe Więcesław (poloneg : 2 stumm !)/Vencel (hungareg)/Wen(t)zel (alamaneg)/Wenceslas pa ne oa ket ar poloneg hag an tchekeg difoc’hiet evel m’emaint bremañ. Anat a-walc’h eo e ranker dibab evit pep hini eus ar skouerioù-se ur stumm hepken
      • N'em eus ijinet ger ebet. Va dibaboù zo re bet goveliet gant meur a hini araozon : "load", a gaver e Geriadur ar Stlenneg embannet gant Preder e 1995, er gelaouenn Aber... ; "kefridiel", a gaver da skouer e Geriadur An Here pe e Tintin. Afer Klaskato...
    • Petra zo bet "respont" skipailhig Bianchi-Bihan ?
      • Diwar zigarez gortoz ur "c’henemglev" faltaziek a c’hoarvezo e bloavezh an erc’h du e roer ar gwir gant ur gostezenn hepken, pa vefe bet tu –da skouer– da lezel da c’hortoz daou bennad (Hoel Vat diouzh un tu, Hywel Dda diouzh an tu all) betek un dibab padus da vat.
      • Rediet e vez[16] dibaboù Bianchi-Bihan diwar-benn an anvioù-lec'h iwerzhonek hervez he "freder" dezhi hec'h-unan
      • Ha gallout a ra tud dizesk war un dodenn bennak rediañ o savpoent diwar e benn ? Prest on da zegemer dislavaroù Wendy Davies eus University College Londrez, Alain Merdrignac eus Roazhon 2, Jean-Christophe Cassard eus Skol-Veur Brest (daoust ma pled kentoc'h abaoe un nebeut bloavezhioù gant an Izelgrennamzer). Met rankout a reer bepred tabutal gant tud dizesk c'hoant ganto lavarout o ger war pep tra ?
    • Distankañ va c’hont ha diouzh va ferzh asantiñ dibaboù "kumun" da heul mouezhiadegoù : hag a-walc’h e vo kement-se ?

Gallout a reer kenderc’hel evel m’edo an traoù : aozañ "mouezhiadegoù" a gemero perzh enno en devoud nemet ar re n’int ket bet argaset goude bezañ heuget ez-emskiantek. Sellout ouzh pevar skouer tud pellaet diouzh Wikipedia abalamour da seurt arc’hwelezh-se :

      • Benoni, [17], d'ar 1añ Mezheven 2008
      • Gwilhmod[18], d'ar 16 Here 2009
      • Arko [19], d'an 25 Here 2009
      • Fulub Cayenne [20], d'an 31 Here 2009

An daou diwezhañ a hañval bezañ distro. Betek pegoulz avat ? Ar re-se o deus eztaolet o abegoù. Kalz reoù all zo aet kuit hep hen ober. Ne gav ket dit e vefe mat da c’houzout perak ? Aozañ aliesoc’h mouezhiadegoù ? Ul labour all a vefe, evit addegas meur a hini heuget ergentaoù da zont en-dro.

    • Ha reizh e oa arc’hwelerezh ar Wikipedia brezhonek evel m’edo a-raok ma voe komzet anezhañ war ar Wikipedia gallek ? Hag a-raok deroù ar "vouezhaideg" zoken ?

Holl elfennoù an teuliad am eus kaset a biaouez, me ’gred. Daoust hag am eus ijinet an arroudennoù meneget ? Daoust hag am eus o zroet fall evit ar re a zo war Wikipedia gallek ? Dit-te da respont neuze. Ne gav ket dit ez eo fur ali Arko : En em lakaat en arvar e rafe vad dit, sur eo ha n'eo ket marteze [21] emezañ da vBianchi-Bihan, hag a c’hallfe bezañ astennet da reoù all e skipailhig ?

Meven


Japan

kemmañ

Salud. Daou film am eus labouret warno : [22] ha [23]. A galon. --Ex-Smith 1 Du 2009 da 14:50 (UTC)Respont

Ouzhpennet liamm porched Japan er pennadoù ha krouet ar rann sinema a vanke er porched. --Fulup 1 Du 2009 da 15:03 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Mat e seblant bezañ bremañ. Tu 'zo dit adlakaat ar pezh a ginnige Neal zoken, met er stumm a lakan dit dindan (sell ouzh c'hod) :

|


Ret eo e vefe staget an <noinclude> d'an destenn a-raok. Ret eo d'ar re all diwall. Se 'zo ivez penn kaoz d'ar c'hudennoù gant patromoù ar bannieloù am eus ranket reizhañ e-pad eurvezhioù. --Y-M D 29 Du 2009 da 14:47 (UTC)Respont
Reizhet eo pep tra war a seblant --Y-M D 29 Du 2009 da 14:54 (UTC)Respont


Danvez Merour

kemmañ
Lakaet 'm boa va anv evit dont da vezañ merour. N'on ket bet dilennet gant ar c'henemglev kontañ ar mouezhioù. Padal ne oa den a-enep, met tud neptu, sell : Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009. Me 'oa (hag e choman) a-du evit sikour da gas an traoù war-raok, ezhomm 'zo tud. Torr-pen eo rankout goulenn stankañ unan bennak da skouer, pa vez emañ o lakaat e reuz. Ouzhpenn-se em boa kinniget ober war-dro ar pennadoù mat hag eus an dibab. N'ouzon ket petra ober ? --Y-M D 29 Du 2009 da 15:05 (UTC)Respont
Ne vern, tu zo dit adlakaat da anv ha displegañ perak. N'eus netra da goll. --Fulup 29 Du 2009 da 15:42 (UTC)Respont
Kavout a rafen mat e teufes da vezañ merour ivez. Ezhomm 'zo eus tud prest da sikour ha da gompezañ an traoù pa vez ret hag a heuilh mat buhez ar wiki brezhonek.Trec'hlid mitonet 29 Du 2009 da 15:58 (UTC)Respont

Evel ma o peus goulennet ganin em eus lakaet va anv evit bezañ merour. Me 'zo prest da sikour ac'hanoc'h. Kea da welet en davarn. A galon --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)

Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg

kemmañ

Trugarez dit evit al labour klokaat a peus graet. --Y-M D 5 Kzu 2009 da 19:24 (UTC)Respont

Pibien

kemmañ

Lennet 'm eus e oa bet un diviz ur prantad 'zo a-benn gouzout penaos e vo lakaet anv ar bibien e brezhoneg. Divizet 'oa bet brezhonekaat anezho war am eus lennet (Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud). Lennet 'm eus ivez e oa bet dibabet ober gant Lukius Iañ, padal e vez graet bremañ gant Lucius Iañ. Me ne oan ket c'hoazh ho labourat war Wikipedia d'ar mare-se neuze n'eo ket splan an traoù din. Bianchi a gav dezhañ eo ret derc'hel d'ar pezh on eus hiziv ha Kadbzh a zo a-du gantañ (amañ e kavi an eskemm nevez). Ur goulenn eeun am eus da sevel neuze :

  • Ha dav eo lakaat ar bolitikerezh ofisiel bet dibabet ha votet e-pleustr ha d'ar re a ne vefen ket a-du da c'houlenn un diviz nevez

Pe

  • Laoskel an traoù evel ma 'vezont hiziv ha kemm an dibab ofisiel bet graet d'ar mare-se ma 'vez ezhomm

Trugarez --Y-M D 2 Gen 2010 da 15:09 (UTC)Respont

Da'm meno e c'haller doujañ d'ar reolenn dibabet (ober gant ur stumm brezhonek) ha mirout Lucius memes tra. An dibab brezhonekaat a oa un dibab evit gouzout petra ober dre-vras evit anv ar Bibien (Yann-Baol II, Benead XIII, hag all), ha me a oa a-du gant brezhonekaat. Eus an tu all ez eus Pibien n'int anavezet nemet dindan o anv latin (war-bouez un nebeud yezhoù romanek evel ar spagnolek a spagnoleka pep tra atav koulz lavaret), ha n'eus netra diazezet e brezhoneg evito. Seut aze ar furnez a vefe lezel Lucius ha mat pell zo. Ur reolenn all zo bet dibabet ivez : doujañ d'ar stummoù orin. Aze emañ ar reolennoù evit diskouez un hent, war-lerc'h eo dav kaout un tamm skiant vat evit o lakaat e pleustr. En degouezh-mañ e kav din e tegouezh mat Lucius, ne vo ket gwallgaset ar brezhoneg diwar kement-se. Ret eo diwall diouzh ar spered totaliter ivez. ;-). --Fulup 3 Gen 2010 da 15:04 (UTC)Respont

Treiñ

kemmañ

Penoas eo ret ober evit treiñ ar c'hemnadennoù a vez e penn uhelañ Wiki ? Klasket 'm eus met n'on ket deuet a-benn. Ma c'helfes diplegañ... Trugarez
Da skouer : "A Thank You from Wikipedia Founder Jimmy Wales" --Y-M D 6 Gen 2010 da 17:31 (UTC)Respont

Ya, torr-penn a-walc'h eo, n'haller ket treiñ anezho war translatewiki evit ar mare, ret eo mont war mediawiki : Goulennoù treiñ. --Fulup 6 Gen 2010 da 18:05 (UTC)Respont
Bet e oan du-se dija, met n'on ket deuet a-benn. N'on ket sur gouzout penaos ober. Ha diaes e vefe dit displegañ ? --Y-M D 6 Gen 2010 da 18:10 (UTC)Respont
Krou ur gont war meta evidout. Goude-se krou ar bajenn kemennoù ouzhpenn br, laka e-barzh an droidigezh diwar ar skrid saoznek orin pe ur yezh bennak all (emañ ar roll er marzh a-zehou). Pa vo echu an droidigezh cheñch statud ar brezhoneg er patrom (e-lec'h missing, laka ready), ha setu aze. Ma'z peus bet bec'h, e-lec'h ready, laka proofreading ha lavar din pe d'unan benak all evit ober un adlenn. An hini a raio an adlenn n'en do nemet reizhañ, enrollañ e reizhadennoù ha merkañ ready er patrom e-lec'h proofreading a-dal d'ar brezhoneg. Kalon dit. --Fulup 7 Gen 2010 da 14:11 (UTC)Respont
Ur gont am eus du-se. Luziet eo al lec'hienn a gavan. Marteze e c'helfes te ober un droidigezh ha mont a rafen da wellet ar c'hemmoù a peus graet, dre-se e komprenfen ar mont endro. D'am soñj e vefe eeunoc'h eget amprouiñ traoù ha gleiz hag a zehou hag e lakfen reuz. Ha posubl e vefe dit en ober ? Trug' --Y-M D 7 Gen 2010 da 17:24 (UTC)Respont
Ne'm eus ket amzer er mare-mañ, se zo kaoz, a-hend-all em bije graet, evel am boa graet war-dro ar re gentañ. --Fulup 8 Gen 2010 da 09:15 (UTC)Respont

MediaWiki:Disambiguationspage

kemmañ

You edit this system message with an invalid value. What was your intention? This message should contain links to templates marking disambiguous pages. So you should set it to

* [[{{subst:ns:Template}}:Disheñvelout]]
* [[{{subst:ns:Template}}:Disheñvelout anvioù-badez]]
* [[{{subst:ns:Template}}:Disheñvelout lec'hanvioù]]
* [[{{subst:ns:Template}}:Disheñvelout anvioù-tud]]

  Done.

All interwiki bots don't know the new templates at the moment. After you changed the message i'll attend to the bot fix for you. Are these four templates all disambigous templates you have on this wiki? Merlissimo 25 Meu 2010 da 05:35 (UTC)Respont

yes, thanks for your help. --Fulup 25 Meu 2010 da 09:34 (UTC)Respont
pyrev:8048. The update to 'none' means that this local system message will be used now. Merlissimo 4 Ebr 2010 da 12:42 (UTC)Respont

Demat, campagne Wikimedia CAT

kemmañ

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:35 (UTC)Respont

Trugarez! Ken bremaik! Capsot 20 Gou 2010 da 07:14 (UTC)Respont

anvioù-stêrioù

kemmañ

Ezhomm am-eus c'houvezout ha bez' ez eus ur reolenn-yezhadur a denn da reizh an anvioù-stêrioù e brezhoneg. Ha gourel ez int holl ? Amañ e c'heller lenn "ar Mur" hag "ar Marne". Perak ez eo ar stummoù-mañ gourel ? Diwar-benn an dra-se ez eo bet kaozeet eno. Trugarez en araok. --Katolik Breizh 9 Gou 2010 da 01:30 (UTC)Respont

Trugarez vras dit. Mat-kenañ da respont ! --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 13:31 (UTC)

Anv-implijer

kemmañ

Salud dit. D'am soñj e vefe gwelloc'h da gKatolikBreizh kemmañ e anv-implijer, rakbarnet e c'hallfe bezañ. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:22 (UTC)Respont

Kemm va anv da "plantenn_neptu", mar plij ! --Katolik_Breizh/petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 13:35 (UTC)

Arguzennoù pe Tagadennoù ?

kemmañ

Va zaget, hersalet hag atahinet en-deus Bianchi-Bihan abaoe ma'z on bet ur c'henlabourer amañ. Arguzennoù, mar plij, e lec'h tagadennoù ! Da skouer : "Ma ne vije ket primoc'h lod merourien da damall alioù ar re all e respontfen a-walc'h un draig bennak. Met ne fell ket din ober o labour, neuze kerzh da c'houlenn diganto en davarn 'ta: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn. Chañs vat. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 23:40 (UTC)"

"Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)"

"Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 18:07 (UTC)" --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 13:29 (UTC)

Kemmadur dre vlotaat D>Z – anvioù-gwan

kemmañ

Ha talvezout a ra ar reolenn-se eus ar yezhadur Bec'h Dei evit ar Wikipedia-mañ ? Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)".

La grammaire bretonne pour tous, p 27: Dans tous les cas précédents, la mutation D>Z est rare, sauf mots courts ... ur vrozh zu .... Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 16:36 (UTC)Respont
  • Gerioù pemdez all, hag int hiroc'h, a gemm ingal ivez, e bro Gemper da nebeutañ, evel ar ger diwezhañ. Da skouer : an hini ziwezhañ (distaget mui pe vui "niñ ziweoñ"). --Fulup 17 Eos 2010 da 15:54 (UTC)Respont
Ar Goan Ziwezhañ, E vrennigenn ziwezhañ , an dro ziwezhañ ... anavezet mat. N'eo ket abeg a-walc'h da lakaat ar c'hemmadur da reolenn divrall. Bianchi-Bihan 18 Eos 2010 da 00:01 (UTC)Respont
Ne'm eus ket graet anv a embann ur reolenn divrall. Sachañ a ran an evezh war implij ar c'hemmadur-se, testeniekaet mat e brezhonegoù zo ha degemeret er yezh skrivet, e gerioù liessilabennek ivez. --Fulup 18 Eos 2010 da 08:10 (UTC)Respont
Dres evel ma oan o sachañ evezh hon mignon, bet o labourat start da gemm kement skol divyezhek en ur skol zivyezhek. Degemer ur c'hemmadur n'eo ket evel e lakaat da bennreolenn. Bianchi-Bihan 18 Eos 2010 da 08:15 (UTC)Respont

10vet bloavezh Wikipedia

kemmañ

Demat Fulup,

Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.

Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.

Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.

Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.

Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.

Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!

Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.

Ken ar c’hentañ,

A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON

Vandalerezh adarre

kemmañ
  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324

Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se a vir alakaat anv gwir un den en ur pennad dre deir gwech en hevelep deiz. Bianchi-Bihan 2 Du 2011 da 16:02 (UTC)Respont

Kenderc'hel a ra Bianchi-Bihan da lakaat anvioù an titloù pennadoù en alamaneg ha bremañ e tiverk anvioù an titloù e lizherennoù druz en destenn d'o lakaat en alamaneg dibaouez. Lavaret em eus e vefe kenkoulz lakaat an titl e lizherennoù druz hag an anv en alamaneg e-kichen, evel ma vez graet da gustum er pennadoù. Ne fell ket dezhañ. Evit doare e oar kontañ gwelloc'h evidon ha tapet on bet o kemmañ teir gwezh ar pennad. Absolvenn. Setu adarre ur brezel embann digomprenus gantañ adarre ha n'ouzon ket evit petra zoken. Kontant on ma vo displeget din. Mod all e vefe mat skrivañ ar pennadoù evel ma vez ar boaz. --Kadwalan 2 Du 2011 da 16:31 (UTC)Respont
Kontet fall ganin :dre bemp gwech.
  1. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1090580
  2. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093333&oldid=1093330
  3. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093302&oldid=1091046
  4. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&action=historysubmit&diff=1093330&oldid=1093324
  5. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Auguste_Wilhelmine_Hessen-Darmstadt&diff=next&oldid=1093321

Goulenn a ran lakaat harz da oberennoù vandalerezh ar merour-se

Dizalamanekaat anvioù tud alamanek: vandalerezh!

kemmañ

Ma fell d'ar merour Kadwallan lakaat anv an dud (Charlotte Christine Magdalene Johanna von Hanau-Lichtenberg‎, ha kant bennak all) en ur yezh bennak all n'en deus ket aotre da dennañ anv gwir an itron en he yezh, hag a zo meneget er pennad diwar he fenn e pep wikipedia : kement-se zo lemel danvez holloueziadurel, ha neuze vandalerezh, hag a rank bezañ barnet evel ma tere. Bianchi-Bihan 9 Du 2011 da 03:09 (UTC)Respont

Digpomprenus

kemmañ

Goulenn digant ar verourien

kemmañ

Merour oc'h war ar Wikipedia brezhonek. Mat e vefe dont da blediñ gant an traoù grevus a c'hoarvez en deizioù-mañ. A-enep d'ar reolenn diazez e vez savet pajennoù nevez gant ar memes pal ha danvez ha pajennoù hag a zo dija, ha lakaet e vezont da enebiñ an eil diouzh eben. Gwashoc'h c'hoazh moarvat, kaset e vez ar bec'h savet diwar-se war ar wikipediaoù all (bruderezh mantrus evit hor yezh, na petra 'ta).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 28 Du 2012 da 10:16 (UTC)Respont

Kustum on bremañ ouzh dirollerezh ar gerioù amañ (grevus, a-enep ar reolenn, enebiñ, gwashoc'h, bruderezh mantrus) pe e lec'h all ( brezel, reuz, atahinerezh [24] )... implijet gant tud zo hag a fell dezho lakaat an holl da blegañ d'o dibaboù ha d'o gweledigezh, evel pa vijent mistri war pennadoù ar wiki-mañ , pa n'eus kaoz nemet da gemmañ pennad pe bennad. Ar verourien fur a oaro studiañ grevusted an afer a dost, goulenn alioù an holl ha n'eo ket hepken hini an dud a garfe tremen lost al leue dre hon genoioù, hag a lenno an dra-mañ da gentañ: [25] . Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 Du 2012 da 11:37 (UTC)Respont

Commons:Licensing tutorial/br

kemmañ
 

Salud dit, Troet em eus an ameiler evit enporzhiañ danvez e Commons peogwir emañ e saozneg bepred, ha VIGNERON a skriv din ez poa graet al labour dija, gant un droidigezh disheñvel. Goulenn a ra diganin teuler ur sell kent brezhonekaat Commons.
Ne gavan roud ebet neblec'h eus al labour-se, e Commons pe e brWiki.
Mar gouzez pelec'h emañ e c'hallfemp kenlabourat evit ma vije brezhonekaet Commons da vat (ha da viken).
Ken ar bloaz a zeu, neuze.

Sad Edgar (kaozeal) 30 Kzu 2013 da 21:55 (UTC)Respont
Vit ober plijadur deoc'h ne lakin ket ma fri en hoc'h aferioù prevez, met pa gavin brezhoneg stambouc'hus e tu pe du e roin da c'houzout, evel amañ:
Ne gomprenan ket, liammañ ouzh eo zo skrivet.
  • Amañ e lenner : Gant ar c'hemm-mañ eo bet krouet ur bajenn nevez. Marteze eo poent brezhonekaat.
Setu, reizhet eo, dont a raio war wel a-raok pell emichañs. --Fulup (kaozeal) 1 Gen 2014 da 17:13 (UTC)Respont

Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Gen 2014 da 14:24 (UTC)Respont

Deut war wel, trugarez.
Memes pajenn e lennan : Kemmet he deus ment ar bajenn eus an niver-se a bitoù Digomprenus din. N'anavan nemet Pitou Prosper Proux, ha n'eo ket ur vaouez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 08:31 (UTC)Respont
sklaeroc'h eo dit evel-se ? : Kemmet eo ment ar bajenn eus an niver-mañ a oktedoù --Fulup (kaozeal) 2 Gen 2014 da 10:12 (UTC)Respont
Ya, komprenus eo bremañ. Marteze e vije kenkoulz lakaat "Kresket pe digresket", sklaeroc'h c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 10:20 (UTC)Respont
gant ma vije posupl gouzout ha kresk pe digresk zo. Siwazh, n'eus nemet ur frazenn da dreiñ neuze e ranker chom gant ur c'hemenn dispisoc'h. --Fulup (kaozeal) 2 Gen 2014 da 10:33 (UTC)Respont

Ameiler

kemmañ
 

N'ouzon ket petra eo an ameiler, met iskis e kavan ar respont d'ar goulenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 08:39 (UTC) E-lec'h an "tu zo deoc'h da enporzhiañ" (ha n'eo ket eus ar bravañ) e vije gwell ober gant "enporzhiañ a c'hallit", bravikoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gen 2014 da 09:18 (UTC)Respont

Energiezh

kemmañ

Salud dit ! Taol ur sell, mar plij, ouzh ar bajenn Kaozeal:Gremm derc'hanel ha ro da soñj, ma kerez. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Meu 2014 da 12:35 (UTC)Respont

Goulenn skoazell

kemmañ

Demat deoc'h, Setu bremañ div wech ma teu un den (pe marteze daou) da ouzhpennañ gerioù ouzh ma divizoù, o reiñ da grediñ ez int bet savet ganin-me :

  • dec'h, da 20:55, gant unan bennak oc'h ober gant an urzhiataerez 92.135.107.56 hec'h IP,
  • hiziv, da 18:03, gant unan bennak oc'h ober gant an urzhiataerez 128.199.176.233 hec'h IP.

Da c'hortoz ho respont mallus. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 18:42 (UTC)Respont

Pelec'h emañ ar c'hemmoù a rit anv anezho ? --Fulup (kaozeal) 7 Gen 2015 da 08:54 (UTC)Respont

Demat deoc'h ivez, Ne gomprenan ket ho koulenn. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Gen 2015 da 10:51 (UTC)Respont

Votre statut d'administrateur sur Breton Wiktionary

kemmañ

Bonjour. Une règle concernant le retrait des "droits spéciaux" (administrateur, bureaucrate, etc) a été adoptée avec le consensus de la communauté en 2013. En accord avec cette règle, les stewards vérifient l'activité de ces utilisateurs sur les wikis ne possédant pas leurs propres règles.

Vous vérifiez les critères d'inactivité (pas de modification ni d'action administrative pendant 2 ans) sur le(s) wiki(s) listé(s) ci-dessous. Puisque le wiki ne possède pas ses propres règles concernant l'activité de ses utilisateurs, la règle générale s'applique.

Si vous souhaitez conserver vos droits, vous devez informer la communauté de votre wiki et mentionner que les stewards vous ont envoyé ce message pour vous faire part de votre inactivité. Si à l'issue de la discussion, la communauté souhaite que vous conserviez vos droits, alors veuillez contacter les stewards sur leur page en mentionnant un lien vers la discussion dans laquelle la communauté exprime le souhait que vous gardiez vos droits.

Si vous souhaitez renoncer à vos droits, vous pouvez répondre ici ou demander le retrait de vos droits sur Meta.

Si vous n'adressez aucune réponse dans un délai d'environ un mois, les stewards procèderont au retrait de vos droits d'administrateur et/ou bureaucrate. Dans les cas ambigus, les stewards évalueront les réponses et soumettront leur réponse à la communauté pour discussion et débat. Si vous avez des questions, merci de contacter les stewards. Rschen7754 13 Gen 2015 da 02:43 (UTC)Respont

Logod draenek Kreta

kemmañ

Demat deoc'h, N'ouzon ket hag-eñ e rit war-dro hon Wikipedia evel merour bepred ? Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 20 Mez 2017 da 17:10 (UTC)Respont

Ezhomm ez eus e vefe nullet ar pennad Logod draenek Kreta evit boulc'hañ daou bennad nevez : Acomys cahirinus hag Acomys minous hag a oa bet droukvesket. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Mez 2017 da 15:55 (UTC)Respont

- Demat, perak e vefe ezhomm da ziverkañ ar pennad m'eo testeniekaet an anv ? Ma'z eus bet droukvesket 2 spesad e c'hallit en venegiñ ha resisaat er pennad end-eeun gant petra e klot an anv. --Fulup (kaozeal) 22 Mez 2017 da 16:04 (UTC)Respont

Sed amañ ar pezh a gaver e lec'hienn OPaB (TermOfis) :
logod draenek Kreta | coll. | logodenn draenek Kreta | rat épineux de Crête | Acomys minous (= Acomys cahirinus) (recommandé)
Amañ ez eo liammet ar pennad ouzh an hini savet e galleg :
Acomys cahirinus
Rat épineux du Caire, Rat épineux d'Égypte, rat épineux
[...] e saozneg :
Cairo spiny mouse

Pennadoù disheñvel all a zo e galleg evit "Le Rat épineux de Crète" (Acomys minous) hag e saozneg evit "The Crete spiny mouse" (Acomys minous).

Amañ emañ an dalc'h...--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 06:44 (UTC)Respont

Trugarez vras deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Mez 2017 da 07:33 (UTC)Respont

Goulennig

kemmañ

Gant ar brasañ doujañs, Aotrou merour, e c'houlennan amañ hag aotre zo d'un implijer A lemel evezhiadennoù un implijer B, betek war ho pajenn. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3AFulup&type=revision&diff=1752311&oldid=1752309 Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2017 da 16:18 (UTC)Respont

Anat eo, ma vefe aotre da A, e vefe aotre da B ivez ober kemend-all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Mez 2017 da 16:37 (UTC)Respont

logod draenek

kemmañ

Demat deoc'h, Setu ar pezh a skriv din ma c'heneil : Goude bezañ klasket un tamm em eus krouet 2 fichenn nevez e diaz TermBret : - souris épineuse, rat épineux (genre Acomys) Acomys sp. : logod draenek ; - souris épineuse du Caire, rat épineux du Caire Acomys cahirinus : logod draenek Kaero. E-giz-se ne vo ket kemmesket gant rat épineux de Crête Acomys minous : logod draenek Kreta. Dont a raio war wel pa vo hizivaet TermOfis. --Fulup (kaozeal) 13 Gou 2017 da 14:26 (UTC)Respont

Demat ivez, Trugarez deoc'h da gentañ-penn. Ar pezh a vo ret ober neuze eo terriñ holl liammoù ar pennad Logod draenek Kreta ouzh ar pennadoù e yezhoù all (Ägyptische Stachelmaus, Cairo spiny mouse, Rat épineux du Caire, Rat épineux d'Égypte, rat épineux, hag all...). Me n'on ket evit hen ober. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2017 da 14:55 (UTC)Respont

Re wir ! ha chomet eo evel-se ivez e Termofis, 'm eus aon :
logod draenek Kreta | coll. | logodenn draenek Kreta | rat épineux de Crête | Acomys minous (recommandé)--Prieladkozh (kaozeal) 13 Gou 2017 da 15:32 (UTC)Respont

Demat deoc'h, N'ouzon dare ha normal eo, met chomet eo digemm bete-vremañ... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Eos 2017 da 10:20 (UTC)Respont

Kaozeal:Tekla

kemmañ

Salud deoc'h, Kinnig a ran ma vo serret ma c'hont dre m'emaon o paouez kunujenniñ (Ta gueule !) E Veurded Bianchi-Bihan amañ ha skrivet traoù dizereat diwar e benn amañ. Ne vo ket ur c'holl e mod ebet dre na gemeran perzh er raktres nemet gwech-ouzh-gwech. Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Meu 2019 da 09:33 (UTC)Respont

Kaozeal:Limerig

kemmañ
Ur salud dit, Fulub
Gwelet a ran ez out merer er Wikipedia brezhonek, setu e c'houlennan diganit reizhañ ar gudenn a gavi dre ditl ar rannbennad-mañ.
  1. Un implijer a gemm anv reizh ur bajenn d'un anv all dianav e brezhoneg.
  2. Nac'h a ra reiñ mamenn an anv nevez.
  3. Distummet en deus skridoù daou implijer all.
  4. Tagañ a ra ad hominem e-lec'h reiñ ur vammenn.
Seurt emzalc'h zo enep-krenn politikerezh Wikipedia.
  • Goulenn a ran ma vefe distroet de anv orin ar pennad : Limerick (barzhoneg)
  • Dit-te, evel merour, da varn ha kastizet e vo an implijer pe get.
Trugarez dit en a-raok, ♦ 90.32.164.123 7 Meu 2019 da 22:15 (UTC)Respont
Un dra dianav d'un den dianav n'eo ket dianav d'ar re all : e ziouiziegezh n'eo ket reolenn ar wikipedia. Kelenn a ran al limerigañ hep aotre pab na beskont ebet.
Gwir un implijer eo labourat war ar pennadoù ha kemmañ anvioù pennadoù a vez graet bemdez hep goulenn alioù an dud dianav.
Ar peurrest zo sorc'hennoù ordinal un den az peus serret eunan eus e gontoù.

8 Meu 2019 da 07:04 (UTC) Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Meu 2019 da 07:05 (UTC)Respont

Implijer Bianchi-Bihan : daou c'houlenn

kemmañ
  1. Ha kontrollerezh a-berzh un implijer eo diverkañ kement-se pe get ?
  2. Ha stankerezh eo mirout na vefe kemmet ur pennad, evel-se (16:15, 17:36, 19:44) ?

Trugarez deoc'h.--90.32.241.163 11 Meu 2019 da 21:13 (UTC)Respont

Stankañ ma c'hont-implijer da viken

kemmañ
Demat,
Dre na gemerin ken perzh e raktres Wikipedia ebet, gallout a rafec'h stankañ ma c'hont-implijer da vat amañ, koulz hag e Wikeriadur.
Kement-mañ hervez Wikipédia:Droit de disparaître hag Aide:Je veux partir de Wikipédia.
Asantet eo bet buan-tre e Wikipédia ha Wiktionnaire gallek ; emichañs ne c'hortozin ket ho respont re bell.
Trugarez deoc'h en a-raok. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 29 Mez 2019 da 16:49 (UTC)Respont

Vandalerezh

kemmañ

Demat dit. Hag amañ emaout c’hoazh ? Laosket am eus ur gemenadenn en davarn e keñver ar vandalerezh. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 17:16 (UTC)Respont

Merourien

kemmañ

Salud dit, leusket 'm eus ur gemennadenn war an davarn evit lakaat ar gaoz war merañ ar Wiki-mañ ha dreist-holl kaout merourien nevez marteze, dre ma seblantez bezañ an hini diwezhañ oberiant, ma fell dit reiñ da soñj ! A galon --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 19:16 (UTC)Respont

Heugus

kemmañ

Taol ur sell ouzh ar pezh am eus skrivet en davarn. A galon, --Hans Abherve (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 14:46 (UTC)Respont

Universal Code of Conduct

kemmañ

Hi Fulup

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)Respont

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[26] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [27] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [28]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [29]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ

Demat. Plañvour - D’an 13 a viz C'hwevrer 1938 e savas ar c'huzul-kêr a-du gant kelenn brezhoneg er skolioù [30]. A galon. Dakbzh (kaozeal) 5 Eos 2021 da 11:00 (UTC)Respont

How we will see unregistered users

kemmañ

Bonjour !

Vous recevez ce message parce que vous êtes un administrateur ou une administratrice sur un wiki Wikimedia.

Aujourd'hui, lorsqu'une personne modifie un wiki Wikimedia sans être connectée, nous affichons son adresse IP. Comme vous le savez peut-être déjà, nous ne serons plus en mesure de le faire à l'avenir. Il s'agit d'une décision du service juridique de la Fondation Wikimedia, car les normes et réglementations en matière de confidentialité en ligne ont changé.

Au lieu de l'IP, nous allons montrer une identité masquée. Du fait de votre statut d'admin, vous pourrez toujours accéder à l'adresse IP. Il y aura également un nouveau droit d'utilisateur pour celles et ceux qui ne sont pas admin mais qui ont besoin de voir les IP complètes, afin de lutter contre le vandalisme, le harcèlement et le spam. Les patrouilleurs et patrouilleuses verront également une partie de l'IP même sans ce droit d'utilisateur. Nous travaillons également sur de meilleurs outils pour faciliter la maintenance des wikis.

Si vous ne l'avez pas encore fait, vous pouvez en savoir plus sur Meta. Si vous voulez être sûr de ne pas manquer les changements techniques sur les wikis Wikimedia, vous pouvez vous inscrire à aux actualités techniques hebdomadaires (Tech News).

Nous avons deux propositions concernant le possible fonctionnement de cette identité. Nous apprécierions vos commentaires sur la façon dont vous pensez que cela fonctionnerait le mieux pour vous et votre wiki, maintenant et à l'avenir. Vous pouvez nous laisser un message sur la page de discussion. Vous pouvez écrire dans votre langue. Les suggestions ont été publiées en octobre et nous déciderons après le 17 janvier.

Merci. /Johan (WMF)

4 Gen 2022 da 18:10 (UTC)

Vandalerezh a-berzh an implijer [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan

Goulennet ez eus bet ma vije gwarezet ar pennad Roazhoneg abalamour da vandalerezh digant an implijer-se. A galon, --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 22:26 (UTC)Respont

Ur sizhunvezh gant Bianchi-Bihan

kemmañ

Setu amañ ur standilhon eus emzalc'h Mark Kerrain er Wikipedia brezhonek, en ur sizhunvezh hepken.

Hir-hir e vo 2022 evit an dud kalonek ha sirius a glasko magañ ar Wiki-mañ. --2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7 2 C'hwe 2022 da 19:49 (UTC)Respont

Ur pennad sikofanterezh a-feson. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2022 da 14:28 (UTC)Respont

Treuzlizherennañ an anvioù rusianek/ukrainek

kemmañ

Salud, Ha gallout a rafec'h rannañ ho skiant-prenet ha, marteze, reiñ hoc'h ali(où) diwar-benn an danvez-mañ : Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_09,_bloaz_2022#Treuzlizherennañ an anvioù rusianek/ukrainek, mar plij ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:38AC:B154:4F58:E580 4 Meu 2022 da 12:05 (UTC)Respont

Goulenn ali

kemmañ

Demat dit, kinniget eo bet adlakaat ar saozneg dre ziouer e lec’h ar galleg pa vank troidigezhioù, ma fell dit reiñ da ali. Huñvreüs (kaozeal) 4 Mae 2022 da 08:36 (UTC)Respont

Keloù abaoe da-heul ar goulenn-se ? Ne gredan ket e vije bet sachet tud a-vil-vern ouzhpenn war ar wiki abaoe ma oa bet lakaet an traoù e galleg. Fulup (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:27 (UTC)Respont
Adlakaet eo bet ar saozneg dre ziouer. Din-me, da nebeutañ, eo talvoudus evit kenderc’hel da dreiñ ha da ober gant an etrefas. Adriendelucca (kd) a zeu da dreiñ kemennadennoù e Translatewiki hag e lec’hioù all ivez. Marteze e vo muioc’h a droourien en amzer da zont, n’ouzon ket. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:42 (UTC)Respont
Un dra vat eo an dra-se rak treiñ a raen sod o klask adkavout pelec'h e oa ar gemennadenn orin. Fulup (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:44 (UTC)Respont

Hivizaat roll ar verourien

kemmañ

Demat dit,

Goude bezañ komzet gant VIGNERON e seblant deomp mat hivizaat roll merourien ar wiki. Ma ne fazian ket ez peus graet gant ar gwirioù merour evit seveniñ ur goulenn e 2019 evit ar wech diwezhañ, war-bouez un nebeut amprouadennoù e 2022. Ha gallout a rafes disklêriañ ha fellout a ra dit derc’hel ar gwirioù? Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 16:54 (UTC)Respont

Demat deoc'h,
Un dra vat eo hizivaat/klokaat roll ar verourien a gav din. Ne'm eus ket nemeur a amzer d'ober war-dro Wikipedia ken pell zo, siwazh. Memes tra ne gavan ket fall mirout ar giwirioù aozer mard eo mat deoc'h ivez. Ne vint ket drougimplijet ganin ha gallout a rafe servijout un deiz bennak evit distankañ tra pe dra. A galon. Fulup (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:26 (UTC)Respont
Roet eo bet ar gwirioù dit gant ar gumuniezh, hag un dra vat eo, evel-just em eus fiziañs ennout. Ma fell dit derc’hel anezho eo mat din. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:44 (UTC)Respont
Mat eo, dalc'jomp evel-se neuze. Kalon deoc'h atav. Fulup (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 17:45 (UTC)Respont
Un draig ouzhpenn: gallout a rez gweredekaat an dilesadur div-elfenn evit gwellaat surentez da gont. Erbedet eo evit ar verourien abaoe ur mare rak ur vukenn vrav eo ur gont merour d’ar breizherien. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 18:14 (UTC)Respont

Notice about files

kemmañ

Hi! You have uploaded many files so you may be interessted to know that I have been talking to Huñvreüs about files without a license at Kaozeadenn Implijer:MGA73. I have also made a request for a bot flag at Wikipedia:Bot#MGA73bot so my bot can work on files.

My goal is to find and mark files that do not have a valid license. If the uploader (you) can confirm to be the creator of the file and confirm a valid license (for example Template:Cc-by-sa-4.0) my bot can perhaps help fix the files.

You are very welcome to comment at the bot request. --MGA73 (kaozeal) 18 Mae 2024 da 17:46 (UTC)Respont

@Fulup Setu amañ roll ar restroù pellgaset ganit. Dre vras e teuont eus ar wiki gallek pe saoznek, pe eus Commons, neuze e c’hell restroù eus Commons bezañ lakaet en o lec’h moarvat. N’eus ket eus "fair use" amañ avat. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2024 da 07:18 (UTC)Respont
Mat, trugarez dit, ne gomprenan ket mat petra am eus d'ober avat. Fulup (kaozeal) 20 Mae 2024 da 08:44 (UTC)Respont
Emeur o naetaat ar restroù kozh. Lakaat restroù eus Commons e lec'h da re er pennadoù ma vezont implijet a sikourfe gant se. En amzer da zont ne vo graet nemet gant Commons, ha n'eo ket gant restroù enrollet er Wiki evel ma oa kustum a-raok. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2024 da 11:15 (UTC)Respont
Ya, an traoù-se zo bet pellgarget pell zo pa oamp da vat o tiazezañ hor wiki. Fulup (kaozeal) 21 Mae 2024 da 10:15 (UTC)Respont