Kaozeal:Roazhoneg

Evezhiadenn diwezhañ: 19 deiz zo gant Huñvreüs e kaozeadenn Kendeuziñ gant ar pennad Brezhoneg e Bro-Roazhon

Daoust ha Youenn Drezen an hini eo a sine "Y.-D." er gazetenn Arvor ? 176.164.227.44 24 Gen 2022 da 19:39 (UTC)Respont

Denez e sine Y. Drezen eno, hervez rakskrid Pêr Denez e "Youenn Drezen – Kelaouenner • I : Arvor" (Mouladurioù Hor Yezh, 2000, ISBN 978-2-86863-011-7, p. 5). Pezh ne dalv ket ne sine ket pennadoù arall gant "Y.-D.", evel-just. 2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 19:58 (UTC)Respont
Ur genaoueg a lavar kinnig "roazhonegerien", dibabet gantañ hep diazez ebet nemet e zrocherezh: gallout a rafe ivez lakaat Kermoal, Sebille-Kernaudour, hag ivez an holl re zo bet deiz pe zeiz o chom e Roazhon: Taldir, Hemon, Vallée, Falc'hun, ... en ur vac'h pe ur gouent, Paol Kalvez, bet diazezer SADED, an holl re o deus bet kelennet en ur skol bennak ... ha goude e ri ur pennad Parizeg gant da vignoned eus Kêr Vreizh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 20:14 (UTC)Respont

Ur bajenn da wellaat ur pennad en un holloueziadur eo hemañ. Arguzenniñ zo ret, kunujenniñ zo berzet ; evel-se e kenlabourer pa vezer speredek. Aner eo lakaat tud all da skoedoù, evel ur bugel e CE2. Hag e listenn ar "roazhonegerien" out bet lakaet ? Mard eo "ya" ar respont, displeg perak e rankfed lemel da anv. --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 20:30 (UTC)Respont

N'em eus ket da zisplegañ tra d'un den kalonek a guzh e anv hag a c'hoari gant anvioù an dud all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 20:34 (UTC)Respont
N'eo ket din e rankez displegañ, d'al lennerien ha d'an implijer ac'h eus kunujennet ne lavaran ket.
Merkañ a ran on bet kunujennet ivez ganit, pa lavarez tanav ez eus un den digalon ac'hanon. Evit a sell ouzh kuzhat e anv, ne welan ket "Bianchi-Bihan" el listenn, neuze e kuzhez da hini kerkoulz ha forzh piv er wiki, war-bouez un nebeud tud evel Hervé Latimier pe Alan Dipode, evit menegiñ an anvioù am eus lennet diwar o fenn.
Ne'm eus ket c'hoariet gant anvioù an dud all, setu un digarez toull mard eus bet biskoazh unan. 2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 20:46 (UTC)Respont

Bez kalonek : laka Hervé Latimier Kermoal, Sebille-Kernaudour, e-touez da roazhonegerien, ha Denez, Gwionvarch, fleuriot, favereau, kergoad, hupel, kelennerien skol-veur .

Ne sinez mui, evit kuzhat gwelloc'h ? Siwazh, topinet out bet get istor ar bajenn. Topinañ a ouzez ober ivez : dibunañ anvioù all, sed a zo kalonegezh 'vat, e-lec'h arguzenniñ. 2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 21:20 (UTC)Respont
Diskouez din pelec'h e welez da arguzennerezH. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 21:22 (UTC)Respont
Amañ a-us da 20:30 UTC em eus da aliet da arguzenniñ. Me n'on ket enep ar pezh a zo skrivet er pennad. Te zo savet enep dre ziverkañ ur rannbennad, na glask ket lakaat ar bec'h warnon pe war an IP en deus savet ar pennad. 2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 21:26 (UTC)Respont

Biskoazh ! Aet out da skrivañ urzhioù war bajenn implijer un IP ??? --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 21:30 (UTC) Un IP n'eo nemet un niverenn : penaos, honey, e c'hallez reiñ urzhioù d'un niverenn? Ret e vefe bezañ droch evel ur roazhoneger~, Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 21:34 (UTC)Respont

Lemel 1) ur sorc'henn bersonel) 2)enepholloueziadurel 3) dizave. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 21:19 (UTC) zo reiñ urzhioù. Chomlec'h an den hag en deus labouret war ar pennad eo an IP. Se a ouzez ervat ivez. Displeg fraezh perak n'out ket a-du gant ar rannbennad, e-lec'h e ziverkañ. 2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 21:43 (UTC)Respont

Ar vandal a gomz eus vandalerezh ar re all pa glaskont lakaat danvez holloueziadurek e-lec'h e sorc'hennoù pitoiab kemmañ

Disin ; Bianchi-Bihan, hervez istor ar bajenn. Topinerezh disin + diverkañ danvez er pennad e-lec'h arguzenniñ = kalonegezh an den, moarvat. --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 21:52 (UTC)Respont

Glabouserezh anholloueziadurel ha sikofanterezh kalonek ordinal eus da berzh Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 21:56 (UTC)Respont
Displeg perak e tiverkez-te danvez er pennad 'ta honey. zo bet skrivet gant Bianchi-Bihan da 22:09, n'eo ket ganin. --2A01:CB08:890E:C600:91F7:E805:842A:AFA 24 Gen 2022 da 22:32 (UTC)Respont

Kendeuziñ gant ar pennad Brezhoneg e Bro-Roazhon kemmañ

Marteze e vefe gwelloc'h kendeuziñ ar pennad-mañ gant hini ar brezhoneg e Bro-Roazhon. Int gomz diwar-benn ar memes tra: ar brezhoneg e Bro-Roazhon. Petra soñjit? Dren ar Frankig (kaozeal) 22 Meu 2024 da 23:35 (UTC)Respont

@Adriendelucca: Evel-just. Ma kavez traoù da zerc’hel e touez ar sotonioù dizave e c’hellez lakaat anezho er pennad Brezhoneg e Bro-Roazhon, ha gallout a raio ar bajenn-mañ bezañ lakaet da adkas. Huñvreüs (kaozeal) 31 Meu 2024 da 12:31 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Roazhoneg".