Brezhoneg e Bro-Roazhon

(Adkaset eus Roazhoneg)
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Brezhoneg a vez komzet e Bro-Roazhon a bell zo, ha kelennet ivez abaoe fin an XIXvet kantved da vihanañ.(Daveoù a vank)

XVIvet kantved

kemmañ
  • E 1532 e voe kurunennet an dug Frañsez III e kêr Roazhon, degemeret gant an eskob Eozen Maeeug en iliz-veur. Eno e c'hallas an dug lenn ur varzhoneg e brezhoneg, war un daolenn ispilhet, skrivet gant lizherennoù aour.

XVIIvet kantved

kemmañ

XVIIIvet kantved

kemmañ

Ar « roazhoneg »

kemmañ

A-wezhioù e vez lâret "roazhoneg" eus ar brezhoneg komzet e Bro-Roazhon. N'eus ket ur ster skiantel d'ar ger, rak n'eus ket a studi gwirion anezhañ, nemet meneg eus ar ger amañ hag ahont.

Ijinet e vije bet ar ger, a-raok an Eil Brezel-bed, gant tud eus Breizh-Izel, e Kelc'h Keltiek Roazhon, da ober goap eus an nebeudig Roazhoniz a zeske brezhoneg ha ne oant ket gouest da gomz e doare Breizh-Izel.(Daveoù a vank)

Diwar ar c'hemmeskaj-se eo ganet ur wir rann-yezh nevez a zo bet anvet gant tud 'zo « ar roazhoneg » pe Brezhoneg Roazhon.

Alan al Louarn, Ur Brezhoneg nevez : ar « Roazhoneg », Arvor, 27 C'hwevrer 1944, p. 1[1]

Emañ ar « Roazhoneg » o teurel gwrizioù e kerioù all Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskiñ hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizañ ha mervel, pa vez dilezet.

Y.-D., Dinan c'hlas hag ar brezhoneg, Arvor, 19 Meurzh 1944, p. 1[2]

E dibenn ar bloavezhioù 1960 e veze implijet ar ger da ober anv eus brezhoneg bugale an dud-se, savet e Roazhon, hag a gomze brezhoneg levezonet gant ar galleg a-wechoù, pouez-mouezh, troiennoù, hag all.

Brezhoneg fall

kemmañ

Darn a gav e rank bezañ fall ar brezhoneg e Roazhon dre natur, pe n'eo ket gwir vrezhoneg a vije komzet eno[3]. Hervezo n'halljed ket komz na kelenn brezhoneg mat e Roazhon. Trawalc'h e vije bevañ e Roazhon evit komz brezhoneg fall.

Lec'hioù ma vez(e) kelennet brezhoneg e Bro-Roazhon

kemmañ

Skolioù-Stad

kemmañ

Adalek ar bloavezhioù 1970 e oa bet brezhoneg en un toullad skolajoù ha tost en holl liseoù.
Adalek 1980 e oa bet klasket lakaat brezhoneg er c'hentañ derez gant ar gevredigezh APEEB (deuet da vout Div Yezh), savet gant Jean-Yves Broudic ha Jakez Cosquer.

Tiez-embann brezhonek e Bro-Roazhon

kemmañ
  • Sav-Heol, e Reuz, a embann ivez levrioù divyezhek (war-bouez UL levr gallek)[4].
  • Skol an Emsav, a embann un hentenn-deskiñ hag deiziataerioù dreist-holl
  • TIR[5] a embann levrioù gallek dreist holl.
  • An ti-embann gallek Éditions Goater en deus embannet un dornad levrioù brezhonek.

Aozadurioù all

kemmañ

Brezhonegerien e Bro-Roazhon

kemmañ

Miliadoù a dud zo bet o studiañ brezhoneg e Roazhon, lod zo bet ivez o kelenn eno, pe o skrivañ pe o labourat er media, a-raok mont da lec'h all.

Geriadurourien
Skrivagnerien
Kelennerien
Politikerien
Kelaouennerien
Tud all

Notennoù

kemmañ
  1. Alan al Louarn, Kazetenn "Arvor", niv. 162, 27 a viz C'hwevrer 1944
  2. Y.-D., Kazetenn "Arvor", niv. 165, 27 a viz Meurzh 1944
  3. Rennes, capitale de la Bretagne, donc identitairement bretonnante. Et vouée au culte du «roazhoneg», variante d'un breton imaginé, langue ethniquement pure de la nation bretonne, désormais enseignée partout, y compris à Cesson-Sévigné, rebaptisé Saozon-Sevigneg, Betton, rebaptisé Lanvezhon, Guichen, devenu Gwizien, en attendant la celtisation intégrale de Rennes-Métropole. Françoise Morvan, Libération, Sadorn 19 a viz Meurzh 2005.
  4. Ur skouer nemeti, kavet war load ar Groupement d'associations culturelles de langue bretonne
  5. Travaux d'Investigation et de Recherche
  6. Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, p. 12