Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 27, bloaz 2019

01/07/2019 — 07/07/2019 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhunvezh warn-ugent eus 2019 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Internet / Kenrouedad ? kemmañ

Graet am eus evel a garen evit gerioù teknikoc’h, met moarvat eo ar ger Internet anavezet gant an holl. Bremañ ez eus un adkas eus Kenrouedad davet Internet. Ha mat eo deoc’h? Din-me e vefe gwelloc’h lakaat an adkas en tu kontrol (kaout ur pennad Kenrouedad hag un adkas Internet davetañ). Huñvreüs (kaozeal) 4 Gou 2019 da 05:49 (UTC)[respont]

Neuze e rin gant ar ger Internet. Trugarez d’an holl o deus respontet. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gou 2019 da 18:10 (UTC)[respont]
Disoñjet am boa lavarout an draig-mañ: ne c’hell ket un implijer ordinal adenvel ar pennad, ret eo bezañ merour. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 06:25 (UTC)[respont]
> Faziet oc'h : an implijerien gevreet hepken a c'hell adenvel, an IP-où ne c'hellont ket (na ne c'hellont enporzhiañ restroù) ; n'eo ket ret bout merour.--90.32.118.1 6 Gou 2019 da 09:17 (UTC)[respont]
Gallout a reer adenvel ur pennad pa vezer kevreet, evel ma ouzan mat hag am eus graet meur a wech, nemet pa vez un adkas davet ar pennad-se, muioc’h evit ul linenn istor enni. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 10:11 (UTC)[respont]
N'eus nemet tud Preder hag a implij ar ger "Internet". Ouzhpenn-se e reont goap eus ar re a implij ar ger "kenrouedad" : http://deroff.ddns.net/korpuzn.php?A=Internet&B=LAVA-12-kis-567&C=2&D=n 2.14.69.111 6 Gou 2019 da 10:53 (UTC)[respont]

Ha chom a ra ur merour amañ ? kemmañ

Goulenn a ran peogwir e fell din gouzout hag-eñ e tlefen goulenn ober war-dro hor mignon ar roñfl prederour digant ur merour, pe raktal digant ar stewarded. Moarvat eo muioc’h truezus evit drouk, met gwelloc’h e vefe skubañ memestra. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 15:30 (UTC)[respont]

Pellgomzit d'ar fliked, ar boaz eo amañ. 2001:41D0:604:1CB:0:0:0:0 6 Gou 2019 da 15:55 (UTC)[respont]
N’am eus tamm mennozh ebet perak e lavarit an dra-mañ. Mont a ra ar verourien hag ar stewarded da boliserien pa vez ret en ur mod. Mod all e c’hellfe an holl en em zerc’hel evel tud deuet ha seven, ha komz e lec’h lakaat ar reuz. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 16:14 (UTC)[respont]
Pe e pellgomzot d'ar fliked, ya, gouzout a ouzer. 51.75.75.162 6 Gou 2019 da 16:19 (UTC)[respont]
A-benn ar fin eo deuet ar « fliked » (evel-se e vez graet anezho e geriadur Preder moarvat), da lavarout eo, ar Small wikis monitoring team. N’ouzon ket petra eo ar spontusañ : gwelout tud hep mann d’ober nemet distrujañ labour ar re all, pe gouzout ez eus kantadoù all er bed. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2019 da 07:18 (UTC)[respont]
Ar pep farsusañ eo dont amañ da welet inosanted o koll amzer o sevel pennadoù er Wikipedia. Dispennet ho peus "labour" unan all, dres evel ma vo dispennet ho tammig "labour", un deiz bennak, abred pe ziwezhat. Dalc'hit 'ta da zidual ac'hanomp gant hoc'h istorioù "fliked", "Preder", "spont", "distruj" ha me-oar-me, evel ur paourkaezh den trelatet, fentus eo ken ez eo.