Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2019

24/06/2019 — 30/06/2019

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhunvezh warn-ugent eus 2019 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Urzhiataerezh

kemmañ

Demat deoc’h. Fellout a ra din skrivañ pennadoù diwar-benn an urzhiataerezh, kroget am eus gant Go (yezh programmiñ). Savet eo bet un nebeud pennadoù liammet d’an urzhiataerezh dija, da skouer: Areg C pe Reizhiad korvoiñ, hervez geriadur Preder, gant gerioù iskis ha digomprenus din, ha pa lennan ar pajennoù kaozeal, n’on ket an hini nemetañ gant an ali-mañ. Kavet am eus ur geriadur all (Brezhoneg21), a ginnig gerioù a gavan kalz gwelloc’h, da skouer: poellad evit logiciel (Preder: meziant), lavar evit langage (Preder: areg), sistem oberiañ evit système d’exploitation (Preder: reizhiad korvoiñ). N’on ket evit cheñch pep tra hep bezañ goulennet ali ar gumuniezh, koulskoude. Ha mat eo ganeoc’h ober gant geriaoueg Brezhoneg21? Huñvreüs (kaozeal) 26 Mez 2019 da 18:32 (UTC)[respont]

Seul nebeutoc'h a c'halleg, seul welloc'h ! Mat e vefe "reizhañ" geriaoueg Diwan : "reizhiad oberiañ" e-lec'h "sistem oberiañ". Arabat memestra kas geriadur Preder d'ar bern, ur mell labour talvoudek eo, a ranker menegiñ e pep pennad a bled gant an urzhiataerez/stlenneg.--90.32.240.188 26 Mez 2019 da 19:59 (UTC)[respont]

Seul nebeutoc'h a c'halleg a vije bet mat da lavarout d'an hini en deus taolet sac'hadoù gallek en deiz all.
Gra evel a gari. N'ouzon ket hag ur gumuniezh zo , met an IPoù ne gemeront ket perzh enni. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mez 2019 da 06:45 (UTC)[respont]

Demat, Marteze e vefe tu implij gerioù dishenvel a-bep eil er memes pennadoù évit diskouez ez eus anezho ha simplaat al lenn? Lod pennadoù a zo digomprenus e mod all hag ar pal a zo e vefent lennet gant ar bras eus an du. A galon --Dishual (kaozeal) 27 Mez 2019 da 06:48 (UTC)[respont]

N'eus ket da deurel re a evezh ouzh ar pezh a skriv un den "dianav", hag a sin 90.32.240.188, met mat e vefe dezhañ adlenn (ha kompren) komzoù Roparz Hemon :

An heug rak ar gerioù gallek (hag ar gerioù etrebroadel) a zo, pa seller mat, ur merk a wander kentoc'h eget ur merk a nerzh ; un doare kompleks-izelder. (Roparz Hemon, "Tri oadvezh ar brezhoneg", Al Liamm niv. 26, pp. 40)
--Hans Abherve (kaozeal) 27 Mez 2019 da 07:58 (UTC)[respont]

D'am meno ne heug ket hon den "dianav" ouzh ar galleg pa servij da zispakañ kunujennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Mez 2019 da 08:53 (UTC)[respont]

Trugarez deoc’h. Klask a rin lakaat ar pennadoù da vezañ komprenusoc’h, d’an nebeutañ. Huñvreüs (kaozeal) 27 Mez 2019 da 10:34 (UTC)[respont]