Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2022
25/04/2022 — 01/05/2022
kemmañLes prochaines étapes du processus du Code de Conduite Universel (UCoC) et de ses directives d'application.
kemmañLe comité des Affaires Communautaires du conseil d'administration de la Wikimedia Foundation souhaite remercier tous ceux et celles qui ont participé au vote de la communauté sur les directives d'application du Code de Conduite Universel (UCoC).
Le groupe de scrutateurs bénévoles a terminé la vérification de l'exactitude du vote et a indiqué que le nombre total de votes reçus était de 2 283. Sur les 2 283 votes reçus, un total de 1 338 (58,6 %) membres de la communauté ont voté pour les directives d'application et un total de 945 (41,4 %) membres de la communauté ont voté contre. En outre, 658 participants ont laissé des commentaires, dont 77 % étaient rédigés en anglais.
Nous reconnaissons et apprécions la passion et l'engagement dont les membres de la communauté ont fait preuve pour créer une culture sûre et accueillante qui met fin aux comportements hostiles et toxiques, soutient les personnes visées par ces comportements et encourage les personnes de bonne foi à être productives sur les projets Wikimedia.
Même à ce stade où le processus n'est pas encore achevé, cela est évident dans les commentaires reçus. Bien que les directives d'application aient atteint le seuil de soutien nécessaire pour que le conseil d'administration les examine, nous avons encouragé les électeurs, quel que soit leur vote, à faire part de leurs commentaires sur les éléments des directives d'application qui, selon eux, devaient être modifiés ou corrigés, ainsi que sur les raisons de ces modifications, au cas où il semblerait judicieux de lancer une nouvelle série de modifications qui répondraient aux préoccupations de la communauté.
Le personnel de la Fondation qui a passé en revue les commentaires, nous a informés de certains des thèmes émergents, et en conséquence, nous avons décidé, en tant que Comité des Affaires Communautaires, de demander à la Fondation de reconvoquer le comité de rédaction et d'entreprendre un autre engagement communautaire pour affiner les directives d'application sur la base des commentaires de la communauté reçus lors du vote qui vient de se terminer.
Pour plus de clarté, ces commentaires ont été regroupés en 4 sections comme suit :
- Identifier le type, le but et l'applicabilité de la formation ;
- Simplifier la langue pour faciliter la traduction et la compréhension par les non-experts ;
- Explorer le concept d'affirmation, y compris ses avantages et ses inconvénients ;
- Revoir les rôles contradictoires de la vie privée/protection des victimes et du droit d'être entendu.
D'autres questions peuvent émerger au cours des conversations, et en particulier au fur et à mesure de l'évolution du projet de directives d'application, mais nous considérons que ce sont les principaux domaines de préoccupation des électeurs, électrices et nous demandons au personnel de faciliter l'examen de ces questions. Après un engagement plus poussé, la Fondation devrait organiser à nouveau le vote de la communauté pour évaluer le projet de directives d'application remanié afin de voir si le nouveau document est alors prêt pour sa ratification officielle.
De plus, nous sommes conscients des préoccupations relatives à la note 3.1 du Code de Conduite Universel. Nous demandons à la Fondation de faciliter la révision de cette note afin de s'assurer que le texte répond à ses objectifs de soutien à une communauté sûre et inclusive, sans attendre la révision prévue de l'ensemble du texte à la fin de l'année.
Encore une fois, nous remercions toutes celles et tous ceux qui ont participé, qui ont réfléchi à ces enjeux cruciaux et difficiles et qui ont contribué à de meilleures approches dans l'ensemble du mouvement pour bien travailler ensemble.
Bien à vous,
Rosie
Rosie Stephenson-Goodknight (she/her)
Présidente par intérim du Comité des Affaires Communautaires
Conseil d’administration de la Fondation Wikimédia
MPossoupe (WMF) 25 Ebr 2022 da 10:11 (UTC)
Adlakaat ar saozneg e lec’h ar galleg dre ziouer evit ar wikioù brezhonek
kemmañTamm ha tamm e teu gerioù ha frazennoù gallek en etrefas ar wiki.
Skouerioù
kemmañTikedennoù révocation
kemmañUrzhiañ par pertinence
kemmañPajenn kaozeal supprimée ensemble avec la page associée evit ur motif
kemmañKinnig
kemmañSkrivet eo ar meziant MediaWiki e saozneg, ha troet war-lerc’h gant ar gumuniezh (pe gant kalz re nebeut tud eus ar gumuniezh, evit bezañ resisoc’h). Neuze e tlefe dont gerioù saoznek. Pell zo, avat, eo bet kinniget ober gant ar galleg dre ziouer er wikioù brezhonek, ha kadarnaet eo bet ar c’hemm daoust da eneberezh Fulup ha Y-M D. Neuze, pa n’eo ket troet ur ger pe ur frazenn, eo diskwelet e galleg.
Pelec’h emañ an dalc’h, a lavarit? N’eus nemet treiñ. Met evit lakaat gerioù saoznek e brezhoneg eo aozet ar meziant a reer gantañ, n’eo ket evit mont dre un trede yezh. Klask orin saoznek gerioù gallek ha treiñ anezho zo un afer all. Ret eo ober gant Special:SearchTranslations: kalz hiroc’h eo, kalz skuizhusoc’h; ha gant se eo kalz aesoc’h ober fazioù. Re eo evidon, ne fell ket din kenderc’hel da dreiñ.
Setu perak e kinnigan adlakaat ar saozneg dre ziouer. Ne raio poan da zen ebet peogwir eo bet troet al lodenn vrasañ eus an etrefas dija, neuze ne vo gwelet nemet brezhoneg gant an dud nevez-deuet; ha kalz aesoc’h e vo kenderc’hel da dreiñ. Ne c’hell ket ur merour hen ober, ret eo goulenn ouzh an diorroerien. Met ret e vo diskouez kenasant ar gumuniezh: hep a-walc’h respontoù ne vo graet netra. Petra a soñj deoc’h?
English: this is a discussion about whether to switch back the default language to English for Breton wikis.
- Hervez kinnig. Huñvreüs (kaozeal) 25 Ebr 2022 da 12:12 (UTC)
- ma c'hell sikour an treiñ. Lekemok (kaozeal) 25 Ebr 2022 da 19:44 (UTC)
- Evel-just --Kadwalan (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 12:10 (UTC)
- Pet mouezh a-du a vefe a-walc'h ? --Kadwalan (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 11:18 (UTC)
- Ret eo diskouez kenasant ar gumuniezh, ne soñj ket din ez eus ur reolenn resisoc’h. Evit poent n’eus nemet teir: gallout a rafe bezañ re nebeut, ’m eus aon. Huñvreüs (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 11:58 (UTC)
- Rankout a ran lavarout on souezhet, met petra ober… Neuze ez aio an droidigezhioù da vreinañ tamm ha tamm. Klasket am eus. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 06:48 (UTC)
- Dav eo plegañ gant degouezh ar wiki-mañ : nebeud a vouezhioù a vez alies... Ma vez ret gedal ar re all ne gasimp tra war-raok. Embannet eo bet, teir mouezh a-du dija, ma fell d'unan enebiñ en dije gellet ober dija. Din-me eo mat da gas war-raok. Lekemok (kaozeal) 3 Mae 2022 da 07:18 (UTC)
- Peurliesañ eo digudenn kaout nebeut a vouezhioù, met er wech-mañ e ranker mont dirak an diorroerien hag, emichañs, a-enep an den en deus kaset ar c’hemm davet ar galleg. Ouzhpenn-se e ranker aozañ ur goulenn kendeuziñ (merge request, n’ouzon ket penaos e vez lavaret e predereg) hag ober war he dro, diaesoc’h hag hiroc’h eo evit al lodenn vrasañ eus ar goulennoù teknikel. N’on ket sur e talv ar boan hen ober mard eo ken aes lavarout din n’am eus ket un diazez solut a-walc’h evit ma vefe asantet. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 08:32 (UTC)
- Ya, simploc'h hag onestoc'h eo ober gant ar yezh orin p'eo honnez a c'heller kaout fiziañs dibleg enni. --Ch. Rogel (kaozeal) 25 Mez 2022 da 21:32 (UTC)
- Peurliesañ eo digudenn kaout nebeut a vouezhioù, met er wech-mañ e ranker mont dirak an diorroerien hag, emichañs, a-enep an den en deus kaset ar c’hemm davet ar galleg. Ouzhpenn-se e ranker aozañ ur goulenn kendeuziñ (merge request, n’ouzon ket penaos e vez lavaret e predereg) hag ober war he dro, diaesoc’h hag hiroc’h eo evit al lodenn vrasañ eus ar goulennoù teknikel. N’on ket sur e talv ar boan hen ober mard eo ken aes lavarout din n’am eus ket un diazez solut a-walc’h evit ma vefe asantet. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 08:32 (UTC)
- Dav eo plegañ gant degouezh ar wiki-mañ : nebeud a vouezhioù a vez alies... Ma vez ret gedal ar re all ne gasimp tra war-raok. Embannet eo bet, teir mouezh a-du dija, ma fell d'unan enebiñ en dije gellet ober dija. Din-me eo mat da gas war-raok. Lekemok (kaozeal) 3 Mae 2022 da 07:18 (UTC)
- Rankout a ran lavarout on souezhet, met petra ober… Neuze ez aio an droidigezhioù da vreinañ tamm ha tamm. Klasket am eus. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 06:48 (UTC)
- Ret eo diskouez kenasant ar gumuniezh, ne soñj ket din ez eus ur reolenn resisoc’h. Evit poent n’eus nemet teir: gallout a rafe bezañ re nebeut, ’m eus aon. Huñvreüs (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 11:58 (UTC)
- Pet mouezh a-du a vefe a-walc'h ? --Kadwalan (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 11:18 (UTC)
Gwir o deus an IPoù da reiñ o ali ivez ?--2A01:CB08:8BB7:F100:2954:8CB7:CEB1:4BEA 3 Mae 2022 da 07:40 (UTC)
- Ya. Digor eo ar rann, n’eo ket un dilennadeg. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 08:32 (UTC)
- Va ali hepken, n'eo ket dre ret hini ar re all : n'eus tamm diaezamant ebet din e vije roet o ali gant an implijerien IP. Mouezhiañ ne c'heller ket ober, met lavaret e soñj a c'heller ober atav. Lekemok (kaozeal) 3 Mae 2022 da 08:30 (UTC)
- Kalz re soutil deomp :-). 2A01:CB08:8BB7:F100:FCB6:5D53:D2E1:1DA4 3 Mae 2022 da 09:08 (UTC)
- Marteze e vefe moaien da c'houlenn gant an implijerien a gemer perzh c'hoazh votiñ amañ gant ur gerig lakaet war o fajenn kaozeadenn ? N'on ket sur e teu pikol tud amañ ... --Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 09:50 (UTC)
- Gra evel a gredes ober, chom a ra digor ar rann. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 11:19 (UTC)
- Gallout a reer kas ur gerig d'an holl genlabourerien oberiant war ar bajenn stadegoù-se evit ar mizioù tremenet .--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 13:47 (UTC)
- 👍 Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:12 (UTC)
- Graet em eus evit miz Ebrel ha miz Meurzh Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 14:41 (UTC)
- 👍 Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:12 (UTC)
- Gallout a reer kas ur gerig d'an holl genlabourerien oberiant war ar bajenn stadegoù-se evit ar mizioù tremenet .--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 13:47 (UTC)
- Gra evel a gredes ober, chom a ra digor ar rann. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 11:19 (UTC)
- Marteze e vefe moaien da c'houlenn gant an implijerien a gemer perzh c'hoazh votiñ amañ gant ur gerig lakaet war o fajenn kaozeadenn ? N'on ket sur e teu pikol tud amañ ... --Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 09:50 (UTC)
- pep hini e ali met evidon eo aesoc'h treiñ eus galleg war-eeun hep implij soazneg evel un trede yezh (n'eus ket ezhomm "Klask orin saoznek" ha n'eus ket ezhomm implij Special:SearchTranslations, aes eo da cheñch ar yezh en URL : MediaWiki:Right-bot/br -> MediaWiki:Right-bot/en pe MediaWiki:Right-bot/zh :P ). En tu-all, evit al lennerien e aesoc'h da gompren galleg eget soazneg, neketa ? A galon, VIGNERON (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:19 (UTC)
- @VIGNERON: Ya, pa ouzer anv ar bajenn (MediaWiki:Right-bot er skouer-mañ) eo digudenn. Met n’eo ket diskwelet an anv-mañ an etrefas, setu perak ez eus kaoz eus Special:SearchTranslations.
- evit al lennerien e aesoc'h da gompren galleg eget saozneg, neketa ? N’eo ket evidon peogwir on boazet labourat e saozneg, ha lakaat a ra diaes din ober gant ar brezhoneg. Peogwir eo ar brezhoneg ur yezh desket eo diaes din ober ganti pa vez galleg (ma yezh-vamm) en-dro. Anevezout a ran tud all evel-se.
- Seblantout a rez gouzout penaos ober gant ar benveg treiñ, neuze, sed amañ ur skouer. Evit poent e c’haller lenn marilh ar sil a-enep ar gwallimplij amañ: Dibar:Journal du filtre antiabus (pegen brav en ur wiki brezhonek). Ha gallout a rafes displegañ din penaos lakaat an dra-se e brezhoneg? Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:44 (UTC)
- @Huñvreüs: n'eo ket faos... Gant ar c'hod yezh "qqx" vet kavet anv ar pajenn Mediawiki, da skouer https://br.wikipedia.org/wiki/Degemer?uselang=qqx Dibar:Journal du filtre antiabus n'eo ket troet e translatewiki.net (mont vont da glask ar restr setting pe n'ouzon ket petra c'hoazh). Evidon ivez vez aes kompren ar soazneg met sonjal a ran en darn vrasañ al lennerien (4 million gwel pep mizh). A galon, VIGNERON (kaozeal) 3 Mae 2022 da 16:05 (UTC)
- Kalz nebeutoc'h a labour a vez o tremen dre ar saozneg pa gempenner pajennoù an etrefas dre ma kerzh atav un darn vras eus ar c'hod e saozneg amañ e-skoaz pa skrivfes ar c'hod e galleg ne labour ket mat peurliesañ. Abalamour da se e vez aesoc'h tremen dre ar saozneg da'm soñj. Ha torr-penn eo gwelet galleg bountet warnomp amañ ouzhpenn.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 16:20 (UTC)
- Kavout a ran gwelloc’h treiñ diwar ar yezh orin, da lavarout eo ar saozneg, evit treiñ un droidigezh. A-üs am eus meneget ur skouer splann eus un droidigezh gamm: supprimée ensemble avec la page associée (ha gallek eo an dra-mañ?). Kalz aesoc’h eo treiñ Deleted together with the associated page, ur frazenn skrivet e saozneg yac’h. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 18:46 (UTC)
- Kompren a ran e tisplij da lod gwelet tammoù galleg er Wikipedia brezhonek. Met daoust ha gouzout a ra an darn vrasañ eus an implijerien amañ saozneg ken mat ha galleg ? N'eo ket sur ; soñj am eus c'hoazh eus Implijer:Sad Edgar hag a lavare e oa reizh "Welcome at the Breton Wikipedia"... ;-). Galleg pe saozneg, ne ran ket kalz a forzh, ar pezh a gont eo lakaat brezhoneg e-lec'h ar yezhoù estren-se, ar c'hentañ ar gwellañ. --Llydawr (kaozeal) 4 Mae 2022 da 08:13 (UTC)
- A-du emaon evel-just evit ma tistrofemp d'ar saozneg hag evit meur a abeg. En ur c'heñver filozofel da gentañ-penn a lavarfen. Unan eus tuoù mat Wikipedia eo lakaat ar brezhoneg a-live gant holl yezhoù all ar bed. Rediañ ac'hanomp da dremen dre ar galleg a dalvez tennañ diganeomp hor statud a yezh leun. En ur mod eo adober ac'hanomp yezherien ur yezh rannvroel stag a-viskoazh ha da viken ouzh ar galleg. Ar gwir hon eus d'en em zieubiñ diouzh ar bed galleger ha, da'm meno setu aze unan eus pennabeg ar wikipedia brezhoneg. An eil tra en deus lakaet ac'hanon diaes eo eo bet forset ar galleg warnomp gant ur paotr eus Italia ma'm eus soñj mat just a-walc'h peogwir en doa-eñ divizet en hor plas peseurt yezh a oa mat deomp ha pehini ne oa ket. Padal ne oa ket bet goulennet cheñch ar yezh dre ziouer gant wikipedour brezhonek ebet. Unan eus arguzennoù meur an den-se a oa lavaret deomp e kreskfe hep mar an niver a dud o skrivañ pennadoù war ar wikipedia brezhoneg da heul e cheñchamant. Ne greden ket en arguzenn-se ha n'on ket bet dislavaret gant ar fedoù. N'eo ket kresket an niver a wikipedourien vrezhonek gant an diviz-se, a zo sur, met gwashañ pezh zo, digresket eo an niver a dud o treiñ an etrefas war ar pemdez gant an diaez m'eo bremañ gouzout petra zo da dreiñ rak diwar ar saozneg e troer ar c'hemennoù evel m'eo bet displeget uheloc'h. 3 zra mat d'ar saozneg neuze : lakaat ac'hanomp da vezañ emren diouzh ar bed galleg ha merañ hon aferioù ni hon-unan, bezañ gouest da gavout aes an troiennoù zo da vezañ troet hag ober war o zro, broudañ an dud da dreiñ muioc'h ha fonnusoc'h evit ma vo an etrefas ar sklaerañ posupl.--Fulup (kaozeal) 4 Mae 2022 da 12:20 (UTC)
- Oberiant eo an den-mañ c’hoazh, hag emichañs e vo a-enep ar ginnig. Ne vo ket kalz amzer din er sizhun a zeu, neuze e kavan gwelloc’h gortoz betek ar 14 evit ober ar goulenn ouzh an diorroerien evit bezañ amañ da ober war he dro. Hag evel-se e vo amzer evit mouezhioù nevez. Huñvreüs (kaozeal) 4 Mae 2022 da 13:25 (UTC)
- Evit an hevelep abegoù displeget uheloc'h --Undenbennak (kaozeal) 12 Mae 2022 da 12:10 (UTC)
- Gwell eo din un etrefas saoznek eget unan gallek.
- Tamm-ha-tamm e c'heller e dreiñ e brezhoneg, met kalz labour zo : pa gliker war al liamm "Skoazell", da skouer, e vezer kaset d'ar bajenn-mañ ; pegeit evit treiñ an holl bennadoù a dizher dre ar bajenn-se hepken ?
- Un diskoulm a vefe sevel ur bodad-treiñ ; a-du on evit kemer perzh.
- Вільна Україна! — Alan Dipode (kaozeal) 12 Mae 2022 da 16:22 (UTC)
Trugarez d’an holl. Krouet am eus ar goulenn kendeuziñ. @VIGNERON: Kemmet am eus anvioù pajennoù ar sil a-enep ar gwallimplij ivez en ur goulenn kendouziñ all (asantet dija). @Alan Dipode: Sevel ur bodad-treiñ zo ur soñj mat-kennañ, gwelet a vo penaos ober. Huñvreüs (kaozeal) 13 Mae 2022 da 17:13 (UTC)
- A-du evel-just. Kaer hon doa bet tallañ gant Fulup poent zo bet e oa divizet lakaat galleg deomp. --Y-M D (kaozeal) 14 Mae 2022 da 14:18 (UTC)
- War a seblant am eus kavet penaos degas en-dro ar re a oa aet kuit 😁. Donemat dit en-dro! Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 14:45 (UTC)
@Lekemok, Kadwalan, Dishual, VIGNERON, Llydawr, Fulup, Undenbennak, Alan Dipode, ha Y-M D: Evel a soñjen e fell da adlenner ar goulenn kendeuziñ gouzout hiroc’h (klikit war unresolved). Ma fell deoc’h displegañ ho soñj dezhañ e saozneg e c’hellit hen ober. Ne reer ket eno gant ar memes kont hag amañ, met gant ur gont diorroer. Pe gallout a rit skrivañ amañ, meneget am eus ar bajenn-mañ eno. D’am soñj e vefe ar muiañ ar gwellañ, nemet e ranker chom hep bezañ tagus. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 14:45 (UTC)
- Krouet em eus ur gont met n'ouzon ket e pelec'h respont er bajenn ... Kadwalan (kaozeal) 14 Mae 2022 da 15:16 (UTC)
- @Kadwalan: Gwir eo n’eo ket aes. Setu penaos ober, pe d’an nebeutañ penaos am eus graet, n’on ket boazet ober gant Gerrit e seurt ebet.
- Klik amañ evit bezañ kaset d’ar gaozeadenn.
- Klik war Reply e traoñ ar bajenn evit krouiñ ur brouilhed nevez.
- Skriv da gemennadenn. Klik war Save evit enrollañ anezhi.
- Pa out prest da gas ar gemennadenn, pouez war douchenn A ar c’hlaouier (pegen aes da zivinout, neketa?).
- Bremañ e c’hellez kas ar gemennadenn da vat.
- N’ouzon ket perak eo ken luziet, met e-giz-se emañ. A-benn nebeut e vo graet gant Gitlab, a zo kalz aesoc’h d’ober gantañ. Huñvreüs (kaozeal) 14 Mae 2022 da 16:58 (UTC)
- War a-seblant oc'h deuet a-benn lakaat ar saozneg dre ziouer. Gourc'hemmenoù deoc'h. Undenbennak (kaozeal) 15 Mez 2022 da 08:23 (UTC)
- Trugarez! Ya, asantet eo bet. Ma fell dit treiñ e c’hellez krouiñ ur gont war [https://translatewiki.net/ Translatewiki] ha kregiñ ganti. Huñvreüs (kaozeal) 15 Mez 2022 da 08:36 (UTC)
- War a-seblant oc'h deuet a-benn lakaat ar saozneg dre ziouer. Gourc'hemmenoù deoc'h. Undenbennak (kaozeal) 15 Mez 2022 da 08:23 (UTC)
- @Kadwalan: Gwir eo n’eo ket aes. Setu penaos ober, pe d’an nebeutañ penaos am eus graet, n’on ket boazet ober gant Gerrit e seurt ebet.
Moliac’h / Fantasy / Fantastique
kemmañImplijet eo ar ger moliac’h, e Rummad:Moliac'h, evit talvezout fantasy, ha n’eus rummad ebet evit fantastique. N’on ket sur eo reizh, war a seblant e talvezfe moliac’h kentoc’h fantastique, ha gallout a rafe ar ger fantasy chom evel m’emañ, hep bezañ troet, evel e galleg ha yezhoù all. Petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 10:16 (UTC)
- Moliac'h zo fantastique din-me ya. Fantasy zo mat din. Lekemok (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 10:18 (UTC)
- Moliac'h zo termenet "prodige, merveille, conte" e Geriadur istorel ar brezhoneg gant R. Hemon, "prodige, merveille" e DEVRI, "darvoud pe zanevell varzhus" e Geriadur broadel ar brezhoneg, "merveille" e geriadur R. ar Glev. Abalamour da se e seblant din e tenn muioc'h d'ar "fantasy" (danevelloù moliac'hus me marzhus, gant strobinellloù, sorserien, majed, gobilined, elfed, erevent, unkorneged, bleizgarved) evit d'ar "fantastique" (darvoudoù iskis dreist-natur, digomprenus, skrijus, teuzed, hunvreoù, millhendalloù, dasorc'hidigezhioù, diaouled pe arc'houereed, traezoù deut da vezañ bev). En desped d'ar choaz graet gant Termofis d'ober gant ar ger moliac'h evit fantastique ha fantazi evit Fantasy. Kavout a ran gwelloc'h moliac'h(où) pe fantazi eta. --Kadwalan (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 15:10 (UTC)
- Seblantout a rafe din moliac’h talvezout merveilleux neuze, pezh n’eo ket ar memes tra ha fantasy. Da skouer, Hansel ha Gretel zo ur gontadenn merveilleux, met Aotrou ar Gwalennoù zo un istor fantasy. Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 07:02 (UTC)
- Ya, gwir eo eo klot gwell. Kavout a ran gwelloc'h fantazi evit fantasy avat. Hag evit "fantastique" e c'hallfemp mont da-heul ar wrizienn etrebroadel hag ober gant fantasteg/k. Kadwalan (kaozeal) 30 Ebr 2022 da 00:29 (UTC)
- Seblantout a rafe din moliac’h talvezout merveilleux neuze, pezh n’eo ket ar memes tra ha fantasy. Da skouer, Hansel ha Gretel zo ur gontadenn merveilleux, met Aotrou ar Gwalennoù zo un istor fantasy. Huñvreüs (kaozeal) 28 Ebr 2022 da 07:02 (UTC)
Meul (meul, 1924), s. m., louange, répond au gallois
[...]
meul + -eriss. Meuliezh (molieh, 1716), s. f., prodige, de
meul + -iezh, identique au gallois mawliaeth. Meuliezhus
[...].
Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, pajenn 508a.
A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:D1B7:396D:C88D:D208 28 Ebr 2022 da 08:48 (UTC)
- Mat e vefe goût petra vez graet eus an holl c'herioù-se e levrioù Diwan ivez --Kadwalan (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 10:40 (UTC)
- N'ouzon ket ha kalz levrioù a vez embannet gant Diwan, met lod a zeu moarvat eus ti TES; Bianchi-Bihan (kaozeal) 29 Ebr 2022 da 10:42 (UTC)
Appel à candidatures pour les élections 2022 du conseil d'administration
kemmañBonjour,
Les candidatures pour l'élection de nouveaux administrateurs et de nouvelles administratrices au conseil d'administration de la Wikimedia foundation sont ouvertes.
Cette année, 2 administrateurs.trices seront élu.es. C'est l'occasion d'améliorer la représentativité, la diversité et l'expertise au sein du Conseil.
Les sièges à pourvoir cette année ont été précédemment sélectionnés par les affiliés. Cette année, une méthode différente sera utilisée :
- Les candidats et candidates soumettent leur candidature avant le 9 mai ; ce délai peut être légèrement prolongé.
- Tout membre de la communauté peut se présenter s'il remplit les conditions décrites ici.
- Les affiliés votent pour retenir six (6) noms à partir de la liste.
- Chaque affilié dispose d'une voix. Le vote des affiliés devrait avoir lieu au début du mois de juillet.
- La communauté vote pour élire deux des six candidat.es présélectionné.es.
- Le vote de la communauté doit commencer le 15 août et se terminer le 29 août.
- Le conseil d'administration nommera les deux candidat.es nouvellement élu.es.
- Cette dernière étape, qui conclura le processus électoral, devrait avoir lieu au début du mois d'octobre 2022.
Vous connaissez une candidate potentielle ou un candidat potentiel ? Encouragez-les à se présenter !
Vous êtes une candidate potentielle ou un candidat potentiel ? N'hésitez pas à candidater !
Plus de détails sur cette page Meta-wiki
Merci pour votre soutien !
L'équipe Stratégie et Gouvernance du mouvement au nom du comité des élections et du conseil d'administration.
MPossoupe (WMF) 26 Ebr 2022 da 16:42 (UTC)
Infobox Unpenniezh
kemmañGourc'hemennoù ha trugarez d'ar re o devoa kemeret perzh el labour talvoudus-mañ ! A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:9DDF:5725:D3F4:C209 27 Ebr 2022 da 09:05 (UTC)
Parlons des améliorations de l'interface ordinateur
kemmañBonjour !
Avez-vous remarqué que certains wikis ont une interface pour ordinateur différente ? Vous êtes curieux de connaître les prochaines étapes ? Vous avez peut-être des questions ou des idées concernant le design ou les aspects techniques ?
Participez à une réunion en ligne avec l'équipe qui travaille aux améliorations de l'interface pour ordinateur de bureau ! La rencontre aura lieu le 29 avril 2022 à 13:00 et 18:00 UTC sur Zoom et aura une durée d'une heure. Cliquez ici pour vous inscrire. ID de la réunion : 88045453898. Numéros de téléphone locaux.
Ordre du jour
- Point d’information sur les développements récents
- Questions et réponses, discussion
Format
La réunion ne sera ni enregistrée ni diffusée. Les notes seront prises dans un fichier Google Docs. Cette réunion sera animée par Olga Vasileva (la chef d'équipe). La partie de présentation sera en langue anglaise.
Nous pouvons répondre aux questions posées en français, italien (seulement à 18:00 UTC), anglais et polonais (aux deux réunions). Si vous préférez poser vos questions en avance, ajoutez-les dans la page de discussion ou envoyez-les à sgrabarczuk@wikimedia.org.
Lors de cette réunion, la Politique des Espaces Conviviaux et le Code de Conduite pour les Espaces Techniques Wikimédia s'appliquent. Zoom n'est pas soumis à la Politique de confidentialité de WMF.
Nous espérons vous voir ! SGrabarczuk (WMF) (discuter) 27 Ebr 2022 da 13:12 (UTC)
Coming soon: Improvements for templates
kemmañHello, more changes around templates are coming to your wiki soon:
The template dialog in VisualEditor and in the 2017 Wikitext Editor (beta) will be improved fundamentally: This should help users understand better what the template expects, how to navigate the template, and how to add parameters.
In syntax highlighting (CodeMirror extension), you can activate a colorblind-friendly color scheme with a user setting.
Deployment is planned for May 10. This is the last set of improvements from WMDE Technical Wishes' focus area “Templates”.
We would love to hear your feedback on our talk pages!