Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2022
18/04/2022 — 24/04/2022
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhun eus 2022 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Pennadoù mat
kemmañArsa, tudoù, emichañs ez a mat an traoù ganeoc'h. Emeur o klask kas afer ar pennadoù mat war-raok. Evit-se 'm eus lakaet kriterioù ur pennad mat ar wiki saoznek e brezhoneg. Me a gav ganen eo ur bazenn solut, met ma weloc'h traoù da wellaat, kinnigit mar plij ! Evit ar mont en-dro, kinniget eo bet e vije dieub pep hini da ginnig ur pennad ma touj d'ar c'hriterioù-se, da vezañ kadarnaet gant unan all da c'houde, peotramant da c'houlenn resisadurioù ma weloc'h ne touj ket d'an holl griterioù. Gwelloc'h eo eget sevel ur votadeg a gavomp. Roit ho soñj mar plij ! -- Lekemok (kaozeal) 18 Ebr 2022 da 09:09 (UTC)
Raktres Karta pennadoù mat
kemmañC'hwec'h kriter ar pennad mat
Ur pennad mat zo :
- Skrivet brav :
- Sklaer eo an destenn, kompren a reer buan, tout an dud a c'hell kompren. Skrivet eo diouzh reolennoù yezh ar brezhoneg, hag e peurunvan ;
- Gwiriekaat a c'heller ober, ha n'eus tamm enklask nevez ebet.
- Ul listennad mammennoù zo, kinniget sklaer.
- An arroudennoù zo bet tapet diwar mammennoù sirius, ha pa vije kaozioù un den, stadegoù, embannoù kontrol d'ar pezh a ouezer hag a c'hell bezañ tabutet peotramant danvez diwar-benn an dud bev c'hoazh. Ar pennadoù skiantel a rankfe heuliañ penn-reolennoù embann ar skolioù-meur ;
- Ne'z eus ket a enklask nevez ;
- N'eo ket bet torret reolennoù ar c'hopyright ha n'eus ket bet a fripiñ (laeret danvez enklaskoù unan bennak hep menegiñ eus a belec'h e teu) ;
- Ledan e chom an dachenn :
- Kaoz a zo eus perzhioù pennañ ar sujed ;
- Chom a ra koñsañtret war ar sujed hep mont re dre ar munut (a c'hello bezañ danvez ur pennad all).
- Neptu : skeudennet eo ar savboentoù en ur mod feal, hep bezañ biziezet, o lakaat kempouez etrezo.
- Stabil : ne cheñch ket kalz a zeiz da zeiz abalamour m'emañ war ar stern c'hoazh peotramant ez eus ur brezel-embann pe tabut warnañ.
- Skeudennaouet, ma c'heller, gant a-bep seurt mediaoù : skeudennoù, video, son.
- Kinniget eo ar mediaoù gant statud o c'hopyright ;
- Gwiriekaet eo hag-eñ e c'heller implijet anezho ;
- Klotañ a ra ar mediaoù ouzh danvez ar pennad, hag alc'hwezet mat int.
-- Lekemok (kaozeal) 18 Ebr 2022 da 09:09 (UTC)
- D’am soñj e vefe mat aotreañ an implijerien graet X degasadenn ganto da nebeutañ ha krouet o c’hont Y miz zo da nebeutañ da lakaat ar pennad da vat, ha n’eo ket an holl. Rankout a rafe ivez an den a gadarn (pe na gadarn ket) ar pennad leuniañ ur seurt folenn evit displegañ e abegoù: petra a vank, petra n’eo ket mat (ha petra a zo mat ivez). Rankout a rafe bezañ sklaer eo pal an afer-mañ gwellaat ar pennadoù, ha n’eo ket barnañ o saverien. Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:48 (UTC)
- Ya, a-du krenn on. Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:59 (UTC)
Participez aux conversations publiques sur le Plan annuel de la Wikimedia Foundation avec Maryana Iskander
kemmañBonjour,
Les équipes Communication interne et Stratégie et gouvernance du mouvement vous invite à discuter du Projet annuel 2022–23 de Wikimedia Foundation, un document définissant le travail à faire pour la Wikimedia Foundation.
Ces conversations publiques s’inscrivent dans la « tournée d’écoute » de la directrice générale de la Wikimedia Foundation, Maryana Iskander.
Les conversations publiques portent sur les points suivants :
- La Stratégie 2030 du mouvement Wikimedia définit nos orientations vers la « connaissance comme service » et « l’équité des connaissances ». La Wikimedia Foundation veut définir son projet selon ces deux objectifs. Comment, selon-vous, la Wikimedia Foundation doit-elle les appliquer à notre travail ?
- La Wikimedia Foundation continue d’étudier la meilleure manière de travailler au niveau régional. Notre régionalisation s’est accentuée dans des domaines tels que les subventions, les nouvelles fonctionnalités et les consultations communautaires. Qu’est-ce qui fonctionne bien ? Qu’est-ce que nous pouvons améliorer ?
- Tout le monde peut contribuer au processus de la Stratégie du mouvement. Mettons en commun nos activités, idées, demandes et les leçons que nous avons appris. Comment la Wikimedia Foundation peut-elle soutenir davantage les bénévoles et organisations affiliées qui travaillent sur la Stratégie du mouvement ?
Vous pouvez consulter le calendrier des visioconférences sur Meta-Wiki.
Les informations seront disponibles dans plusieurs langues. Chaque visioconférence sera ouverte à toutes celles-et-ceux qui le souhaitent. Une interprétation en direct sera disponible pour certaines visioconférences.
Bien cordialement,
MPossoupe (WMF) 20 Ebr 2022 da 07:26 (UTC)
Emaon klask sevel ur patrom infoboest da lakaat war pajennoù ar rouaned, impalaerien ha duked all (sellet amañ), met strobet on gant un dra bennak. Ne zeuan ket a-benn da lakaat a-seurt ne vezo ket gwelet an titouroù nann-leuniet. Hag unan barrekoc'h egedon a c'hellje teuler ur sell ha diskouez din penaos ober ? A galon -- Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:39 (UTC)
- Er pennad Romulus Augustus, n’eo ket leuniet Tad ha ne welan ket al linenn Tad en infobouest, neuze e seblant din mat an traoù. Marteze ne gomprenan ket ar goulenn? Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:51 (UTC)
- Aze 'mañ an dalc'h : leuniet ez eus bet meur a linenn ha ne weler ket dre m'em boa lakaet patromoù #if. Met me 'garje gwele anezho pa vezont leuniet, ha chom hep gwelet anezho pa ne vezont ket leuniet. Ne vestronian ket an ostilh #if gwall vat kea. {{Infobox Unpenniezh | skeudenn = [[Restr:Romulus Augustulus coin.png|250px|[[Solidus]] Romulus Augutus, merket :<br>DN ROMVLVS AVGVSTVS P F AVG]] | Titl = [[Impalaer roman]] er C'hornôg | Ren = {{Deiziad|31|Here|475}}<br>{{Deiziad|4|Gwengolo|476}} | A-raok = [[Julius Nepos]] | Ganet = w.d. [[465]]<br>[[Pannonia]] ? | Marvet = Goude 511 (?) | Tad = [[Flavius Orestes]] | Relijion = [[Kristeniezh|Kristeniezh nikean]] }}
- -- Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:55 (UTC)
- Kompren a ran. Leuskel a ran Patroller engineer klask sikouriñ, gallout a rin hen ober ivez ma ’z eus ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 10:02 (UTC)
- Salud dit — Merzet em eus ned a ket ar patrom en-dro pa'm eus e arnodet gant Anna Breizh (netra ne zeu war-wel goude "Tad", da skouer). Menegoù diezhomm zo en daolenn, ha lod a vank hep mar ebet ! Klask a rin skoazellañ fenoz goude ma labour. Patroller engineer (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:55 (UTC)
- Bennozh dit ! Intereset e vezo gwelet da reizhadennoù, ne'z eus ket kalz a skiant-prenet ganen c'hoazh. Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:57 (UTC)