Lekemok
Kemennadenn gentañ
kemmañSalut, nullet em eus ar cheñchamant az poa graet er pennad Breizh. Naoned ha Gwened zo kerioù-penn istorel ar vro, Roazhon ha Naoned zo kerioù-penn rannvroioù melestradurel hiriv an deiz. A galon. --Arko 30 Kzu 2008 da 10:09 (UTC)
- An anvioù lakaet ganin er pennad a gaver er geriadurioù brezhonek: sell mat. An anvioù lakaet ganit a seblant bezañ ijinet ganit. Neuze e vo lakaet an anvioù mat adarre. Bianchi-Bihan 3 Gou 2009 da 20:58 (UTC)
Mercedes
kemmañSalud dit ! Reizhet em eus an anv-gwan "alamanat" a gaver er pennad. "Alaman" eo an anv-gwan evit an traoù eus Alamagn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 11:29 (UTC)
- Mat eo, trugarez ! Gouzout a rin an dra-se ar wech a zeu. Lekemok (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 12:19 (UTC)
Maserati
kemmañSalut dit,
Ouzhpennet am boa al lec’hienn ofisiel war Maserati. Un goullen am beus : ne vefe ket « tridant Neptunus » e-plas « feunteun Neptunus » ?
A gln, VIGNERON (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 11:36 (UTC)
- Ya, trident Neptunus eo, skrivet am eus re vuan. C'hoant am boa lakaat "trident awenet gant feunteun Neptunus". Trugarez ! Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 15:43 (UTC)
hello)
kemmañi've added link to a commons category here, and i would love to know if it is okay for me to replace the picture used in the article with this, f.ex. as it seems to me that the one used is not really free)) i am sorry to disturb the very you, but i was just looking for an active en-speaking user on your wiki via Kemmoù diwezhañ)) i would appreciate any help you can provide me with, be it explanation of picture-related policy here, actual actions or whatever :) --antanana 5 Her 2012 da 19:40 (UTC)
- I think you should post this on this page, it is more appropriate. But thank you for helping us. Lekemok (kaozeal) 23 Her 2012 da 05:58 (UTC)
Degemer
kemmañSalud dit ! Ur patrom graet a-ratozh evit degemer an dud nevez (Kaozeadenn Implijer:Arekussandora) zo er Wikipedia brezhonek (Degemermat nevez). A galon, Llydawr (kaozeal) 12 Du 2012 da 11:29 (UTC)
- A, setu. N'em boa ket kavet anezhañ ! Trugarez ! --Lekemok (kaozeal) 12 Du 2012 da 12:28 (UTC)
Restr:Bro-Bikt - Pictland.jpg
kemmañAr Vro-Bikt, gant ar c'hemmadur. Gwelloc'h e kavfen Bro ar Bikted. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Du 2012 da 18:35 (UTC)
- Reizhet eo bet e-barzh an deskrivadur, trugarez ! Klasket m'eus treiñ an tostañ a c'hellfe bezañ an anv saoznek Pictland. Bez ez eus Bro-Skos, Bro-C'hall, Bro-Saoz e brezhoneg, tremen a ra Bro-Bikt pe get ? Lekemok (kaozeal) 15 Du 2012 da 19:59 (UTC)
- Reizh eo treiñ Pictland gant Bro-Bikt ; anvioù-gwan eo pikt, skos, gall ha saoz. Direizh eo *Bro-Spagn pe c'hoazh *Bro-Sina evit an hevelep abeg.
- Gourc'hemennoù evit ar pennad ! — Siubhán McGunn (kaozeal) 15 Du 2012 da 21:40 (UTC)
- Trugarez ! N'eo ket klok c'hoazh, ha d'am soñj e vo ezhomm un tamm adwel e keñver ar yezh, met tamm ha tamm.... Lekemok (kaozeal) 17 Du 2012 da 22:53 (UTC)
- Amzer zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2013 da 14:48 (UTC)
- Trugarez ! N'eo ket klok c'hoazh, ha d'am soñj e vo ezhomm un tamm adwel e keñver ar yezh, met tamm ha tamm.... Lekemok (kaozeal) 17 Du 2012 da 22:53 (UTC)
- Reizh eo treiñ Pictland gant Bro-Bikt ; anvioù-gwan eo pikt, skos, gall ha saoz. Direizh eo *Bro-Spagn pe c'hoazh *Bro-Sina evit an hevelep abeg.
Evidon-me ivez eo kalz reishoc'h Bro-Bikt eget *ar vro Bikt (ha muioc'h c'hoazh eget *Ar Vro-Bikt kinniget). Met n'emaon ket gwall a-du gant Siubhán war an eil poent. "Bro-Spagn" ha "Bro-Sina" a zo reizh-kaer da'm meno, ha savet int evel "Kêr-Lannuon", "Enez-Eusa", "Stêr-Liger", "Menez-Bre" ha kement 'zo. — Ha ma gourc'hemennoù ivez evit ar pennad!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2012 da 08:17 (UTC)
- Trugarez dit ! Lekemok (kaozeal) 17 Du 2012 da 22:53 (UTC)
Labour kaer. Lennet ganin: bro ar Bikted, en Absolvenn dre vuntr, An Alarc'h embannadurioù, 2012. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2013 da 14:37 (UTC)
Taoenn "Emgann"
kemmañAmañ da skwer: Emgann Bapaume (1871). A galon. Kadbzh (kaozeal) 3 Meu 2013 da 13:59 (UTC)
- Mat, ouzhpennet e vo a-benn nebeut. Trugarez evit ho sikour. Lekemok (kaozeal) 3 Meu 2013 da 14:08 (UTC)
Demat Lekemok, Gwir eo n'emaon ket alies barzh an davarn. N'on ket barrek awalc'h gant ar wiki evit respont war dachenn ar "robotoù" ha traoù e-giz-se. Deskin a res Iwerzhoneg ? Pegen kalonek out ! Desket am eus ivez ma zammig brezhoneg er Skol Veur Roazhon, pell' zo ! med kembraeg hag iwerzhoneg 'zo re ziaes evidon ! Nozvez vat, ken a vo --Morgane44 (kaozeal) 28 Meu 2013 da 16:25 (UTC)
Wikidata weekly summaries
kemmañAmañ e kawoc'h ar c'hemmennoù leusket gant robot Wikidata diwar-benn mont en-dro ar raktres.
Tavarn
kemmañDigarezit m.p. A galon. Kadbzh (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 19:03 (UTC)
- Kudenn ebet, n'eo ket bet diaes da renkañ. -- Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 19:06 (UTC)
This Month in GLAM: April 2013
kemmañ
|
Rencontres dans l'Ouest
kemmañMont a ra, Lekemok !
J'ai répondu (tardivement) à ton message sur les rencontres dans l'Ouest.
Cordialement, Trizek (kaozeal) 30 Eos 2013 da 12:27 (UTC)
Wikidata ha liamm etrewiki
kemmañDemat,
Gallout a rez sikour evit al liammoù etrewiki ? Ouzhpennet m’oa liammoù a-drenv Bianchi-Bihan adarre ha kalz Pajennoù n’int ket liammet gant elfennoù zo c’hoazh.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 07:23 (UTC)
- Ma evel just, ezhomm zo just a-walc'h. Klask a rin ober unnebeud bemdez, ha muioc'h pa c'hellin.
A galon Lekemok (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 07:54 (UTC)
- Goulenn digant paotr Saded lakaat al liammoù torret gantañ (torret dre vadelezh evel-just) 'ta, ma ne gav ket diskuizhusoc'h derc'hej da zrailhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 07:46 (UTC)
Mat, sellet em eus ouzh al listen pennadaoù diliamm ha lakaet em eus un nebeud liammoù ouzhpenn. Anat eo avat, diwar penaos eo bet savet ar pennadoù, ne c'heller ket lakaat ul liamm da bep hini, dreist holl ar re diwar-benn ar anvioù-badez. Degouzhet on e niver 700, kenderc'hel a rin diwezhatoc'h. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:44 (UTC)
Imbourc'h ha Imbourc'h…
kemmañDemat,
Gallout a rez kenveriañ ha kendeuziñ ar pennadoù Imbourc'h, Imbourc’h ha Imbourc'h (kelaouenn) e-barzh Imbourc'h ?
A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 Meu 2014 da 12:14 (UTC)
- Opala, tri fennad diwar-benn ar memes tra, an holl gant ul liamm wikidata war-zu ar pennad gallek? Penaos e c'hell bezañ? Labourat a rin warnañ tuchantig. A galon Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:00 (UTC)
- Faziet on, n'eo ket liammoù Wikidata, mont a ra neuze. Emaon o labourat war an dra-se. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:04 (UTC)
- Graet eo bet, goulenn a rin nulladur Imbourc’h ha Imbourc'h (kelaouenn) tuchantig. Adlenn marteze evit gwelout hag-eñ n'eus ket re a gemm e fed yezh e-barzh ar pennad met d'am soñj on erruet d'un dra propig a-walc'h. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:34 (UTC)
Rummad
kemmañSalud dit ! Petra a fell dit lavaret gant "Rummad:Saverien trec'hour 24 eurvezh ar Mañs" ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Meu 2014 da 11:35 (UTC)
- Salud, splann eo n'eo ket sklaer, ne oa ket aes berrañ ar soñj evit ur rummad. Er rummad-se e vez bodet an holl skipailhoù o deus tapet an trec'h e 24 eurvezh ar Mañs. Pezh ne vez ket komzet eus "skipailh" ("team" pe "equipe" e saozneg hag e galleg) met eus "saver" ("manufacturer" pe "constructeur"). Ma'z eus kinningoù e vin laouen da cheñch anv ar rummad-se ma ne ya ket en-dro. Lekemok (kaozeal) 25 Meu 2014 da 13:10 (UTC)
Stop
Biz dienn / Ibil chokolad
kemmañ- Salud dit,
- N'on ket evit kompren perak e kendalc'hez da lavarout ez eo "testeniekaet" ibil chokolad dre ma kaver ar ger-se, ijinet e-barzh Harry Potter ha Maen ar Furien gant e oberour e 2012 (!). Ha ne gaver skouer all ebet...
- Evel bet diskouezet gant tud all amañ e seblant ouzhpenn anat ez eo testeniekaet biz dienn en abeg d'an holl skouerioù bet roet ganto. Ne gav ket dit ?
- Ha petra a c'hoarvezo ma n'eo ket an dibab da c'hrad Bianchi-Bianchi ? Kae da lenn ar rann Neptu da virviken savet da geñver Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 hag e kompreni diouzhtu.
- N'eo ket ar wech kentañ ma tiskouez Bianchi-Bihan e feiz fall, ar wech-se diwar-benn ar ger marc'h-korneg implijet e-barzh daou eus e oberennoù gant... Mark Kerrain c'hoazh.
- Chañs vat d'ho lapined 'ta !
- G.S. : klask a rez kompren perak ez eo aet kuit an holl verourien hag ur bern implijerien all ? Evit gwir ?--86.214.112.225 24 Ebr 2020 da 10:43 (UTC)
- Ur ger implijet en ur skrid zo testeniekaet, ne vern gant piv, goude m'az pefe kasoni outañ.
- Meur a wech ez eus bet kudennoù evel-se: diaezamant ebet, dibabet e veze un anv dre genemglev, ha meneget ar re all. Pa ne veze ket roñfled war-dro o teurel kunujennoù e veze aesañ tra.
- Daoust ha gallout a reer kaout fiziañs e feiz vat an IP mañ? Marteze ne oar ket e kaver marc'h-kornek e Geriadur Roparz Hemon 1993 hag adarre e geriadur An Here-Al Liamm 2002 ha 2005. Ne blij ket dezhañ ar ger? N'eus ket ezhomm amañ eus IPoù a fell dezho reoliañ geriaoueg ar re all. Un amzer zo bet, 6 vloaz zo, ma oa an IP-mañ, anvet Yoael en amzer-se, o c'hoari an diaoul hag e bevar hag o klask reoliañ yezh an dud. Serret e oa bet e gont. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Muskildi&oldid=1556749.
- Hiriv e klask c'hoazh reiñ kentelioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 11:25 (UTC)
- Ya, ya, Yoael ma karez, pe Bernez Bernioù, Alfoñs ar Werenn ? N'eo ket dit eo bet skrivet ar c'hemennad-mañ ha sur on ez eo gouest Lekemok da respont hag arguzenniñ sioul hep degemennour, ofisiel pe get.
- Ne roan kentel ebet da zen ebet ; koulskoude e vije mat reizhañ distagadur ar ger Tregeriad amañ... A galon.--86.214.112.225 24 Ebr 2020 da 13:58 (UTC)
Pa ne ri ket anv ac'hanon ne lakin ket ma fri ez ravoderezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 14:07 (UTC)
Mar plij, ma fell deoc'h c'hoari asambles, it da c'hoari lec'h all. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 20:18 (UTC)
Kement hag ober ez in da zisplegañ va soñj : evel just eo testeniekaet biz dienn hag abaoe pell, met dre ma'z eus bet tabut war ar bajenn-se e ranker tizhet un emglev evit kemer un diviz war Wikipedia ha n'eo ket mont da vrezeliñ evit un anv pe un anv all, na gemer divizoù e-unan. Ma lenner aketus ar pezh 'm boa skrivet n'em boa kemeret tu nemet evit afer divizet hag-eñ e vije an ibil-biz e chokolad pe e dienn. Ma ne c'hell ket an dud en em renkañ e ranker gortoz ali tud all eus ar gumuniezh, dre ur votadeg, hervez ar reolennoù, e-giz-se 'vo sklaer d'an holl petra eo diviz ar gumuniezh war an afer-se. Ne c'hell nag un IP, nag un implijer enskrivet kemer un diviz e-unan en aferioù a-seurt-se. Abalamour d'an dra-se em boa diverket ar meneg {{delete}} a oa bet lakaet war ar bajenn Ibil chokolad : re abred e kaven goulenn an dra-se ha diboell ouzhpenn : gwelloc'h eo, d'am meno, sevel un adkas dre m'eo ur ger testeniekaet, en ur skrid, ya, goveliet gant ar skrivagner, ya, met testeniekaet memestra dre m'eo bet embannet war paper ha roet da lenn d'an holl. N'em eus kavet ar ger 'aerlestr' nemet e skridoù Loeiz Herrieu ha splann e oa bet goveliet gantañ : koulskoude ne'z in ket da lavaret n'eo ket testeniekaet ar ger, met lavaret a rin n'eo ket stank e implij tra ken. An dra-se zo kaoz, ma vije ur votadeg war ar sujed-se, pa vo siouloc'h an traoù, e votin evit delc'her ar pennad biz dienn evel pennad pennañ, o venegiñ ar c'hinnigoù all bet graet a-hed an amzer evit envel seurt gwastilli, hag o sevel un adkas dre ibil chokolad evit an dud o dije lennet ar ger-se da gentañ. An dra-se a gavan ar poellekañ hag an doujusañ d'an holl ginnigoù bet graet ha laouen e vijen bet o tisplegañ kement-mañ ma ne vije ket bet lammet warnon. Ar pezh eo displijus kenañ en afer-mañ, hag ar pezh en deus miret ouzh tud all da reiñ o soñj moarvat, eo ar santimant da vezañ paket en ur brezel kuzh n'en deus mann ebet d'ober ganen, da gaout ar santimant e ranker sevel a-du gant un tu pe unan all ha bezañ milliget gant an tu all. N'eo ket tamm ebet va zro-spered. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 20:18 (UTC)
- Salud,
- Trugarez eus da respont.
- Ne oan deut nemet evit kompren da savboent ha ne oa ket evit hadañ reuz ez pajenn Gaozeadenn.
- Lenn ar ger "aerlestr" a c'haller e-barzh Giriadur Gallek ha Brezonek gant Frañsez Jaffrenou kerkent ha 1914.
- N'em eus liamm ebet gant an IPoù o doa displeget splann o savboentoù, daoust din bezañ a-du krenn ganto.
- N'ouzhpennin tra nemet "Kalon vat a-benn da votadeg".--86.214.112.225 25 Ebr 2020 da 07:22 (UTC)
Pajenn implijer
kemmañPlijet a ra din pa vez kinniget reizhadennoù d'ar pezh a skrivan, dindan da zelc'her da zeskiñ, neuze ne vezan ket feuket pa vez graet. Marteze e vije furoc'h avat menegiñ ar pezh a gavit fazius amañ kentoc'h eget reizhañ war-eeun, n'eo ket dav ober eus va fajenn implijer un dachenn emgann kennebeut. :) GS : Evel er pennadoù e reoc'h war-eeun ! --Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:36 (UTC)
- Salud dit ! "Meur a vloaz" a vez lavaret (ha skrivet), gant ur ger en unander. "Meur a wech", "meur a dra", "meur a hini"... A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:42 (UTC)
- Bennozh dit, ya, dav din diwall ouzh an dra-se c'hoazh. --Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:46 (UTC)
Pennadoù da ziverkañ
kemmañSalud dit ! Taol evezh mar plij : [1]. Arabat skrivañ goulennoù goude ar meneg arabat skrivañ izeloc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 7 Mae 2020 da 15:43 (UTC)
- Ya, o paouez gwelet emaon. Dav 'vije reizhañ an ostilh Ouzhpennañ anv ur bajenn da ziverkañ a gaver e nec'h ar bajenn, hounnezh 'n doa kaset ac'hanon re izel. Bennozh dit evit an evezhiadenn.--Lekemok (kaozeal) 7 Mae 2020 da 18:41 (UTC)
Convert
kemmañSalud,
War a seblant, mont a ra mat ar modulenn bremañ :
- 10 kilometres (6.2 mi)
- 10 miles (16 km)
A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 Mez 2020 da 21:20 (UTC)
- Ya, 'maon o paouez gwelet. Trug' --Lekemok (kaozeal) 6 Mez 2020 da 21:22 (UTC)
Universal Code of Conduct
kemmañHi Lekemok
I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.
Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:05 (UTC)
Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.
Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.
Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.
Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[2] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.
C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [3] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [4]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [5]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.
We sent you an e-mail
kemmañHello Lekemok,
Really sorry for the inconvenience. This is a gentle note to request that you check your email. We sent you a message titled "The Community Insights survey is coming!". If you have questions, email surveys@wikimedia.org.
You can see my explanation here.
MediaWiki message delivery (kaozeal) 25 Gwe 2020 da 18:47 (UTC)
Dilennadeg 2022
kemmañKevarc'h dit,
- Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
- A galon,
- Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:28 (UTC)
- Roet un tamm ali, gwelet e vezo penaos e troio an traoù. Ur galv heñvel 'moa graet daou vloaz zo, hep disoc'h siwazh. Lekemok (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 20:32 (UTC)
Salud dit, Sed amañ da-heul un nebeud pajennoù oc'h ober gant c'h e-lec'h kh'
- Arc'hangelsk /ɐrˈxanɡʲɪlʲsk/
- Astrac'han /ˈastrəxənʲ/
- C'harkiv /ˈxarʲkəf/,
- Ratmir C'holmov, Nikita C'hrouchtchov,
- Mic'hail Bakounin, Mic'hail Gourevitch, Mic'hail Kalachnikov, Mic'hail Michoustin, ha reoù all 'zo,
- Lioudmila Mic'hailovna Pavlitchenko,
- ...
Distaget e vez C'herson /xerˈsɔn/ en ukraineg.
KOLKHOZE kolc'hoz m. -ioù (Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, p. 770b).
Kalon vat dit.--2A01:CB08:8BB7:F100:C18C:8AE7:2596:BE71 3 Meu 2022 da 16:19 (UTC)
- Mat eo brezhonekaat anvioù boutin. Anvioù divoutin zo un afer all. Brezhonekaet e vo Thatcher? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2022 da 16:23 (UTC)
- Marteze e vije ul lec'h gwelloc'h evit ar gaozeadenn-se ? Gallout a rajemp kemer un diviz hollek mestal d'ar gresianeg 'moa meneget war bajenn-gaozeal Kherson ?
- Berr ha berr avat, ma'z da embann va soñj, amañ ez eus anv eus un dreuzskrivadenn (pe un dreuzlizheradenn zoken ?) diwar ul lizherenneg estren, n'eo ket brezhonekaat un anv estren. Meur a sistem zo evit an dreuzlizheradenn (a zo skianteloc'h sañset sellet aze padal e c'hell pep yezh kaout hec'h hini sellet amañ. Dre ma n'eus tamm bodad ebet evit kemer seurt divizoù e c'hell pep hini ober evel ma kar, alese meur a zoare d'ober. Etre daou emaon : gwir eo ez eus memes tra reolennoù etrevroadel a-walc'h, da skouer an digraf <kh> evit al lizherenn <X>, met an diaezamant ez eo e vez lennet /k/ gant ar brasañ eus an dud (n'eus nemet selaou ar radio da glevet skouerioù...). Ar <c'h> a c'hellje bezañ un diskoulm, an diviz-se a oa bet graet evit ar gresianeg just a-walc'h, met mont a ra pelloc'h eus an diviz etrevroadel. -- Lekemok (kaozeal) 3 Meu 2022 da 21:11 (UTC)
- Evit va c'heloù-me, adal ma rankis studiañ ervat ar rusianeg ha peurwellaat va doare-distagañ, ez on bet harpet gant ar C'H ha meur a draig all en hon yezh, ha deut on a-drugarez dezho a-benn eus geriennoù ha lizherennoù 'zo na vezont kammed rannet evel m'eo dleet gant ur Gall pe ur Saoz., pajenn 59.
- E porzh-hent-houarn ar c'herioù bras, n'eo ket gant kêriz, bourc'hizien heñvel ouzh o c'henseurted e pep bro, e veze dedennet va selloù : gant ar bobl, ne lavaran ket, an dudigoù a vev, a c'houzañv hag a varv en oberennoù Tolstoï, Dostoievski, Gogol, Gorki ha Tchec'hov., pajenn 42.
- Skrivet e oa bet kement-se gant Jarl Priel e-barzh Va Buhez e Rusia, embannet e 1955, 52 vloaz a-raok na vo boulc'het ar pennad Anton Tchec'hov amañ.--2A01:CB08:8BB7:F100:38AC:B154:4F58:E580 4 Meu 2022 da 10:25 (UTC)
- N'eo ket un istor brezhonekaat met un istor treuzskrivañ al lizherenneg kirilek evel m'el lavar Lekemok. Un niver a bennadoù gant anvioù tud zo bet treuzskrivet evel-se dija, dle. gant c'h evit al lizherenn х. Sklaer-kenañ eo talvoudegezh implij c'h pa glever an anvioù distaget er yezh orin. --Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 13:41 (UTC)
- Никола́й Ива́нович Буха́рин e rusianeg, Nikolaï Ivanovitch Boukharine e galleg, Nikolái Ivánovich Bujarin e spagnoleg avat... 2A01:CB08:8BB7:F100:D409:E281:15F6:A974 20 Mae 2022 da 14:05 (UTC)
- Treuzskrivet eo hervez o doare da zistagañ. Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:48 (UTC)
- Ya, dres 'pezh 'felle deomp diskouez. 2A01:CB08:8BB7:F100:5511:2E63:D1E1:9A9E 21 Mae 2022 da 11:09 (UTC)
- Treuzskrivet eo hervez o doare da zistagañ. Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 15:48 (UTC)
- Никола́й Ива́нович Буха́рин e rusianeg, Nikolaï Ivanovitch Boukharine e galleg, Nikolái Ivánovich Bujarin e spagnoleg avat... 2A01:CB08:8BB7:F100:D409:E281:15F6:A974 20 Mae 2022 da 14:05 (UTC)
- N'eo ket un istor brezhonekaat met un istor treuzskrivañ al lizherenneg kirilek evel m'el lavar Lekemok. Un niver a bennadoù gant anvioù tud zo bet treuzskrivet evel-se dija, dle. gant c'h evit al lizherenn х. Sklaer-kenañ eo talvoudegezh implij c'h pa glever an anvioù distaget er yezh orin. --Kadwalan (kaozeal) 20 Mae 2022 da 13:41 (UTC)
Salud,
Ouzhoc'h e vo savet ar goulennoù da-heul dre m'emaoc'h o paouez ober war-dro ar pennad Breizh :
- Perak kenderc'hel da implijout ar ger « duk » tra ma'z eus eus ar pennad Dug ? Devri : duk voir dug
- Perak kenderc'hel da implijout ar ger « duked » tra ma lenner Kastell Duged Breizh er pennad e-unan ? Devri : dug m. -ed Duc.
- Perak kenderc'hel da implijout ar gerioù « dukelezh » ha « dugelezh » war un dro er pennad e-unan ? Devri : dugelezh f. Duché.
Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:BD19:117D:D98C:D61A 17 Ebr 2022 da 09:06 (UTC)
- Salud deoc'h,
- Ar stumm "duk" on bet kustum da glevet (ha neuze da lavret) kentoc'h eget ar stumm "dug" (berr ar vogalenn ganen ha kalet ar gensonenn neuze), ur stumm a zo testeniekaet war pajenn Devri 'peus meneget, hag a weler splannoc'h pa glasker "dugez" a ro 6 skouer gant ar son /k/, ur skouer gant /g/ ha daou skouer forc'hellekoc'h gant <cg> (a zeu diwar ar Veni Creator, en em c'houlenn a ran ar pezh 'neus lavaret Gwenole ar Menn diwar-benn ar stummoù-se).
- Favereau, eus e du, a ro "duk" evel stumm pennañ (pa glasker "dug" : DUG... (var. - lat. & ie & NF Le Dugue / Duc etc.) > DUK...) :
- DUK+ /dyg\k/, var. (dug) /dy:g\k/ g.-ed b.1 duc,-chesse (br-kr 16° duc, kmg duc & dug, iwg diúc
- duke, lat. dux / (aque)duc, it. Duce etc. - ie & germ. Zug train sng tug-of-war sach-fun / DOUG...) :
- an duk oa bet prizoniet (kont. Ku / laket prisoniere le duc avait été fait prisonnier), e tae (Ku / dae)
- ur c'hont pe un duk da glask mouezhioù (sed markiz Gwengamp - Kerouartz) un duc ou un comte
- était candidat aux élections (sur Carnoët...), Koad an Duk /kwan'dyg\k/ (Kerglof / le Bois-au-duc),
- Park an Duk (Pll parc an duc - 2), NP an Duk (NF / Deuc), an aotrou Duk (Rohan & c'hoari ger <
- JY Cozan "trou du c' !"), an Duk daonet le duc de Chaulnes (Helias / 17° & raolt ar Bonedoù Ruz /
- Big.), an Dukez Anna(ñ - T – kan. & dugez-ed) la duchesse Anne
- ha kement-all evit "dukelezh" :
- DUKELEZH- /dy'ke:lz\s/, /dyclh\x/ & dugelezh /dylh\x/ W, /dy'ge:lz\s/ b.-ioù duché (dér. /
- usut an Dukaj & br-kr 16° duchie)
- Met gwir eo e ra ur c'hemm gant ar stummoù kinniget er pennadoù. Gwelloc'h e vije kemmañ moarvat. Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2022 da 11:32 (UTC)
- Salud,
Trugarez eus ho respont 'emaomp o paouez lenn gant aked. Ret eo deomp anzav n'hor boa ket merzet e rae Frañsez Favereau gant « duk » e-lec'h « dug » (a zo mat da c'houzout).
Kemeret hor boa amzer a-walc'h da lenn e-barzh Yezhadur bras ar brezhoneg (VI. REOLENN AL LIZHERENNOU-DIBENN, 1947, pajennoù 37-41) ha gwir eo e vez meneget e-touez direizhderioù all : K : brok, kantik, (ha kantig ivez), duk (ha dug), grik, hik, chik, pok, stok, storlok, strak, sukr, tok (ha tog), trok, boukl, konikl.
Diaes deomp kompren perak e vefe reishoc'h ober gant Dukelezh Breizh er pennad tra ma oa bet krouet Dugelezh Bourgogn, Dugelezh Savoia, Dugelezh-veur Baden, ha... Dugelezh Breizh dreist-holl.
A-du penn-da-benn gant ho frazenn diwezhañ ; kempoell e vefe ober gant « dug », « duged », « dugez » ha « dugezed », a-hend-all e vije ret cheñch ar pennad Roll Rouaned ha Duged Breizh kement hag Anna Breizh (ma c'heller kavout ennañ « dugez Breizh » hag « arc'hdukez Aostria », kit da gompren).
Gwellañ soñjoù. 2A01:CB08:8BB7:F100:FC7A:2551:6F67:18CB 18 Ebr 2022 da 10:03 (UTC)
- Salud,
Wikeriadur
kemmañ- https://fr.wiktionary.org/wiki/da_garan . HA goude e ya A LAISE BREIZH da ober seier gant ar sotonioù -se! Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Ebr 2022 da 15:06 (UTC)
- Ya, iskis an droienn. N'on ket gwall gustum da labourat gant ar wikeriadur, met ez an da welet. -- Lekemok (kaozeal) 20 Ebr 2022 da 19:39 (UTC)
- Googlit "da garan", souezhet e viot. 2A01:CB08:890E:C600:E448:D68A:7127:E6C0 20 Ebr 2022 da 19:56 (UTC)
- Alan Stivell a ra(e?) gant an dro-lavar-mañ. Anavezout a ran div skouer:
- E Brezhoneg ’raok: Mar c'hellit ket lar’ dezhi «da garan»
- E La dame du lac: Morgan, Vivian, Gwenivar / Ho karan holl c’hwi
- Brezhoneg Langoned a c’hellfe bezañ? Huñvreüs (kaozeal) 4 Mae 2022 da 14:01 (UTC)
- Ne ouezan ket hag-eñ eo Alan Stivell ur skouer war ar yezh, met interesant eo ar skouerioù. Lekemok (kaozeal) 4 Mae 2022 da 19:57 (UTC)
- Implijet eo bet gant Pêr-Jakez Heliaz ivez, er ganaouenn Maen du (aze dalc’het, tu all ho karan). Edo o c’hoari gant ar yezh er wech-mañ avat, n’ouzon ket hag-eñ en defe lavaret kement-se er yezh komzet. Huñvreüs (kaozeal) 7 Kzu 2022 da 12:47 (UTC)
- Ne ouezan ket hag-eñ eo Alan Stivell ur skouer war ar yezh, met interesant eo ar skouerioù. Lekemok (kaozeal) 4 Mae 2022 da 19:57 (UTC)
- Googlit "da garan", souezhet e viot. 2A01:CB08:890E:C600:E448:D68A:7127:E6C0 20 Ebr 2022 da 19:56 (UTC)
- Salud deoc'h,
- Dre n'ouzomp re pelec'h lakaat ar roadennoù amañ da-heul hon eus kavet efedusoc'h diskouez anezho deoc'h.
- Oc'h ober gant termenadurioù Geriadur brezhoneg An Here (2001, pajenn 843), hor boa reizhet, deiz ha deiz, an holl bennadoù (≈ 400) ma kaved « Levrlennadurezh » enno :
- levrlennadur -ioù g. Roll an oberennoù skrivet db. un danvez bennak. pe bet implijet a-benn sevel ul levr, ur studiadenn. Levrlennadur ar pennad kentañ.
- levrlennadurezh h.b. Teknik an deskrivañ hag ar c'hevrennañ teuiloù.
- Kuit da voulc'hañ ur brezel-embann nevez n'hor boa ket kemmet ar pennad Levrlennadurezh Virginia Woolf a-ratozh-kaer : deoc'h da welout petra zo d'ober.
- Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:6C36:69AD:5320:85F2 26 Ebr 2022 da 10:16 (UTC)
- Ur sapre labour 'peus graet ! Me 'gav ganen e c'helljec'h kemmañ ar pennad-se (pe e c'hellan ober ma fell deoc'h), ne soñj ket din e savo tabut., dreist-holl m'eo solut ho arguzennoù.
- Ken ar c'hentañ, Lekemok (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 10:19 (UTC)
- BIBLIOGRAPHIE science levroniez f. ; d'un sujet skridou-kent pl., leorlennadur m. [...]. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 65b.--2A01:CB08:8BB7:F100:6C36:69AD:5320:85F2 26 Ebr 2022 da 10:30 (UTC)
- Devri / levrlennadur m. ioù Bibliographie d'un ouvrage.
- levrlennadur m. levrlennadurioù bibliographie (ensemble de livres, liste de livres). Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, 6vet embannadur, 1978, pajenn 515a.
- Arguzenn ebet siwazh, panevet an daveennoù a c'haller kavout ha lenn er geriadurioù meneget uheloc'hik (ha reoù all zo). Ned aimp ket da gemm titl ar pennad Levrlennadurezh Virginia Woolf gant aon na grogje an tan adarre. Kalon vat deoc'h.--2A01:CB08:8BB7:F100:1853:303B:A8E4:B381 26 Ebr 2022 da 15:01 (UTC)
- Ne welan ket arguzennoù gwelloc'h eget ar pezh 'peus meneget amañ. Ez an da ginnig ar cheñchamant war bajenn-gaozeal ar pennad, ne soñj ket din e vo un diaezamant. Lekemok (kaozeal) 26 Ebr 2022 da 20:49 (UTC)
- Lennet e Wikeriadur :
- bibliographie (31 Gou 2011 da 02:41 Ben Herzog),
- italianeg (1 Kzu 2019 da 14:28 Bianchi-Bihan),
- uomo (1 Kzu 2019 da 16:48 Bianchi-Bihan),
- Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:EC22:9C96:5B34:DC4D 29 Ebr 2022 da 11:19 (UTC)
Salud, N'ho po respont ebet d'ho koulenn siwazh. Gwazh a-se. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:DB2:2FF7:1BF8:58CA 16 Mae 2022 da 08:43 (UTC)
- Demat, Mar n'emaomp ket o faziañ n'hoc'h eus ket roet hoc'h ali evi poent. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:D409:E281:15F6:A974 20 Mae 2022 da 13:09 (UTC)
- Diwar-benn levrlennadurezh/levrlennadur ? Me 'grede em boa. Gounezet e oan bet gant an arguzennoù meneget uheloc'h : gwelloc'h e kavan levrlennadur eta. Lekemok (kaozeal) 20 Mae 2022 da 14:49 (UTC)
- Unan memestra ! Cheñch a rin a-benn nebeut mod pe vod. Lekemok (kaozeal) 20 Mae 2022 da 14:48 (UTC)
Goulennoù ouzh ar verourien
kemmañSalut dit, seblantout a ran din gwelloc’h leuskel un nebeut goulennoù ouzh ar verourien evidout (pajennoù da nullañ, hag all). N’am eus ket c’hoant reiñ da grediñ e fellfe din ober an holl evel ma vefen ar merour nemetañ. C’hoant az peus ober war o zro? Huñvreüs (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 20:29 (UTC)
- Ya, evel just. Dav eo din kemer ar pleg da dremen war ar bajenn-se aliesoc'h ivez ! Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 20:34 (UTC)
- Rummadoù da ziverkañ, krouet ganit: Rummad:Liamm aodio LFE, Rummad:Embregerezhioù dre vro. Huñvreüs (kaozeal) 27 Ebr 2022 da 21:55 (UTC)
Salud deoc'h, Sed amañ da-heul ul liamm war-du al lec'hienn SEPULTURES DES ROIS ET DUCS DE BRETAGNE. Diaes ober resisoc'h. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:5402:3D09:75F5:CF5B 1 Mae 2022 da 09:04 (UTC)
- Ya, sklaer eo. Eilet em boa an titouroù bet lakaet er pennad saoznek. Gallout a rit cheñch ma fell deoc'h peotramant e rin pa m bezo amzer. Lekemok (kaozeal) 1 Mae 2022 da 09:29 (UTC)
- Gwir eo pezh 'poa lakaet er pennad, hep mar ebet, nemet n'eus ken eus Iliz ar Frered Minor bremañ... Moarvat e vefe mat ouzhpennañ un evezhiadennig war gement-se ? Bez' 'mañ relegoù he fried, Charlez Bleaz, en Iliz Itron-Varia C'hras.--2A01:CB08:8BB7:F100:5402:3D09:75F5:CF5B 1 Mae 2022 da 10:00 (UTC)
Brezelig embann
kemmañSalud dit. Lenn a ran 16 kemm d'an nebeutañ a-berzh an IP 94.238.208.166 (evezhiet dija hervez marilh ar sil a-enep ar gwall implij) evit plantañ e soñj e pennadoù zo d'ar 4 a viz Mae etre 21:02 ha 21:13 e-keit ha ma oad o komz eus reizh ar ger goursez skrivet er rummadoù war ar bajenn Kaozeadenn Rummad:Izili ar Goursez a-raok ma vefe divizet tra pe dra. Degas a ra din soñj eus unan bennak er wiki, met piv ? --Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 21:22 (UTC)
Ur prantad hepdon
kemmañDibabet en deus mat C’ha-c’ha-c’ha e vare evit adkregiñ gant e emzalc’h tagus: ne vin ket amañ evit sizhunvezh. N’am eus ket amzer evit echuiñ ar siloù 3 (Ccc ordinal) ha 4 (Ccc dre ur «proksi» [n’o deus ket tud Preder kavet un «droidigezh» evit poent, war a seblant]). Marteze e paouezo e-unan ma n’eus den ebet da c’hoari gantañ. Ken ar wech all. Huñvreüs (kaozeal) 5 Mae 2022 da 21:01 (UTC)
- Notennet, evezhiañ a rin an IPoù kenkaz e klasko adkregiñ gant e oberoù tagus. Lekemok (kaozeal) 5 Mae 2022 da 21:03 (UTC)
- Ne soñj ket deoc'h e c'hallfe dont en-dro gant IPoù all c'hoazh ? Aner eo bet strivoù Huñvreüs betek henn... 72.15.229.180 6 Mae 2022 da 05:18 (UTC)
Stankadenn
kemmañDiefedus eo stankañ unan eus IPoù C’ho-c’ho-c’ho. Ober a ra gant ur pourchaser a ro IPoù dinamek, kaout un IP all zo aes-kenañ dezhañ. Ar wech-mañ e oa en-dro 7 munutenn goude ma oa stanket, ha gallout a ra bezañ kalz nebeutoc’h. Lavar din pa cheñcho da soñj: din ne chom nemet skarzhañ anezhañ kuit eus ar wiki hag ober gant benvegoù efedusoc’h eget ar stankadennoù. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 07:15 (UTC)
- Ma 'meus soñj mat eo difennet klask tremen e-bioù d'ur stankadenn ? Peadra da implijet ar binvioù efedusoc'h neuze ? Lekemok (kaozeal) 20 Mae 2022 da 08:39 (UTC)
- Evel-just eo difennet, hag en deus graet alies (sed amañ ur skouer am eus soñj dezhañ e touesk nouspet re all). Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 09:02 (UTC)
- N’am eus ket roet munudoù dit c’hoazh, digarez ac’hanon.
- Gwellaet am eus ar sil 5. Bremañ e vez tapet gantañ al lodenn vrasañ eus «degasadennoù» C’ho-c’ho-c’ho hep mirout ouzh ar re a fell dezho ober gant IPoù evit abegoù mat da zegas o c’hemmoù. A-wechoù e vez tapet vandalerezh hep netra da ober gant C’ho-c’ho-c’ho, pezh n’eo ket fall hervezon.
- Un dibabig eus an traoù kaer tapet gant ar sil: Tizhadenn 712, Tizhadenn 769. Ret eo bezañ merour evit gwelout ar munudoù.
- Evit poent eo ar sil efedus a-walc’h, diezhomm eo klask pelloc’h. Soñjoù all am eus ma deufe an ezhomm, gwelet a vo. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mez 2022 da 21:08 (UTC)
- Un draig ouzhpenn: ez penndibaboù beta e c’hellez gweredekaat ar benveg Titouroù IP. Lakaat a ra kalz aesoc’h gouzout hag-eñ eo bet graet un degasadenn dre ur proksi. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2022 da 08:36 (UTC)
- Notennet eo, ez an da welet. Lekemok (kaozeal) 10 Mez 2022 da 09:52 (UTC)
- Un draig ouzhpenn: ez penndibaboù beta e c’hellez gweredekaat ar benveg Titouroù IP. Lakaat a ra kalz aesoc’h gouzout hag-eñ eo bet graet un degasadenn dre ur proksi. Huñvreüs (kaozeal) 10 Mez 2022 da 08:36 (UTC)
- Evel-just eo difennet, hag en deus graet alies (sed amañ ur skouer am eus soñj dezhañ e touesk nouspet re all). Huñvreüs (kaozeal) 20 Mae 2022 da 09:02 (UTC)
Revolver (albom) vs Revolver
kemmañSalud deoc'h, Krouet 'poa an adkas ''Revolver'' (albom) da ''Revolver''. Ned a ket en-dro, siwazh : taolit ur sell ouzh ar pennad arm-tan ma c'heller lenn revolver ennañ, p'ho po amzer evel-just. A galon. 2A01:CB08:8BB7:F100:6D3A:58CC:1289:B4D3 20 Mez 2022 da 15:19 (UTC)
- Reizhet e oa bet a-benn ar fin : Adkas dilemet davet Revolver (albom). Mil digarez.--2A01:CB08:8BB7:F100:8C89:EB66:4BA9:30F4 23 Mez 2022 da 17:33 (UTC)
- A, mat-tre ! Pellaet 'oan diouzh ar skrammoù, gwell ha se m'eo bet renket an diaezamant gant unan all. Bennozh deoc'h evit bezañ sachet evezh an nen war kement-mañ. Lekemok (kaozeal) 29 Mez 2022 da 20:51 (UTC)
- Reizhet e oa bet a-benn ar fin : Adkas dilemet davet Revolver (albom). Mil digarez.--2A01:CB08:8BB7:F100:8C89:EB66:4BA9:30F4 23 Mez 2022 da 17:33 (UTC)
Dijon
kemmañGallout a rafes adlenn an degadadennoù-se hag ober war o zro mar plij? N'am eus ket amzer evit poent. Huñvreüs (kaozeal) 20 Her 2022 da 15:08 (UTC)
- N'eo ket diboell ar mod-se da skrivañ, met daoust ha testeniekaet eo ? Ez an da sevel ur goulenn war bajenn-gaozeal Dijon. Lekemok (kaozeal) 20 Her 2022 da 20:05 (UTC)
Pajennoù da nullañ
kemmañGallout a rafes ober war-dro an div c’houlenn a chom? Ne fell ket din serriñ anezho peogwir am eus krouet anezho. Huñvreüs (kaozeal) 29 Her 2022 da 17:44 (UTC)
- Ha sur a-walc’h ez out barrekoc’h evidon evit serriñ ar goulennoù adenvel a chom (ar re digoret n’eus ket re bell zo da nebeutañ). Huñvreüs (kaozeal) 29 Her 2022 da 17:50 (UTC)
- Ez an d'ober war-dro. -- Lekemok (kaozeal) 29 Her 2022 da 19:08 (UTC)
Farsadennoù
kemmañEmaon o paouez skubañ leur an ti. Chom a ra traoù da saveteiñ amañ, a soñj dit? Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2022 da 19:56 (UTC)
- Ne gomprenan seurt e-barzh ar pennad-se. Da skarzhañ ? Lekemok (kaozeal) 30 Her 2022 da 22:14 (UTC)
- Ya, d’am soñj. N’eo ket mallus, neuze em eus krouet ur goulenn diverkañ evit ma c’hell an dud gouest da gompren ar fent-mañ reiñ o ali. Huñvreüs (kaozeal) 31 Her 2022 da 17:33 (UTC)
Need your input on a policy impacting gadgets and UserJS
kemmañDear interface administrator,
This is Samuel from the Security team and I hope my message finds you well.
There is an ongoing discussion on a proposed policy governing the use of external resources in gadgets and UserJS. The proposed Third-party resources policy aims at making the UserJS and Gadgets landscape a bit safer by encouraging best practices around external resources. After an initial non-public conversation with a small number of interface admins and staff, we've launched a much larger, public consultation to get a wider pool of feedback for improving the policy proposal. Based on the ideas received so far, the proposed policy now includes some of the risks related to user scripts and gadgets loading third-party resources, best practices for gadgets and UserJS developers, and exemptions requirements such as code transparency and inspectability.
As an interface administrator, your feedback and suggestions are warmly welcome until July 17, 2023 on the policy talk page.
Have a great day!Samuel (WMF), on behalf of the Foundation's Security team 7 Gou 2023 da 23:02 (UTC)
Tagadennoù personel
kemmañhttps://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Coordination_anti-r%C3%A9pressive_de_Bretagne Dakbzh (kaozeal) 22 Her 2023 da 12:03 (UTC)