Va Buhez e Rusia zo titl ul levr gant Jarl Priel, embannet gant Al Liamm e 1955. An eil levrenn eus eñvorennoù ar skrivagner an hini eo, da-heul Va Zammig Buhez, embannet er bloaz a-raok, e dibenn 1954.

Golo kentañ al levr

Ar pennad amzer a dremenas ar skrivagner tregeriat e Rusia eo a zo taolennet a-hed an darn vrasañ eus al levrenn-mañ, kinniget d'e bried, Janed Branchereau, kelennerez war ar galleg diouzh he micher.
E Brest e kejas Jarl Priel outi, p'edo oc'h gant e amzer martolod. Graet en devoa e soñj da vont da Voskov d'hec'h adkavout ; eno e timezas ganti d'an 23 a viz Ebrel 1911, e teskas rusianeg hag ez eas da gelenner war ar galleg.
Ne voe ket evit chom e-pad pell er vro pa darzhas ar Brezel-bed kentañ. Ret e voe dezhañ distreiñ e-unan-penn da Vro-C'hall, ma touaras e Marselha d'an 22 a viz Eost 1914.

E-lec'h distreiñ d'ar gêr da Briel ez eas Jarl Priel d'e gazarn da Vrest. Eno e klevas anv eus Emgann Rossignol (22 a viz Eost 1914) ma voe distrujet e rejimant kozh. Er bajenn 168 e lenner : Ger ebet ne rannas ar c'hazetennoù eus ar gwall-daol-se, ha den ne glevas komz eus Rossignol.

Heuliad

kemmañ

E 1957 e voe embannet levrenn diwezhañ eñvorennoù Jarl Priel, Amañ hag Ahont.