Kaozeadenn Rummad:Izili ar Goursez
Izili ar C'hoursez, benel eo ar ger-se... 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 18:52 (UTC)
- Gourel koulskoude e geriadur Al Liamm, 2014, p. 340-b. — 2A01:CB08:890E:C600:44AD:8BCE:9BCB:3644 4 Mae 2022 da 19:09 (UTC)
- Geriadur Roparz Hemon, 1978, p. 334 : goursez f. -ioù gorsedd. 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 19:15 (UTC)
- OK, met gourel ivez e geriadur brezhoneg An Here 2001 p. 553-a : goursez² -où g. 1. Ensavadur barzhed ha drouized eus Breizh krouet war batrom ar gorsedd kembreat. Goursez Breizh-Vihan. Goursez ar Varzhed. [...] Raktal e voe dalc'het ur goursez e Karolina ar Su. 2A01:CB08:890E:C600:44AD:8BCE:9BCB:3644 4 Mae 2022 da 19:27 (UTC)
- Geriadur Hemon/Huon, Al Liamm, 2005, p. 303 : goursez f. -ioù gorsedd. 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 19:17 (UTC)
- OK, met gourel ivez e geriadur brezhoneg An Here 2001 p. 553-a : goursez² -où g. 1. Ensavadur barzhed ha drouized eus Breizh krouet war batrom ar gorsedd kembreat. Goursez Breizh-Vihan. Goursez ar Varzhed. [...] Raktal e voe dalc'het ur goursez e Karolina ar Su. 2A01:CB08:890E:C600:44AD:8BCE:9BCB:3644 4 Mae 2022 da 19:27 (UTC)
- LIDOU AR C'HOURSEZ : http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle_71/Lidou_ar_Choursez_.pdf 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 19:37 (UTC)
- Ur skouer all : "Reiñ a ra ar C’hoursez ton da stourm al liseïdi o deus, evel re ar bloaz paseet, tremenet o foelladenn jedoniezh e brezhoneg en despet d’ar berz graet outo gant an Deskadurezh-Stad." (http://www.gorsedd.bzh/?page_id=1060) 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 19:48 (UTC)
- Geriadur Roparz Hemon, 1978, p. 334 : goursez f. -ioù gorsedd. 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 19:15 (UTC)
Skouerioù a gaver gant goursez benel, anat. Sez avat zo gourel, perak e teufe benel gant u rakger ? Ouzhpenn-se e kaver ivez goursez m. assembly e geriadur R. ar Porzh ; ar goursez e geriadur Favereau. Skouerioù zo ivez er gelaouenn Al Liamm. --Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 20:03 (UTC)
- Ya, skouerioù zo ivez er gelaouenn Al Liamm :
- Al Liamm 429 : "Teñzorer ar C’hoursez."
- AL Liamm 436 : "E-leizh a dud o deus heuliet Bagad Boulvriag a zigoras an hent da izili ar C’hoursez a gasas an traoù en-dro gant Morgan an drouiz meur en dro dezhañ [...]"
- 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 20:19 (UTC)
- Me felle din komz eus ar skouerioù gant goursez gourel ;-) :
- "Petra eo ar Goursez" Al Liamm 418
- "izili ar Goursez" Al Liamm 1955
- "spered ar Goursez" Al Liamm 1962 --Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 20:26 (UTC)
- Al Liamm, 1950 : "Mar bije divizet lakaat moulañ an oberenn gurunennet war goust ar C'hoursez, avat, [...]"
- Al Liamm, 1950 : "8. - Douget e vo ar barn abred awalc'h da vout embannet dirak an holl diwar ar Maen-Log da zeiz ar C'hoursez digor ar bloaz 1951."
- Al Liamm, 1964 : "Ar Renerien a zegas da soñj ez eo ar C'hoursez bepred digor d' an diskibien."
- Al Liamm, 1964 : "Izili ha keneiled ar C'hoursez a verko deizioù an Emvod-mañ war o c'harned-notennoù."
- Al Liamm, 1965 : "Pedet omp gant ar C'hoursez da embann kement-mañ : [...]"
- Al Liamm, 1965 : "O heulian ali un niver mat a geneiled, e kred ar C'hoursez ez eo he dlead dastum ar profoù dre [...]"
- Al Liamm, 1969 : "An Tribann, kelaouenn voulet ar C'hoursez, enni ur pennad digeriñ e brezhoneg gant A. Russon."
- Al Liamm, 1969 : "Poellgor ar C'hoursez en deus graet e venoz sevel an diazezoù kentañ o neveziñ ar « Framm keltiek » kozh, e-kerz e vodadenn d' an 9 a viz Meurzh."
- Al Liamm, 1969 : "Keit ha ne vo ket gwellaet an traoù e ledanaimp kevrennoù ar C'hoursez hag e kemerimp pep Kadoriad da rener."
- Al Liamm, 1969 : "Chom a ra feal ar C'hoursez d' hec'h uhelvennad o kinnig an hent, ar c'hempouez hag an unvaniezh."
- Al Liamm, 1969 : "Sekretourva ar C'hoursez ne gavo ket amzer evit respont d' un niver bras a lizhiri."
- Al Liamm, 1977 : "Pa voe krouet ar C'hoursez, ez eas Frañsez Even da zrouiz, ha [...]"
- Al Liamm, 1980 : "En-dro d'an delwenn, oberenn gaer Rafig Tulou, e oa bet graet ul lideñvor gant izili ar C'hoursez."
- Al Liamm, 1980 : "Gouelioù lid ar C'hoursez a dlee bezañ e Perroz, e miz Gouere 1952, un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h Bains."
- Al Liamm, 1980 : "Mantret eo Poellgor ar C'hoursez da gemenn deoc'h ez eo set da anaon, d'an 30 a viz Here 1980, e Wennded EOSTIG SARZHAV (Per Loisel), [...]"
- 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 20:38 (UTC)
- Me felle din komz eus ar skouerioù gant goursez gourel ;-) :
- Marteze e c'hallfec'h profañ geriadur Favereau da Bêr-Vari Kerloc'h ? 94.238.208.166 4 Mae 2022 da 20:40 (UTC)
Kement all a c'haller kaout gant skouerioù gourel. Ali on ober gant ar stumm gourel rak evel-se e vez graet gant ar geriadurioù nevesañ ha niverusañ evit doare, ha poellekoc'h eo e-keñver etimologiezh ar ger goursez.--Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 21:23 (UTC)
- A ya, ar skouerioù gourel niverus n'oc'h ket gouest da ziskouez amañ. 94.238.208.166 5 Mae 2022 da 04:41 (UTC)
- Pa'z out gouest da gavout ar skouerioù a-us ha d'o adskrivañ amañ e c'hallez ober kemend-all gant ar re er stumm gourel moarvat da ziskouez az teus daou wennegad feiz vat ? Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 09:54 (UTC)
- Kit 'ta da zisplegañ da skipailh Al Liamm e rankfent "reizhañ" kemennadennoù ar C'hoursez, beg bras ! 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:05 (UTC)
- Hag ezhomm 'oa da lakat beg bras ouzhpenn ?! 2A01:CB08:8BB7:F100:D490:E24B:1E25:C458 6 Mae 2022 da 10:39 (UTC)
- D'un den o lavarout din labourat en e lec'h ? en ur ober un "den a feiz fall" ac'hanon ? Ya, sur ! 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:50 (UTC)
- Dalv ket ar boan bouetañ an troll Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 11:35 (UTC)
- Hag ezhomm 'oa da lakat beg bras ouzhpenn ?! 2A01:CB08:8BB7:F100:D490:E24B:1E25:C458 6 Mae 2022 da 10:39 (UTC)
- Kit 'ta da zisplegañ da skipailh Al Liamm e rankfent "reizhañ" kemennadennoù ar C'hoursez, beg bras ! 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:05 (UTC)
- Pa'z out gouest da gavout ar skouerioù a-us ha d'o adskrivañ amañ e c'hallez ober kemend-all gant ar re er stumm gourel moarvat da ziskouez az teus daou wennegad feiz vat ? Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 09:54 (UTC)
Gourel ar ger hervez Albert Deshayes : Goursez (goursez, 1499), s. m., délai, de gour- + sez, répondant au gallois gorsedd, assemblée. Dictionnaire étymologique du breton, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, pajenn 653b.
En e romant Amañ hag ahont e ra Jarl Priel gant « ar Gorsedd » er pajennoù 276, 278. Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:1505:FB75:521D:171D 5 Mae 2022 da 07:59 (UTC)
- Ha piv oa Drouiz meur ar C'hoursez e 1499 neuze ? 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:00 (UTC)
- Ur ger all eo ar ger goursez gourel meneget gant AD, emañ ivez e geriadur RH, diouzhtu goude an hini benel, p. 334a :
- goursez f. -ioù gorsedd.
- goursez m. -ioù délai, prorogation, sursis.
- 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:29 (UTC)
- A zo gwir, ya. 2A01:CB08:8BB7:F100:D490:E24B:1E25:C458 6 Mae 2022 da 10:40 (UTC)
Lennet 'meus aketus ar skouerioù disheñvel. Soñjal a raen e oa kentoc'h gourel ar ger, diouzh e etimologiezh, met kavet a ra dit e vije gwelloc'h implijet ar stumm benel, pezeogwir eo an hini implijet gant an drouized o-unan. Ne vir ket ouzhin da soñjal eo ken reizh an daou stumm. A galon, -- Lekemok (kaozeal) 6 Mae 2022 da 10:23 (UTC)
- Daoust m'en doa prouet F. Favereau e oa ret d'an dud paouez a lavarout ar C'hoursez evit abegoù skiantel uhel hag etimologel meurbet ? Diwallit, un notenn fall ho po en trimiziad a zeu ! 194.56.225.99 6 Mae 2022 da 10:39 (UTC)
- Ne lavaran ket eo reizh pe direizh implij an eil pe egile. Pa ne c'haller ket ober gant an daou war un dro amañ, kenkoulz mont da-heul ar geriadur brezhoneg nevesañ, hini an Here, pe Meurgorf mar karit. Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 11:41 (UTC)
- Geriadur Martial Ménard, 2012, p. 107a : "ASSEMBLÉE [...] (assemblée druidique) goursez f. [...]" 176.167.131.104 6 Mae 2022 da 11:51 (UTC)
- Meurgorf : "Mot présent dans * NDBF * GBAHE"
- "Disoñjet" ganto menegiñ ez eo ur ger benel e NDBF... 176.167.131.104 6 Mae 2022 da 12:01 (UTC)
- Petra eo ar berradurioù iskis-se ? Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 13:24 (UTC)
- Goulennit ganto, ul load gwe o deus, anvet "brezhoneg.bzh", pezh a zo drol a-walc'h, rak n'eo ket ul load brezhonek, met unan "divyezhek", leun a c'halleg eta. 176.164.213.79 6 Mae 2022 da 14:06 (UTC)
- Ma, gwregel eo ivez e Dictionnaire classique français-breton Reun ar Glev, pajenn 1636 :
- GORSEDD (M.) Goursez (F.)
- Goursez ar Varzhed a zo bet kaer ha tud a vostad a oa deut da ziskouez o c'harantez d'ar Varzhed. DIHU. 1912 p. 133
- --2A01:CB08:8BB7:F100:FC4E:4152:B0D9:1B44 6 Mae 2022 da 16:01 (UTC)
- Goulennit ganto, ul load gwe o deus, anvet "brezhoneg.bzh", pezh a zo drol a-walc'h, rak n'eo ket ul load brezhonek, met unan "divyezhek", leun a c'halleg eta. 176.164.213.79 6 Mae 2022 da 14:06 (UTC)
- Petra eo ar berradurioù iskis-se ? Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 13:24 (UTC)
Brezel embann
kemmañN'eo na seven na reizh kregiñ ur brezel embann diwar-benn un danvez e-pad un diviz diwar-benn ar memes tra. Lenn a ran 16 kemm d'an nebeutañ a-berzh an IP 94.238.208.166 (evezhiet dija) evit plantañ e soñj e pennadoù zo d'ar 4 a viz Mae etre 21:02 ha 21:13 e-keit ha ma oad o komz eus an dra-se amañ hag a-raok ma vefe divizet tra pe dra.--Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 21:23 (UTC)
- Savet ur brezel embann ouzhin va unan eta. 94.238.208.166 5 Mae 2022 da 04:39 (UTC)
- "evit plantañ e soñj". N'on ket ezel eus ar C'hoursez, ne skrivan ket e-barzh Al Liamm kennebeut, n'eo ket "va" soñj. Evel se e vez lavaret ha skrivet ar ger-se, tra ken. 94.238.208.166 5 Mae 2022 da 04:43 (UTC)
- Pa vez da choaz etre daou c'her, pe daou jener kentoc'h, hag e vez kavet skouerioù evit an daou, e vez furoc'h leuskel an traoù evel m'emañ ha gortoz un diviz war ar bajenn gaozeal. Gwareziñ a rin ar bajenn betek ma vezo kavet un diskoulm padus neuze. Lekemok (kaozeal) 5 Mae 2022 da 06:51 (UTC)
- Mat e vefe paouez gant gerioù evel "brezel" evit n'eus forzh petra : un tamm dizemglev zo, evel alies, dister dra : Ar C'hoursez, ganin.
- A-hend-all, seurt kemmoù ne vezont ket mallus bras, met kemmoù bras int, ha n'eo ket d'un ezel (ha nebeutoc'h da unan n'eo ket ezel zoken) da gemmañ anvioù implijet er wikipedia gant tud all a bell zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mae 2022 da 08:19 (UTC)