Wikipedia:Kannadig ar verourien
Gant ar soñj lakaat ar gumuniezh da gompren ha da heuliañ gwelloc'h labour ar verourien eo bet krouet ar c'hannadig-mañ. Drezañ e c'hallo ar verourien reiñ keloù eus o labour p'o do c'hoant. Gallout a raint reiñ displegadurioù ha displegañ o c'hudennoù pe o zaolioù imor ivez. M'hoc'h eus kudenn pe gudenn pe c'hoant gouzout tra pe dra ent resis, trugarez da implijout pajenn gaozeal ar c'hannadig-mañ.
Dielloù:
Kenurzhiañ
@VIGNERON: @Lekemok: C’hoant ho peus kemer pezh pe bezh eus al labour? Ober war-dro ar pajennoù da ziverkañ, pe n’ouzon ket petra all? Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 18:12 (UTC)
Diverkañ adkasoù davet rummadoù pe chom hep ober
Hervez a gomprenan: dre vras, derc’hel un adkas davet ur pennad ne ra ket poan, neuze e tlefent bezañ dalc’het peurliesañ. Evel-just eo ret diverkañ an adkasoù a-enep d’ar reolennoù (nann-neptu, kunujennus…). En esaouennoù anv all e c’hell bezañ disheñvel an traoù, d’am soñj. Er wiki saoznek e vez diverket an adkasoù davet rummadoù, war-bouez un nebeut anezho displeget er bajenn-mañ. Gallout a rafemp ober gant ar reolennoù-se evit poent ha gwelout en un ober hag-eñ hon eus ezhomm cheñch anezho evit hor wiki. A-du oc’h? Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 07:18 (UTC)
Adkasoù ha kemmadurioù
A-wechoù e vez krouet adkasoù evel Wengamp pe Golombia, a laka aesoc’h ober ul liamm davet Gwengamp pe Kolombia. Diezhomm int ha kompren a ran ar c’hoant diverkañ anezho, met «digoust» int ivez, ha ne gemeront ket plas ur pennad all. Petra a soñj deoc’h? Derc’hel pe diverkañ? Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:39 (UTC)
Gallout a reer farsal, met din e vefe plas ar pennadoù-se en asaouenn anv Wikipedia ha n’eo ket en hini pennañ, da skouer: Wikipedia:Fent/Robinhoudeg. A-du oc’h evit dilec’hiañ? Ha dibrennañ Kaozeal:Robinhoudeg, kement hag ober? Huñvreüs (kaozeal) 23 Ebr 2022 da 21:54 (UTC)
Ezmerourien hag ezburevidi
Krouet am eus patromoù evito ha lakaet am eus anezho e lec’h ar patromoù Implijer Merour / Bureviad en o fajennoù implijer evit sklaeraat an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 13:54 (UTC)