Salud dit ! Diverket 'peus ma reizhadennoù er pennad Paul Revere's Ride. N'eo ket diwar skañv e oant bet degaset ganin. Diwar-benn an implij eus "a-benn", sell ouzh pennad Yann Gerven [1]. Ha diwar-benn an implij eus "lakaat termen", sell ouzh Devri. A galon, --Llydawr (kaozeal) 6 Meu 2019 da 16:57 (UTC)Respont

Salud dit, Ne'm eus ket diverket da zifaziadenn "evit" e-lec'h *a-benn, skrivet em eus e oa direizh *a-benn, zoken, peogwir e oa bet graet kazeg gant al Lifreoù Ruz  ! Evit a sell ouzh "lakaat termen da", gant an droienn-se em befe graet ivez er c'hemperzh, setu em boa lennet Devri (13) ha geriadur Martial p. 1314b, linenn 9/10 a-raok diverkañ *fin evit distreiñ da skrid Keritiad. Trugarez evit bout kenlabouret, aze emañ spered ar Wiki. --Ar choler (kaozeal) 6 Meu 2019 da 17:21 (UTC)Respont

Iwerzhoneg

kemmañ

Salud dit ! turas eo ar ger en nominativ ha turais er genitiv, evel ma weler er geriadurioù iwerzhoneg. Hag evel-se eo skrivet, evel-just, ma sellez ouzh an dave roet (ret eo klikañ war "Oscail taifid scanáilte" evit gwelet un notenn dornskrivet). A galon, --Llydawr (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 10:35 (UTC)Respont

OK, ne oan ket aet pell a-walc'h ! Trugarez dit, --Ar choler (kaozeal) 4 Ebr 2019 da 10:59 (UTC)Respont

Wikipedia:Dilennadeg 2022

kemmañ

Salud, Trugarez vras eus ho pedadenn met ne gav din en defe ur paourkaezh IP ar gwir da vouezhiañ da-geñver ar seurt darvoud pouezus-kenañ evit ar gumuniezh. Chañs vat d'ho lapined memes tra ! A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:489A:903D:3315:DE12 15 C'hwe 2022 da 11:44 (UTC)Respont

Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
--  Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:33 (UTC)Respont

Goulenn ali

kemmañ

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:16 (UTC)Respont

Mizvezh Diplomatiezh Sevenadurel Ukraina 2024

kemmañ

https://meta.wikimedia.org/wiki/Ukraine%27s_Cultural_Diplomacy_Month_2024/Participants/br Krog on da dreiñ an traoù amañ, ma fell deoc'h sikour? A galon Dishual (kaozeal) 2 Meu 2024 da 21:39 (UTC)Respont

Ur c'heloù mat ! Astennet em eus Ukraineg ha Kan broadel Ukraina ; dav e vefe rannañ al labour, kuit a gaout 2 bennad war ar memes danvez ? Ar choler (kaozeal) 3 Meu 2024 da 20:49 (UTC)Respont
Demat, normalamant em eus troet tamm pe damm darn ra c'hemennadennoù. Da wiriekaat ha stankan an toulloù a chomo benn neuze.
A galon Dishual (kaozeal) 3 Meu 2024 da 20:56 (UTC)Respont
  Ar choler (kaozeal) 4 Meu 2024 da 13:32 (UTC)Respont

Kemm en da bajenn implijer

kemmañ

Iskis eo ar c’hemm-mañ. Graet ganit hep bezañ kevreet, pe graet gant un den all? Derc’hel pe nullañ? Huñvreüs (kaozeal) 10 Meu 2024 da 16:31 (UTC)Respont

N'eo ket bet graet ganin : ne ouzon ket alamaneg. Nullet em eus ar c'hemm. Trugarez dit evit da gemennadenn ! Ar choler (kaozeal) 10 Meu 2024 da 17:03 (UTC)Respont

Hentoù-harn

kemmañ

Demat. Unan all evidoc'h 'benn p'ho c'hoant. "* War al linenn hent-houarn Sant-Meven Loudieg, serret, emañ Tremorae."Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 16:09 (UTC)Respont

Re wir ! PK 42,75 adalek Loudieg ! Kenderc'hel a rin da gempenn al linennoù a zo, a-raok stagañ ganti. Ar choler (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 16:41 (UTC)Respont
Mat-tre. trugarez. Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 17:12 (UTC)Respont
  Graet eo ! Ar choler (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 18:47 (UTC)Respont
Dreist! Dakbzh (kaozeal) 1 Ebr 2024 da 20:00 (UTC)Respont

Emgannan Alre

kemmañ

N'on ket echu. amzer mar plij ! Kadwalan (kaozeal) 23 Ebr 2024 da 20:28 (UTC)Respont

Ne'm eus graet nemet lemel ur skeudenn doubl ; ne c'heller ket gouzout pegoulz e vez "echu" ur pennad. Ar choler (kaozeal) 24 Ebr 2024 da 09:19 (UTC)Respont
Gallout a reer kavout un tamm pasianted ha chom hep kemm traoù er pennadoù just goude ar c'hemmoù diwezhañ, betek-gouzout ne vefe ket echu end-eeun. Klasket em eus ar skeudenn zoubl-se evit ober udb. ganti. N'eo ket grevus met torr-penn eo koll amzer. Kadwalan (kaozeal) 24 Ebr 2024 da 12:25 (UTC)Respont

Gwarezva Arabia ar Su

kemmañ

Ne gavan ket gwelloc'h ar bajennad evel m'emañ bremañ... Tanjee 66 (kaozeal) 25 Ebr 2024 da 23:05 (UTC)Respont

OK, nullet em eus ar c'hemmoù. --Ar choler (kaozeal) 26 Ebr 2024 da 09:17 (UTC)Respont
Trugarez dit. Tanjee 66 (kaozeal) 26 Ebr 2024 da 09:36 (UTC)Respont

Restroù da ziverkañ

kemmañ

Demat dit,

Pa vez ur restr dizimplij, hep doareoù-implijout, ha degaset gant un implijer aet kuit eus ar wiki, e kavan gwelloc’h ober gant {{delete}}. Kalz restroù eus ar seurt-se zo, gallout a rafen lakaat Pywikibot da ziverkañ pep tra e rummad Candidates for speedy deletion ha mat pell zo. Huñvreüs (kaozeal) 17 Mae 2024 da 09:08 (UTC)Respont

  OK, trugarez dit. Ar choler (kaozeal) 17 Mae 2024 da 12:17 (UTC)Respont

Liv melen ar patrom

kemmañ

Reizhet eo bet livioù ar patrom ganeoc'h :

Rummad : Lennegezh
Ar skrivagnerien
An oberennoù
Al lennegezhioù
Rummadoù lennegel


Melen (ha linennoù mouk) e oa avat evit klotañ gant patromoù :

  1. Patrom:Framm porched al lennegezh
  2. Patrom:Framm porched al lennegezh vrezhonek

Ne gave ket deoc'h e oa brav ?

MP (kaozeal) 19 Mae 2024 da 22:52 (UTC)Respont

Ne'm eus kemmet na livioù ar bevennoù (mouk #a77) na re al linennoù (gwenn #fff ma melen #ffff90). Ar pezh am eus graet eo eeunaaat an HTML (-1/3) ha lakaat titl ar patrom war wel war un drekleur #ccf e-lec'h melen (da ziforc'hañ diouzh ar rummadoù) pe #a77 (dilennus e oa an disoc'h). Distreiñ d'ar stumm kent a c'hallit ober bepred ! Ar choler (kaozeal) 20 Mae 2024 da 07:14 (UTC)Respont