Tanjee 66
Salud, Tanjee 66, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Tanjee 66. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.
Timbroù
kemmañDemat dit,
Gwelet am eus ez peus pellgarget skeudennoù eus timbroù etre 2007 ha 2009 hep menegiñ doareoù implij. Er mare-se ne oa ket doujet a-walc’h ouzh ar gwirioù implijer er wiki, met bremañ e klasker ober war-dro ar gudenn-mañ ha treuskas ar skeudennoù da gCommons, ma vo graet war o dro gant tud a oar ober kalz gwelloc’h egedon. Ha gallout a rafes kas da skeudennoù da gCommons, ma n’eo ket bet graet dija? Evel-se e c’hellfen diverkañ anezho amañ hep koll danvez ebet. Huñvreüs (kaozeal) 31 Gen 2024 da 08:23 (UTC)
- Demat dit,
- Trugarez evit an evezhiadennoù. Kalzig luc'hskeudennoù em eus kavet anezho e Commons, dav din gwiriekaat ma 'z eo mat evit an holl. Hir awalc'h eo ebarzhiñ ul luc'hskeudenn e Commons bremañ, ne vo ket graet diouzhtu.
- A galon Tanjee66 Tanjee 66 (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 12:38 (UTC)
- Trugarez dit. Mat eo din, n'eo ket mallus. Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 12:55 (UTC)
Tibet hag all
kemmañSalud dit, Diwar-benn ar c'hemmoù degaset ganin e c'hellan lavaret kement-mañ : e-barzh da bennadoù e rez gwechoù zo gant an amzer-dremenet ("aloubet e voe"), ha gwechoù all gant an amzer-vremañ. Unvanet em eus an traoù, o lakaat an amzer-dremenet e pep lec'h. Kement-se am eus graet peogwir em eus heuliet ar reolenn displeget gant Jean-Yves Lagadeg en e studiadenn diwar-benn an amzeriañ, "furmoù-verb hag amzerverkerioù", ma tispleg e reer gant an amzer-dremenet e brezhoneg pa vez ur ger er frazenn a verk ur mare en amzer-dremenet (da skouer "e 1909 e teuas"). Ma 'peus arguzennoù kontrol, on prest da selaou anezho, evel-just. A galon, Llydawr (kaozeal) 1 Mez 2024 da 09:07 (UTC)
- Demat, Trugarez evit bezañ respontet din. Ne ouien ket ar reolenn-mañ ha diaes eo din mont a e-enep ar pezh a lavar un den ken gouiziek a Jean-Yves Lagadeg. N'em eus arguzenn kontrol ebet evit poent, nemet e kredan ez eus amañ peadra da dabutal rak strishaat a ra doare-skrivañ ha frankiz ar skrivagner (ar "skriver" kentoc'h !) hervezon, pounneraat a ra ar skrid ivez. N'on ket evit sevel un taol dispac'h e-barzh Wikipedia avat. Klask a rin sentiñ ouzh ar reolenn-se neuze. A galon Tanjee 66 (kaozeal) 2 Mez 2024 da 08:47 (UTC)