Wikipedia:Dilennadeg 2022
Kevarc'h d'an holl,
- N'eo ket meret ar Wikipedia brezhonek, gwelit Wikipedia:Pajennoù da nullañ ha Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien ; mot eo Kannadig ar verourien abaoe 2007.
- Burevidi
- Kadwalan : degasadenn diwezhañ d'ar 28/02/2019.
- Merourien
- Fulup : degasadenn diwezhañ d'ar 28/02/2019 ; kemennet e vije mat dilenn merourien ouzhpenn (8 a viz Gouere 2019).
- Gwendal : degasadenn diwezhañ evel merour d'ar 7 a viz Eost 2021
- Poent eo dilenn merourien all eta.
- Pemzek (15) implijer·ez zo oberiant en un doare reoliek : Alan Dipode, Alan J. Roxx, Ar choler, Arko, Baleer, Bianchi-Bihan, Dakbzh, Dishual, J.C Even, Kevregourez, Lekemok, Llydawr, Pymouss, Undenbennak ha Vigneron.
- Aozañ un dilennadeg a c'heller neuze mard eus hini pe hini a gement a vefe a-du da sammañ ar garg (me ne c'hallan ket lakaat ma anv rak an hanter nebeutoc'h eget 200 kemm am eus graet er raktres-mañ), met ar vurevidi hepken a c'hall reiñ ar binvioù d'ur merour pe ur verourez nevez-dilennet... Ha n'eus bureviad oberiant ebet ken ivez.
- Mard eus dilennet den pe zen neuze e vo ret tremen dre (en) Wikimedia. • Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:17 (UTC)
Alioù kentañ
kemmañ- Implijer:Alan Dipode — Ne gred ket din em befe gwir da vouezhiañ, rak re zibaot a wezh e kemeran perzh e Wikipedia (nebeutoc'h eget 30 degasadenn aba grouis ur gont e 2015). Trigarez deoc'h, Alan Dipode (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 16:55 (UTC)
- Ur mennozh mat e vije kaout burevidi ha merourien nevez, galvoù a oa bet graet ar bloavezhioù tremenet, hep re a verzh avat. Start e vezo kavet tud kalonek avat, kustum eo pep hini da labourat eus e du 'meus aon, ha dreist-holl e vije ret kaout muioc'h a dud oberiant. Met ar brezelioù degaset nevez zo gant IPoù ne roont ket ur skeudenn gwall vat eus hon labour siwazh. Lekemok (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 20:27 (UTC)
- Astenn Ma, un tamm cheñch-dicheñch e oa bet va c'hemer-perzh a-hed an amzer, met kontant e vezin da vont da verour (gant ma vezo unan all) tra ken evit distankañ traoù zo evel ar pennadoù mat ha seurt traoù. Lakaet 'meus da bal da zont da nebeutañ ur wezh a sizhun da gemmañ pennadoù forzh penaos. Lekemok (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 11:17 (UTC)
- Resisadenn: n’eus bureviad ebet, ha ret e vefe kaout 15 vot da nebeutañ evit dilenn unan nevez (da lavarout eo: ne vo ket graet). Met n’eo ket alies e ranker cheñch gwirioù an implijerien, ha gallout a reer goulenn kement-se ouzh ar stewarded. Huñvreüs (kaozeal) 30 Meu 2022 da 17:45 (UTC)
- Astenn Ma, un tamm cheñch-dicheñch e oa bet va c'hemer-perzh a-hed an amzer, met kontant e vezin da vont da verour (gant ma vezo unan all) tra ken evit distankañ traoù zo evel ar pennadoù mat ha seurt traoù. Lakaet 'meus da bal da zont da nebeutañ ur wezh a sizhun da gemmañ pennadoù forzh penaos. Lekemok (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 11:17 (UTC)
- N'eo ket "brezelioù" hepken a ra an IPoù-se met louzañ ar wikipedia gant o sorc'hennoù strizhkredennek ha drailhañ labour dereat ar wikipedourien all. O divarregezh da genlabourat ha da welout pelloc'h eget o begel eo a gas anezho d'ober drailh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 20:37 (UTC)
- Kalz labour bet goulennet gant tud zo chomet e-skourr, evel reizhañ ar patrom Coord, da skouer. Pa lennan ar bajenn Wikipedia:Merourien e soñj din e c'hellfen bezañ merourez, evit klask ober ar pep mallusañ da vihanañ.
- Setu e lakaan ma anv, gant ma vo tud all o'n em ginnig ivez. Kevregourez (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 21:35 (UTC)
- N'emaon ket el listenn daoust da 546 degasadenn, met setu ma ali memestra : nebeut-tre a c'halloudoù ouzhpenn zo gant ar verourien e-keñver re an implijerien all (enrollet pe get) ; evit gwir, ne vefe ket ezhomm anezho ma vefe onest an holl implijerien ha ma kenlabourfent evit ar wiki en ur lezel o ego a-gostez. Emgenurzh zo ezhomm kentoc'h eget merourien. Evidon-me, trawalc'h eo din ober labour ur patroller (nann-ofisiel peogwir n'eus merour oberiant ebet), da lâret eo kempenn stumm ar pennadoù. Patroller engineer (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 08:57 (UTC)
- N'anavan ket mat a-walc'h ac'hanoc'h da vout gouest da lâr piv a c'hallfe bet dilennet pe pas. Ho leukel a ran dibab an hini a zereo. Undenbennak (kaozeal) 16 C'hwe 2022 da 11:04 (UTC)
- Nebeutoc'h eget 200 degasadenn ganin ivez, n'hallan na mont war ar renk na mouezhiañ. Merourion zo ret koulskoude, zoken gant ken nebeut a berzhidi, rak un implijer na zouj ket d'an dereadegezh e pep keñver — labour ha darempredoù — zo trawalc'h evit breinañ ar raktres. アラン Alan J. Roxx (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 09:20 (UTC)
- Neuze, petra a raimp ? --Lekemok (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 10:47 (UTC)
- Gortoz un tamm, me 'soñj din, rak nav implijer n'o deus ket roet o ali. Lezel pemzektez dezho, betek al Lun 14 a viz Meurzh, lakaomp ? Patroller engineer (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 11:00 (UTC)
- Daoust ha ne vefe ket fur ha talvoudus goulenn un tamm skoazell digant Fulup ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:207E:EE3B:BC48:1518 28 C'hwe 2022 da 10:57 (UTC)
- Lenn a ran amañ a-us n'en deus graet netra e-pad tri bloaz, ha goulennet en deus ma vefe dilennet merourien all. Kas ur gemennadenn d'ar re a zo chomet mut, evel m'en doa graet Ar choler pemzektez zo ? Patroller engineer (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 11:03 (UTC)
Daou anv zo betek-henn : Lekemok ha Kevregourez.
Roit hoc'h ali a-zivout an dilennadeg, ha lakait hoc'h anv 'ta !
Kevregourez (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 15:49 (UTC)
- Daoust ha lezet e vo un den da votiñ meur a wech, m'en deus meur a gont (evel da skouer Kevregourez/Patroller engineer/Alan J. Roxx, aka Sad Edgar) ? Ne gavan ket e vefe gwall zemokratel. --Hans Abherve (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 16:21 (UTC)
- ... ha Keritiad/ Rudlamot/Yoael ar C'horr... Evit prouiñ n'eo ket gwir n'eus nemet fiziout un enklask neptu e merourien a fiziañs, evel Vigneron. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 17:43 (UTC)
- N'on ket ken merour amañ abaoe 2015.
- Evit prouiñ, ret eo kaout proueen da gentañ. @Hans Abherve ha Bianchi-Bihan: perak a soñjit en ar c'hontoù-se ? pelec'h emañ ar prouenn pe an arouez ?
- N’eus forzh penaos, n'eus ket d'ezhomm da strafouilhañ diouzhtu-kaer, tu vo da sell ouzh disoc'hoù ar votadeg a-raok digoulenn gant ar stewardda rein statud merour. Ouzhpenn, evit an dilennadeg diwezhañ ur reolenn oa « Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 4 miz d'an nebeutañ » (pezh n'eo ket gwir evit Implijer:Patroller engineer, hag ar c'hontoù Keritiad/Rudlamot/Yoel ar C'horr n'int ket oberiant ken). A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 Meu 2022 da 19:34 (UTC)
- @VIGNERON: Respontoù resis, sklaer ha fur : 'tefe ket c'hoant d'adlakat da anv evel merour, kement ha reiñ dorn, e-pad ur pennadig-amzer d'an nebeutañ, d'ar re o doa laket o hini dija ? Ezhomm bras 'zo. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:103C:B95E:A11D:7640 7 Meu 2022 da 10:53 (UTC)
- ... ha Keritiad/ Rudlamot/Yoael ar C'horr... Evit prouiñ n'eo ket gwir n'eus nemet fiziout un enklask neptu e merourien a fiziañs, evel Vigneron. Bianchi-Bihan (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 17:43 (UTC)
- Re a zra m'eus d'ober dija war ar wikioù (ha n'eo ket flour atav ma vrezhoneg), merour on war Wikipedia e galleg, war Wikimammennoù, h.a met gallout a ran sikour martese. A galon, VIGNERON (kaozeal) 28 C'hwe 2022 da 17:20 (UTC)
- Sikour 'c'hallez, sur eo. 2A01:CB08:8BB7:F100:C43:9890:530A:C65D 28 C'hwe 2022 da 17:47 (UTC)
- Demat deoc’h! Klasket am eus kenlabourat amañ — ne zeuan ket a-benn da grediñ e oa e 2019, er bed araok. Kavet am eus diaes hen ober evit an abegoù meneget ganeoc’h, ha kalz gwelloc’h e vije bet ar vuhez gant muioc’h tud evit stankañ an IPoù groñs. Goude-se am eus kempennet ar Wikimammenn. Aet e oan bet da verour evit hen ober gwelloc’h : pajennoù a oa da ziverkañ, traoù a oa da cheñch e pajennoù gwarezet (sed amañ un ali: ma dilennit merourien, roit dezho gwirioù merañ an etrefas ivez, a-hend-all ne vo den ebet gouest d’hen ober nemet dre c’houlenn digant ar stewarded pep gwech). Dihanet am eus peogwir ne gaven ket talvoudus labourat em unan, ha moarvat ne oa den ebet evit lenn ar wiki-mañ. Urzhiataerour a-vicher on, anavezout a ran meziant Mediawiki peogwir am eus labouret gantañ evit ma labour (un nebeut bloavezhioù zo, met ne vezont ket disoñjet traoù eus ar seurt-se ken buan). N’am eus ket graet degasadenn ebet abaoe pell zo, met gallout a rafen dont en-dro ma vefe meret ar wiki. Huñvreüs (kaozeal) 16 Meu 2022 da 21:27 (UTC)
- Hag evel-just : [1] [2]. Urzhiataerour zo brezhonek hervez Favereau, met n’eo ket hervez IPoù zo, ha ne glaskont ket komz pe skrivañ pajennoù, nemet plantañ ar reuz. Huñvreüs (kaozeal) 17 Meu 2022 da 17:00 (UTC)
- Re aes eo kompren ar ger "urzhiataerour", petra 'ri, evit an aotrou Kuzh, a zo "glanyezhour" ha "prederegour" a-vihanik, ha kuzhet a-dreñv e niverennoù cheñch-dicheñch. --Hans Abherve (kaozeal) 18 Meu 2022 da 13:27 (UTC)
- Gant Google...
- stlennegour : 340 disoc'h,
- urzhiataerour : 5 disoc'h.
- C'ha ! c'ha ! c'ha !
- 89.83.212.115 18 Meu 2022 da 15:40 (UTC)
- Hag ivez...
- ijinour kompoderezh : 4 disoc'h
- (Kreizenn ar geriaouiñ : "informaticien : ijinour kompoderezh .g")
- 176.182.28.217 18 Meu 2022 da 15:55 (UTC)
- Un tamm pell emañ Yann diouzh e gazeg, 'soñj ket deoc'h ? Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2022 da 23:20 (UTC)
- Lekemok, petra a rafec'h mar befec'h dilennet evel merour : lezel erlec'hiañ "stlennegour" ouzh "urzhiataerour", ya pe get ? Ha perak ? 89.83.215.88 19 Meu 2022 da 10:02 (UTC)
- Dija e taolfen un tamm muioc'h a evezh ouzh ar mesajoù, c'ha c'ha.
- Siriusoc'h, war ar foñs, "urzhiataerour" pe "stlennegour", ne vern din, splann eo an hini kentañ, implijet stank an eil. Da envel ar pennadoù pe ar rummadoù ez afen muioc'h war-zu "stlennegour" moarvat dre ma vez erbedet hag e seblant din bezañ implijetoc'h, n'eo ket evit kelo-se avat e huchin ma welan un "uzhiataerour" bennak silet amañ pe ahont, dreist-holl e-kreiz ar pennadoù. Mod pe vod, ne rin netra va-unan. Ma vez da erlec'hiañ un term gant egile e vezo gant asant ar gumuniezh ha diwar arguzennoù kinniget sioul. M'eo displijet unan gant un term a zo bet lakaet da anv ur pennad, gwelloc'h sachañ an evezh war ar bajenn gaozeal peotramant en davarn. Siwazh meur a wezh e oa bet brezelioù ha sach-blev war seurt tachenn (soñj 'meus c'hoazh eus emgann an ibil-chokolad), gant arguzennoù mat alies, met kinniget en doare gwashañ a zo, m'eo bet diaes da izili ar gumuniezh kemer perzh e seurt diviz. Lekemok (kaozeal) 23 Meu 2022 da 08:53 (UTC)
- Lekemok, petra a rafec'h mar befec'h dilennet evel merour : lezel erlec'hiañ "stlennegour" ouzh "urzhiataerour", ya pe get ? Ha perak ? 89.83.215.88 19 Meu 2022 da 10:02 (UTC)
- Un tamm pell emañ Yann diouzh e gazeg, 'soñj ket deoc'h ? Lekemok (kaozeal) 18 Meu 2022 da 23:20 (UTC)
- Gant Google...
- Re aes eo kompren ar ger "urzhiataerour", petra 'ri, evit an aotrou Kuzh, a zo "glanyezhour" ha "prederegour" a-vihanik, ha kuzhet a-dreñv e niverennoù cheñch-dicheñch. --Hans Abherve (kaozeal) 18 Meu 2022 da 13:27 (UTC)
- Hag evel-just : [1] [2]. Urzhiataerour zo brezhonek hervez Favereau, met n’eo ket hervez IPoù zo, ha ne glaskont ket komz pe skrivañ pajennoù, nemet plantañ ar reuz. Huñvreüs (kaozeal) 17 Meu 2022 da 17:00 (UTC)
Ha bremañ ?
kemmañUr miz hanter zo e oa bet sachet hon evezh gant Ar choler war ar poent-se. Daou anv c'hoazh, Kevregourez ha me. Daoust hag e kendalc'homp da glask sachañ tud ? Daoust hag e komañsomp an dilennadegoù kuit da c'helver merourien maez hon wiki da sikour ? -- Lekemok (kaozeal) 23 Meu 2022 da 09:01 (UTC)
- Souezhus eo. Perak ne fell ket d’an implijerien mont da verour? Huñvreüs (kaozeal) 23 Meu 2022 da 09:27 (UTC)
- Abalamour da emzalc'h Bianchi-Bihan abaoe krouidigezh ar Wikipedia brezhonek, anat eo. Setu perak ez eus ez-implijerien enrollet, ez-merourien bet taget gantañ en o zouez, o kenderc'hel da voueta ar wiki dindan IP. --2A01:CB08:890E:C600:2510:2C0C:C4EB:470B 23 Meu 2022 da 10:11 (UTC)
- Arguzenn gozh taolet gant un den a guzh dindan meur a anv (hag a IP) , ha n'en deus graet nemet kunujenniñ ha degas e sorc'hennoù yezhel. Ma en dije bet c'hoant en dije savet pennadoù, dibabet en deus louzañ ha breinañ, ha kenderc'hel a raio muiañ ma c'hallo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2022 da 13:53 (UTC)
- Ha setu BB o respont d'un damalladenn skrivet gantañ e unan dindan un IPv6, evel boaz. 176.173.126.67 23 Meu 2022 da 14:21 (UTC)
- 🤔 Ne zlefe ket emzalc’h un den bezañ ken kudennus. Ma fell d’ar gumuniezh derc’hel anezhañ e c’heller sevel reolennoù ha, pa vez ret, implijout benvegoù Mediawiki. Ma gav gwelloc’h ar gumuniezh ober heptañ ez eus benvegoù evit se ivez. N’eo ket un afer a verour met kentoc’h un afer a gumuniezh, dezhi da zibab. Merourien zo tud gant un nebeut boutonioù ouzhpenn evit naetaat ar wiki, n’int ket barnerien nag archerien. Huñvreüs (kaozeal) 23 Meu 2022 da 10:46 (UTC)
- Arguzenn gozh taolet gant un den a guzh dindan meur a anv (hag a IP) , ha n'en deus graet nemet kunujenniñ ha degas e sorc'hennoù yezhel. Ma en dije bet c'hoant en dije savet pennadoù, dibabet en deus louzañ ha breinañ, ha kenderc'hel a raio muiañ ma c'hallo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2022 da 13:53 (UTC)
- Abalamour da emzalc'h Bianchi-Bihan abaoe krouidigezh ar Wikipedia brezhonek, anat eo. Setu perak ez eus ez-implijerien enrollet, ez-merourien bet taget gantañ en o zouez, o kenderc'hel da voueta ar wiki dindan IP. --2A01:CB08:890E:C600:2510:2C0C:C4EB:470B 23 Meu 2022 da 10:11 (UTC)
Dousik dezhi, aotrou beskont, ma implijfen ho toareoù n'em bije ket savet kement a bennadoù : http://br.wikiscan.org/users. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2022 da 15:19 (UTC)
Lennet en ukwiki
kemmañРосійське вторгнення в Україну: як допомогти й отримати допомогу під час війниPenaos (Aloubadeg Ukraina gant Rusia : penaos sikour ha kaout sikour e-pad ar brezel)
- Вікіпедія:Війна (Wikipedia:Brezel)
Setu petore spered a rankfe ren er Wikipedia brezhonek, ne gav ket deoc'h ? Alan Dipode (kaozeal) 23 Meu 2022 da 18:48 (UTC)
Skuizhusoc’h-skuizhusañ
kemmañLañsit ’ta an dilennadeg, mar plij, ha roomp ar benvegoù evit ober war-dro ar roñfled an trolled ar re skuizhus da genlabourerien oberiant. Kement hag ober e lakan ma anv, n’on ket ur c’henlabourer reoliek met dont a rafen aliesoc’h ma vefe diskoulmet ar seurt kudennoù-se, anavezout a ran mat ar meziant, ha n’am eus en em gannet gant hini ebet. Huñvreüs (kaozeal) 25 Meu 2022 da 17:27 (UTC)
Poent eo kas an traoù war-raok
kemmañKrouet 'meus ur bajenn evit ar votadeg. Kinnig a ran komañs da votiñ a-benn dirgwener, 1añ a viz Ebrel 2022. Ma fell da lod all kinnig o anv, peotramant kinnig anvioù all e chom un nebeud devezhioù evit en ober. -- Lekemok (kaozeal) 30 Meu 2022 da 08:41 (UTC)