Niki Lauda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Skeudennoù
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
[[File:LaudaNiki19760731Ferrari312T2.jpg|thumb|270x270px|Niki Lauda e-pad esaeoù dieub Priz Bras Alamagn [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|1976]] e [[Nürburgring]].]]
'''Andreas Nikolas Lauda''' pe '''Niki Lauda''' (bet ganet e [[1949]]) a zo ur blenier [[Formulenn 1]] [[Aostria|aostrian]] a rede etre [[1971]] ha [[1979]], hag adarre etre [[1982]] ha [[1985]]. Aet ar maout gantañ teir gwech, e [[1975]], [[1977]] hag e [[1984]]. Anavezet eo evit ur gwallzarvoud grevus-tre en deus c'hoarvezet dezhañ e [[Nürburgring]] en [[Alamagn]] e lec'h e oa bet devet ha difetet. Ur film zo bet sevenet e [[2013]] gant [[Ron Howard]] diwar bloavezh ar gwallzarvoud-se, [[Rush (film, 2013)|Rush]].
Linenn 18 ⟶ 17:
Kregiñ a ra mat-tre ar bloavezh [[Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1976|war-lerc'h]] daoust d'ar c'hudennoù gant an hini a zo aet war-lerc'h [[Luca di Montezemolo|di Montezemolo]], [[Daniel Audetto]]. Gounit a ra Lauda pevar eus ar c'hwec'h redadeg kentañ, e gevezerien o vezañ [[Jody Scheckter]] war [[Tyrrell Racing|ar Tyrrell c'hwec'h-rod]] ha [[James Hunt]] war [[McLaren Racing|McLaren]]. A-raok Priz Bras Alamagn e oa sklaer evit an holl e c'hounezo Lauda e eil titl war ar renk, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet abaoe amzer [[Jack Brabham]] e [[1959]] ha [[1960]]. Koulskoude ne oa ket c'hoarvezet an traoù e-giz-se.
 
[[Restr:Niki Lauda 11.jpg|thumbnail|kleiz|Lauda e [[1975]]]]
Renet en doa Lauda un emsav a vlenierien evit boykotiñ ar Priz Bras en abeg da zañjerusted an troiad 23 km hir dindan an hin fall (glav a rae er sizhun a-raok ar redadeg) met votet eo bet gant an darn vrasañ eus ar vlenierien redek ar sul-mañ. Disparti a ra ar redadeg dindan an heol, war un troiad o sec'hañ. Goude un dro gant bandennoù-rod glav e tiviz Lauda, evel ur bern blenierien all, eo gwelloc'h lakaat bandennoù-rod sec'h. En eil tro avat e ya [[Scuderia Ferrari|Ferrari 312 T2]] Lauda er-maez eus an troiad, skeiñ a ra ouzh ur voger, echuiñ e kreiz an hent, treiñ a ra warnañ e-unan o tarzhañ tokarn Lauda er c'hoadoù, a-raok bezañ skoet gant daou garr all. Tanañ a ra karr Lauda diouzhtu. Klask a ra blenierien all, [[Arturo Merzario]], [[Brett Lunger]], [[Guy Edwards]] ha [[Harald Ertl]] lakaat anezhañ er-maez eus e garr tanet met ret eo dezhañ gortoz munutennoù hir e glaouenn-tan-se, o halañ gazoù fall, a-raok bezañ savetaet. Daoust ma oa dihunet e-pad ha just goude ar gwallzarvoud e gouezh Lauda e koma en ospital.
 
Linenn 29:
 
=== Brabham a-raok mont kuit eus ar redadegoù kirri ===
[[Restr:Lauda at 1978 Dutch Grand Prix (2).jpg|thumbnail|kleiz|Lauda e [[1978]]]]
Sachet eo bet Lauda da v[[Brabham]] dre e gudennoù gant [[Scuderia Ferrari|Ferrari]], met ivez gant ur gopr a 1 milion a [[Dollar|zollaroù]]. Siwazh evitañ emañ Brabham o treuziñ un amzer diverzh dindan ren [[Bernie Ecclestone]] daoust ma klask traoù nevez e-keñver teknologiezh, evel evit ar Brabham BT46B, ur c'harr gant un turbin divent a-dreñv a-benn lakaat an aer da dremen. Gounez a ra Lauda Priz Bras [[Sveden]] met arabaet eo ar c'harr diouzhtu dre glemmoù ar skipailhoù all. Evit gwir e ouie [[Bernie Ecclestone|Ecclestone]] e oa e garr er-maez eus al lezenn met fellout a rae dezhañ diskouez ne oa ket e-barzh al lezenn kennebeut karr [[Team Lotus|Lotus]] a implije efed al leur. Ouzhpenn-se e klaske Ecclestone prenañ gwirioù kenwerzhel ar [[Formulenn 1]] ha neuze n'eo ket aet a-enep diviz ar CSI. Poulzet gant ur c'heflusker Alfa Romeo en deus ar c'harr kudennoù yaouankiz a lak Lauda da zilezel redadegoù zo, met pa ya en-dro e red mat evel en [[Italia]] pa c'hounez Lauda. Met e [[1979]], e-pad Priz Bras [[Kanada]] e tiviz Lauda dilezel ar Formulenn 1 diouzhtu, skuizh d'ober "troioù", evit krouiñ ur gompanuniezh aerlistri.
 
Linenn 53 ⟶ 54:
 
==== Labourioù all e Formulenn 1 ====
[[Restr:Andreas Nikolaus Lauda 2011.jpg|thumbnail|dehou|Lauda e [[2011]]]]
Etre [[1992]] ha [[1995]] e labour Lauda gant ar [[Scuderia Ferrari]], pedet gant [[Luca di Montezemolo]] evit reiñ e alioù. Ul levezon en deus bet gant sinadur [[Jean Todt]] e penn ar Scuderia e [[1993]]. Kontañ a ra ar redadegoù kirri evit ar skinwel aostrian abaoe [[1996]] met tamallet eo gant ar chadenn e [[2010]] peogwir e implij al lesanv ''Polack'' evit [[Robert Kubica]]. Distreiñ a ra d'ul labour oberiant o vezañ penn [[Jaguar Racing]] e [[2001]], o vezañ merzhet gant e gomzoù, o lavarout e c'hellfe ur marmouz bleniañ ur [[Formulenn 1|F1]] (klask a ra unan eus e girri ur wezh, oc'h ober nemet penn-da-lostoù, hag o vezañ dic'houest da echuiñ un dro). Lakaet eo er-maez goude ur vloaz gant disoc'hoù spontus [[Jaguar Racing|Jaguar]]. Dont a ra da vezañ Prezidant nann-oberiant eus [[Mercedes Grand Prix|Mercedes AMG]] e [[2012]] hag ul levezon bras en deus bet gant treuzkas [[Lewis Hamilton]] a v[[McLaren Racing|McLaren]] da v[[Mercedes Grand Prix|Mercedes]].
 
Gwerzhañ a ra e gasketenn a guzh e gleuzioù da embregerezhioù zo, o c'hounit kalz arc'hant dre-se.
 
== Buhez personel ==
Daou vab hag ur merc'h en deus bet Niki Lauda gant e wreg kentañ, Marlene Klaus, a-raok disparti e [[1991]]. [[Mathias Lauda|Mathias]] a red e redadegoù kirri, sikouret gant e vreur [[Lukas lauda|Lukas]]. Ur mab all en deus bet er-maez eus e eured, Christoph. Dimeziñ a ra adarre e [[2008]] gant Brigit, 30 vloaz yaouankoù, a oa stewardez en e gompanuniezh hag en deus roet unan eus he lounezh dezhañ. Genel a ra Birgit gevell e [[2009]].
 
== Arouezioù ==
[[Restr:Niki Lauda helmet Museo Ferrari.jpg|thumbnail|kleiz|Tokarn Lauda]]
Anavezet eo tokarn Lauda, ruz, gant e anv skrivet war an tuoù, e gwenn. Lesanvet eo bet "Ar Razh" gant e genvsourted blenierien en abeg d'e zent, pe "SuperRazh" ha memes "King Rat". Lesanvet eo ivez "an Urzhiataer".
 
== Trec'hioù e kevezadeg bed ar Formulenn 1 ==