Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
munudoù
munudoù
Linenn 7:
Ganet eo bet Beethoven en niv. 515 Bonngasse (hiziv niv. 20 Bonngasse) e [[Bonn]]. Mab e oa da [[Johann van Beethoven]] ([[1740]]–[[1792]]) ha da [[Magdalena Keverich van Beethoven]] ([[1744]]–[[1787]]). Badezet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu, met e familh ha diwezhatoc'h e gelenner Johann Albrechtsberger a lide e zeiz-ha-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu.
 
Kelenner sonerezh kentañ Beethoven a voe e dad, ur soner e lez [[Priñs-dilenner]] Bonn hag a oa hervez doare ur stummer garv hag andiawel. Alies e c'hoarveze gant Johann distreiñ d'ar gêr eus un davarn e kreiz an noz ha sachañ Ludwig yaouank er-maez eus e wele dezhañ da seniñ evitañ hag evit e vignoned. Donezon Beethoven a voe anavezet hag eñ yaouank-tre c'hoazh. E gelenner bouezuspouezus kentañ a voe [[Christian Gottlob Neefe]]. E 1787 e veajas Beethoven yaouank da Vienna evit ar wezh kentañ. Eno e c'hellfe bezañ en em gavet gant [[Wolfgang Amadeus Mozart]] ha bezañ sonet evitañ. Rediet e voe da zistreiñ d'ar gêr gant m'edo e vamm o vervel diwar an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]]. Mamm Beethoven a varvas hag eñ 16 bloazvloaz, ha meur a vloavezh-pad eo bet e karg da zesevel e zaou vreur dre ma troe e dad da voesonier gwashoc'h-gwashañ.
 
Dilec'hiañ a reas Beethoven da [[Vienna]] e [[1792]], e lec'h ma studias ur pennadig gant [[Joseph Haydn]] (e plas [[Wolfgang Amadeus Mozart]] hag a oa marvet ar bloavezh kent). Kelennadurezh ouzhpenn a bakas digant Johan Georg Albrechtsberger (stummer pennañ Vienna war ar gendonouriezh) hag [[Antonio Salieri]]. Beethoven a dapas kerkent brud evel [[mailh]] ar [[piano]]. E oberennoù kentañ gant niverennoù opus, an tri zriad piano, a zeuas war wel e 1795. En em staliañ a reas e patrom ar red-micher a oa o vont da heuliañ evit ar peurrest eus e vuhez : kentoc'h eget labourat evit an iliz pe ul lez brientinien (evel m'o doa graet meur a sonaozour en e raok), en em vevañ a rae en ur c'henstrollañ goproù-bloaz pe roadennoù digenvez a-berzh brientinien, korvoder diwar abadennoù dre rakprenañ, sonadegoù, kentelioù, ha gwerzh e oberennoù.