Kaozeal:Energiezh nukleel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
:A-du on ivez. [[Implijer:VIGNERON|VIGNERON]] ([[Kaozeadenn Implijer:VIGNERON|kaozeal]]) 16 Meu 2014 da 18:33 (UTC)
:A-du on ivez. [[Implijer:Gireg Konan]] d'ober gant nerzh nukleel rak se eo ar gerioù a vez implijet er c'helenn skiantoù gant kelennerien Diwan. Gwelloc'h e vez bezañ muioc'h etrebroadel war dachenn ar geriaouiñ evit gallout goude ober al liamm gant ar skiantoù ha labourioù ar skiantourien dre ar bed. Grem/gremm a zo ur ger a zo marvet er yezh da goulz an henvrezhoneg pa dalvez energiezh. A-hend-all, e kaver ar ger o talvezout ur faoutadur en ul lestr, ha klevet am eus tud eus Pleuvihan oc'h implijout ar ger-se evit talvezout ur faoutadur en ur garreg e-lec'h ma 'z a ligistri da ober o annez. Ret eo gouzout evit piv emeur o sevel un holloueziadur.
: A-du emaon ivez. Pajennoù ha reolennoù a oa bet savet gwechall, [https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kendivizo%C3%B9_reolata sellet amañ], evit en em glevet war termenoù zo. An doare gwellañ eo votiñ evit divizout petra zo da vezañ miret da bennstumm. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] ([[Kaozeadenn Implijer:Fulup|kaozeal]]) 31 Meu 2014 da 09:45 (UTC)
 
Kempoell eo bet Sad Edgar en e zibaboù, ha roet en deus e zaveoù e traoñ ar bajenn, ha n'haller tamall netra outañ war ar poent-se. Kavet e vez ivez "gremm" ha "derc'hanel" e-barzh Geriadur an Here, ha neket hepken e-barzh labourioù rouez hag arbennik-kaer. N'eo ket ar wech kentañ en em gaver gant gerioù heñvelster war dachenn ar skiantoù. E-barzh hor Wikipedia e kaver da skouer koulz "eoul-maen", "tireoul" ha "petrol" evit ar memes tra. Ha merzomp en deus roet saver ar pennad meur a stumm en e zigoradur: "gremm atomel", "energiezh nukleel". Ar pezh a vank hepken eo "pajennoù adkas".--[[Implijer:Trec'hlid mitonet|Trec'hlid mitonet]] ([[Kaozeadenn Implijer:Trec'hlid mitonet|kaozeal]]) 12 Meu 2014 da 10:32 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Energiezh nukleel".