Otto Heinrich Warburg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
 
==Red e vicher==
Paket e oa bet [[Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh]] gantañ e [[1931]] o c'hoprañ e gavadennoù war natur ha mod oberiañ an [[enzim]] analañ. O labourat war [[kellig|gelligoù]] kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a [[ion]] laktat hag a roe da grediñ e oa c'hoarvezet ur [[goadur]]. Ar pezh a reas dezhañ goulakaat, e [[1924]], n'o deveze ket ezhomm ar c'helligoù-se da gaout [[oksigen]] da greskiñ dre ma raent gant ar [[glukoz]] dre ur goadur anaerat. Mont en-dro amreizh ar [[mitokondri]] a vije pennkaoz da zegouezh ar c'hrign-bev neuze.
 
[[Hans Adolf Krebs]], ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e [[1953]].