Otto Heinrich Warburg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Otto Heinrich Warburg, bet ganet d'an 8 a viz Here 1883 e Freiburg im Breisgau (Impalaeriezh alaman d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Eost 1970 e Berlin (Alamagn ar C'hornôg d'an ampoent), a oa ur mezeg, fiziologour ha bevgimiour alaman.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman, Republik Weimar, Trede Reich, Republik Kevreadel Alamagn |
Anv e yezh-vamm an den | Otto Heinrich Warburg |
Anv-bihan | Otto |
Anv-familh | Warburg |
Deiziad ganedigezh | 8 Her 1883 |
Lec'h ganedigezh | Freiburg im Breisgau |
Deiziad ar marv | 1 Eos 1970 |
Lec'h ar marv | West Berlin |
Abeg ar marv | pulmonary embolism |
Lec'h douaridigezh | Dahlem Cemetery |
Tad | Emil Warburg |
Pried | talvoud ebet |
Familh | Warburg family |
Den heverk | Viktor Brack |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | biochemist, chemist, kelenner skol-veur, mezeg, physiologist |
Tachenn labour | biokimiezh, physiology |
Implijer | Humboldt University of Berlin, Kaiser Wilhelm Society |
Bet war ar studi e | Humboldt University of Berlin, University of Freiburg |
Rener tezenn | Emil Fischer |
Danvez-doktor | Otto Fritz Meyerhof |
Bet studier da | Emil Fischer |
Strollad etnek | Yuzevien |
Perzhiad e | Nuremberg Medical Trial |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Ezel eus | Royal Society, German Academy of Sciences Leopoldina, Academy of Sciences of the GDR, Kaiser Wilhelm Society |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=921312065 |
Red e vicher
kemmañPaket e oa bet Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh gantañ e 1931 o c'hoprañ e gavadennoù war natur ha mod oberiañ an enzim analañ. O labourat war gelligoù kankrek en devoa kavet ur bec'h ouzhpenn uhel a ion laktat hag a roe da grediñ e oa c'hoarvezet ur goadur. Ar pezh a reas dezhañ goulakaat, e 1924, n'o deveze ket ezhomm ar c'helligoù-se da gaout oksigen da greskiñ dre ma raent gant ar glukoz dre ur goadur anaerat. Mont en-dro amreizh ar mitokondri a vije pennkaoz da zegouezh ar c'hrign-bev neuze.
Hans Adolf Krebs, ur mezeg alaman ken brudet all, a voe e-touez e studierien : deroet e voe Priz Nobel ar Fiziologiezh pe ar Medisinerezh dezhañ e 1953.
E vuhez
kemmañDaoust d'e dad bezañ a orin yuzev ne oa ket bet atahinet Warburg gant an Nazied p'o devoa kemeret ar galloud en Alamagn e 1933 : gwir eo ne voe ket aotreet da gelenn ken, met ne voe ket kaset da louediñ e-barzh unan eus ar c'hampoù-bac'h a groge da vezañ savet er vro a-bezh kennebeut. Un ofiser eus an dibab e oa bet en ur rejimant marc'hegerezh eus an arme brusian e-pad ar Brezel-bed kentañ ha tapet an Eisernes Kreuz (Kroaz Houarn) gantañ en abeg d'e galonegezh en emgann. N'eo ket a-walc'h da zisplegañ abalamour da betra e oa bet espernet. E 1935 e oa bet oberataet Adolf Hitler ha lamet ur polip diwar e gerdin-mouezh : betek-gouzout na grogfe ar c'hrign-bev ennañ, ha kendrec'het-mat e ouife Otto Warburg kavout an tu d'e bareañ, en devoa graet e veno ar c'hañseller nazi da wareziñ ar gouizieg.