Bell UH-1 Iroquois : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 16:
== Brezel Vietnam ==
 
An 9 biñsaskell gentañ urzhiet a voe prest adalek an 23 a viz C'hwevrer 1955 dindan an anv HU-1 evit "Helicopter Utility". Ar c'hentañ nijadenn eus an XR-40 a voe graet d'an 22 a viz Here 1956 gant ur c'heflusker Lycoming T-53-L-1 a 700 jav. E miz meurzh 1960 e vez roet urzh da gregiñ ar broduadur.

Boaz al lu amerikan a oa reiñ anvioù meuriadoù [[Amerindianed|Indianed]] a choazas an anv ''Iroquois'' (''[[Haudenosaunee|Irokoa]]'') d'ar viñsaskell nevez. E 1962, pa voe adreizhet gant ar [[Pentagone]] da envel an traoù e voe cheñchet an anv ofisiel en UH-1 "Iroquois".
 
An HU-1A (kemmet e anv da c'houde e UH-1A) a zo erruet da zigentañ tout e-touez ar [[101st Airborne Division]] e Fort Campbell, [[Kentucky]]. Da c'houde ez eo bet pourchaset an 82nd Airborne Division hag ar 57th Medical Detachment. Ma ne oa nemetken un taol-esa e cheñchas buan an traoù dre hanterouriezh al lu amerikan a felle dezhañ kas ar 57th Medical Detachment war tachennoù emgann ar Vietnam, setu ma'z erruas eno e miz Meurzh 1962.
 
Buan e teu an UH-1a "''Huey''" da vezañ arouez strivoù Amerika da vont war-zu Azia dreist-holl etrezek bro Vietnam. Dre-se e teuio ivez an ''Huey'' da vezañ ar viñsaskell ar muiañ anavezet dre ar bed holl.
 
Meur a bal a zo bet roet d'ar visaskell e-pad ar brezel. Ma oa an hini pennañ bezañ un doare dezougen bliv evit ar soudarded gloazhet da gentañ hag o vont war zu an talbenn pe da zouarañ a-dreñv an enebourien buan ez eus bet kavet kefrifioù all.
 
Unan anezho a zo bet an nijoù tagañ. Araok ar bloavezh 1962 e oa kroget dija pep kompagnounezh soudarded Amerikan o kaout bisaskellioù Huey da ouzhpennañ armoù dindan un doare troad-ha-troad. "''Frogs''" or "''Hogs''" a vezo graet d'eus ar re o kaout roketennoù ha "Cobras" pe "Guns" pa ne vije nemet mindrailherezoù warno. Ar bisaskellioù hep armoù paneveken daou a [[M-60]], unan a-bep tu da bed dor a veze graet "Slicks" anezho hag a oa implijet dreist-holl gant ur c'hefridi kas-adkas soudarded mac'hagnet (Medevac) pe kas-adkas soudarded.
 
E-kerzh [[brezel Vietnam]]7,013 UH-1s o deus bet nijet ha 3,305 a zo bet distrujet. 1,074 blenerien a zo marvet gant 1,103 soudarded an ekipachoù. Kalonek e oa ar soudarded-se rak ne oa ket ral bezañ taget gant tennoù ar [[Viet Cong]] kuzhet er janglenn dru ha dreist-holl pa veze ret mont da adpakañ soudarded an troadegiezh bac'het e-tal ur strollad enebourien kreñvoc'h kement-mañ o vezañ dindan tennoù. Al letanant an USAF, James P. Fleming a zo ar blenier bisaskell "Huey" anavezetañ bet eo bet enoret gant ur Medal of honor (Medallen a enor) evit un nij brezel sevenet gantañ d'ar 26 a viz du 1968.
 
[[File:USAF UH-1.jpg|thumb|left|Un UH-1H o touarañ e-kerzh un nij-brezel e Vietnam, bloavezh 1970.]]