Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2014 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 74:
::Setu ar fedoù en o noazh. Resevet eo bet war e lec'h-labour gant un den, n'en deus morse skrivet war hor wiki-ni, ha rak-se n'hall ket bezañ Sad Edgar, ul lizher dizanv skrivet ennañ "Demat deoc'h.... Sad Edgar". Pa oa digomprennus a-grenn dezhañ, en deus goulennet tro-dro dezhañ, ha kavet e fin ar gont e oa bet anv anezhañ e-barzh kaozadennoù war ar Wikipedia brezhonek, ma veze sañset diskoachet eno idantelezh Sad Edgar. Tra diaez da c'houzañv eo bezañ droukkomzet war e gont, hag e gaou ouzhpenn. Ha fet al lizher dizanv a zo grevusoc'h c'hoazh, na vefe ket bet anezhañ panevet ar c'haozeadennoù toull-se. Setu perak en deus goulennet e vefe embannet, ganin (peogwir ez on-me ur perzhiad er Wikipedia anavezet gantañ), ur gemenadenn a-berzh dezhañ. Eeun ha reizh e seblant din e c'houlenn : ma vo diverket kement lavarenn a sell outañ, pa n'eo ket-eñ Sad Edgar (ha da heul n'en deus tra da welet en tamalloù a vez graet d'ar Sad Edgar-se), ha p'en deus ar gwir e vefe doujet outañ.
 
===Evezhiadennig===
Pep hini en deus gwir da vezañ doujet. Hervez ar reolennoù eo.
#N'eus nemet d'ar verourien ober war-dro, ha lemel pezh zo da lemel: n'eus nemet reiñ ul listennad dezho. Ul listennad am eus-me.
:Tatatata... Hervez ar benaenn an atebegezh keodedel, an hini en deus graet gaou eo a rank kempenn anezhañ. Kement-mañ a klaskan deskiñ d'am bugale bepred : goude m'o defe graet moc'haj, dezho da naetaat, neket din-me (hag a dalvez da merour du-mañ).[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 18:22‎
#N'eus nemet serriñ kont ar re a ya dreist al linenn : n'int ket ken niverus-se. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 16:53 (UTC)
 
:Tatatata... Hervez ar benaenn an atebegezh keodedel, an hini en deus graet gaou eo a rank kempenn anezhañ. Kement-mañ a klaskan deskiñ d'am bugale bepred : goude m'o defe graet moc'haj, dezho da naetaat, neket din-me (hag a dalvez da merour du-mañ).[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 18:22‎
:Pa vez anv a serriñ ur gont, n'az peus ket bet da walc'h ? Derc'hel a rez da c'hoari da damm athiner bihan, padal emaout dres e-touez ar re o deus tamallet an hini am eus embannet ar gemennadenn a-berzh dezhañ. Keuzidigezh a jaojefe gwelloc'h ouzh an degouezh...[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 18:22‎
:Ne respontan ket d'an dud dizanv na d'o gourdrouzoù. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 7 Kzu 2014 da 09:15 (UTC)
::Disoñjet ganin kevreañ dec'h da noz, teurvezit ma digareziñ, me ho ped. Gwelloc'h e-giz-se ?[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 7 Kzu 2014 da 10:21 (UTC)
:Adlakaet em eus urzh. N'emaon ket en sell da glask tabut ganit, spi am eus n'emaout ket o klask ivez. Trawalc'h zo bet gant un edgar, un toponymy, ha me oar petra c'hoazh, ha n'eo ket bet serret o c'hontoù na diverket o loustonioù. Ne gomzin ket ken eus an afer-se ganit hag evel-se e vo ret dit klask tabut e lec'h all. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 7 Kzu 2014 da 10:29 (UTC)
 
===Buhez prevez===