Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2014
01/12/2014 — 07/12/2014
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Edgaradennoù adarre
kemmañ- Labour 2.13.200.56 er wikipedia brezhoneg : Stumm eus an 1 Kzu 2014 da 20:39 (kemmañ) (dizober) 2.13.200.56 (Kaozeal) Kemm nevesoc'h →https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ATeurgn&diff=1603299&oldid=1603282;
- Labour Toponimy94 er wikipedia brezhonek :Stumm eus an 2 Kzu 2014 da 20:50 (kemmañ) (dizober) (trugarez)
Toponimy94 (Kaozeal | degasadennoù) Kemm nevesoc'h → https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3ATeurgn&diff=1603468&oldid=1603370
- Labour Toponimy94 er wikipedia gallek : Version actuelle en date du 2 décembre 2014 à 21:24 (modifier) (annuler)
https://fr.wikipedia.org/w/index.php?title=Discussion%3ATours&diff=109625472&oldid=107849595 Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Kzu 2014 da 15:14 (UTC)
Buffon
kemmañLe style c'est l'homme, a lavare Georges Buffon. Anat: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ATrec%27hlid_mitonet&diff=1603779&oldid=1603778 Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:13 (UTC)
Geocaching
kemmañDemat deoc'h holl,
Plijout a rafe din krouiñ ur pennad nevez diwar benn ar "geocaching", met ne gavañ troidigezh à feson ebet d'ar ger mañ.
Evit displegan berr ha berr evit ma vo tu deoc'h ma sikour ez eo ar "geocaching" un dudi hag a zo e fal kavout teñzoriou kuzhet e lerc'hioù foran. Evit o c'havout e vez roet d'ar c'hoarierien kenurzhiennoù geografek ar c'huzh, dezho da gavout an teñzor da c'houde.
A orin saoz eo ar ger "geocaching" hag a vez implijet kement e galleg evit e saozneg.
Setu n'on ket gwall sur daoust hag e vez ret trein "geocaching" e brezhoneg, dre ma vefe posubl bras e vefe graet gant ar ger "geocaching" ivez gant ar vrezhonegerien.
Met setu, ma glaskan memestra treiñ ar ger e choman bout.
Ar rak-ger "geo" a zo boutin a walc'h e brezhoneg evit obet gantan a sonj din.
Met evit "caching" ez eo luzietoc'h.
Mennozh ur c'huzhadell ha menozh kuzhañ un dra bennak à zo a dreñv ar ger se met geokuzh(adell) a vefe ar ger evit komz eus un tenzor ha n'eo ket eus an dudi.
Geokuzhañ a vefe ar verb evit lakaat un teñzor nevez.
Met penaos lavaret evit komz eus an dudi e unan?
Setu, petra soñj deoc'h?
PS: spi m'eus emaon el lerc'h mat evit komz eus kement mañ? LapinNij
- Me larfe kuzh-ha-klask ma c'hoarifen se evel brezhoneger. Gallout a rez lakaat da bennad el liamm ruz-se. Ha ma fell da unan bennak kemmañ an anv e vo aes dezhañ, ne ran forzh ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:35 (UTC)
- Gwall bell eus ar menozh orin e gav din eman da droidigezh. Ma glevfen kement all e sonjfenn kentoc'h barzh c'hoari ar vugale pa vez unan anezho o kontañ en ur serriñ e zaoulagad p'eman ar re all o vont d'en em guzhat... Met trugarez bras evit da ali! :) --LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:44 (UTC)
- Ar c'hoari a larez zo anvet koach koukoug e Treger (un anv all zo c'hoazh: "koach-koach", ha re all c'hoazh moarvat). D'am meno n'hall ket ur brezhoneger faziañ etre an daou c'hoari-se. Met pa vez savet ur ger nevez e vez ret leuskel meur a zen da lavarout e soñj, hennezh e oa ma hini. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:50 (UTC)
- Laouen on da gaout alioù an holl o do c'hoant rein ali pe ali. Ma ne vefen ket e vijen chomet hep dont da c'houlenn ali an dud. Met evidon me, ez eus tu da dreuskomprenn da c'hinnig. Moarvat peogwir n'on ket gouiziek a walc'h. ;) --LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:00 (UTC)
Gallout a reer soñjal en a bep seurt traoù, pe traoù tost d'ar ger orin evel "geokoach" pe "geokuzhat" (a c'haller implijout evel un anv-verb), pe "geodiskoach" ha "geodiguzhat". A-hend-all e c'hallfes goulenn amañ ivez: Forom termenadurezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:17 (UTC)
- Plijour a ra din a walc'h da geokoach dre ma chom ar ger tost a walc'h ouzh ar ger orin ha me chom ar rakger geo ennan. Ober a rin gant ar ger se evit ar mare. LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 22:49 (UTC)
Sell 'ta! N'anavezen ket. Ret eo din gwelout penaos eo bet kavet ar ger hizivaat. Rak marteze e vo kavet dec'haat hag arc'hoashaat, azeaat hag ahontaat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:28 (UTC)
- Divergontat den ! Ne vez ket komzet ouzh E Veurded evel-se. Ret eo echuiñ gant ur ger sevended bennak, lakomp "loen lous" da skouer... Merzet em boa kent ne vezec'h ket gwall zoujus outañ. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 17:06 (UTC)
Setu krouet va pennad kentañ ganin! Aon m'eus e chom fazioù yezhadur daoust din bezan lennet had adlennet ar pennad. Met n'on ket re gwall-laouenn gant ma oberenn! geokoach LapinNij (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 00:55 (UTC)
Kemennadenn
kemmañGoulennet ez eus bet ouzhin, pa m'eus ur gont war hor wiki-ni, embann ar gemenadenn da heul :
- « An den n’en deus skrivet biskoazh war Wikipedia, a vez tamallet e gaou amañ da vezañ Sad Edgar, hag a zo bet kaset ul lizher dizanv dezhañ war e lec’h-labour, a ro amañ da c'houzout e savo klemm a-enep ar re a gas ar gwallvrud-se war-raok mar kendalc'hont ha ma ne zisverkont ket an abretañ ar gwellañ kement tra en damveneg en o skridoù. »
Gant ma vo klevet... --Jañ-Mai (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 19:32 (UTC)
- Fentus. Setu un den hag a zigor un dek kont bennak er wikipedia brezhonek, hep kontañ ar sac'had traoù ha ne sin ket, hag a gont gevier a bentoniadoù, hag a ro urzh da re all d'ober e gefridioù. Goulennet ez eus bet ouzhin... Evel-just eo bet goulennet kement-se ouzhit-te gant un den hag a anavezez mat, hag e kredez kement tra a lavar : istor al lizher (gwelet ganit), ar gwallvrud zo, hervezañ, war an dud a skriv er wikipedia ... hag a-du emaout gant an ali-se?
- Siriusoc'h: setu un den hag a daol teil war ar re all muiañ ma c'hall, hag a damall (a bell bremañ) ar re all d'ober ar pezh a ra: gwelout a ra ar blouzenn ha ne wel ket an treust, diskan anavezet.
- E-lec'h da gamarad, e redfen da sevel klemm a-enep kaser al lizher (ali roet evit netra), mat pell zo... Etrezomp, aes eo ober kement-se gant ur brouenn ken fetis hag ul lizher, e-lec'h lakaat ur paotr mat eveldout da zegas e vuhez prevez dimp amañ (kalz diaesoc'h ma n'eo nemet ur vojenn evel-just). Tud iskis zo war an douar memestra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 20:12 (UTC)
- Un den a anavezan abaoe pell er vuhez gwirion, en deus diskouezet ingal un emouestl bras evit kas hor yezh war-raok, gant doareoù seven ha doujus d'ar re all, ez on tuet d'e grediñ, ya. Evit a sell an tamalloù, n'eo ket ur wechig hepken ez eus bet anezho, evel am eus gallet stadañ amañ dre furchal er c'haozeadennoù. Jañ-Mai (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 12:18 (UTC)
- Galloudek e ve an den? Ret e ve 'vat, a-benn lakaat unan all da ober en e lec'h pezh zo difennet d'an holl er wikipedia! Rak difennet eo "gourdrouzoù lezennel" (sic), ha skrivet eo amañ, evel ma oar ar verourien : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Tagadennoù_personel. Hervez ar reolenn a lennan e c'hallfe da gont-te bezañ serret ivez neuze. Met bremañ, peogwir e c'haller ober "loen lous" (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ATrec%27hlid_mitonet&diff=1603779&oldid=1603778) eus an dud amañ a-hed hag a-dreuz, moarvat n'eus riskl ebet ken. Me, ma vefe graet loen lous ac'hanon, pe faskour evel an dro diwezhañ gant da gamarad, a dorrfe ivez ar reolenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 08:34 (UTC)
- N'eus ket a "gourdrouzoù lezennel" : pep hini a zo atebek war e gomzoù, an heuliadoù lezennel ma 'z eus anezho, ne vint ken disoc'hoù eus ar c'homzoù-se. N'haller hadañ gwallvrud hep daskor kont, deiz pe zeiz, eus ar gaou bet graet.Jañ-Mai (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 12:18 (UTC)
- Un aelig-Doue eo da gamarad marteze, ha n'eo ket evel https://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:Yoel_ar_C'horr ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 14:56 (UTC)
- Demat deoc'h, Emaon o paouez lenn penn-da-benn ar pennad "Kemennadenn" an titl anezhañ. Ez an da anzav deoc'h ne gomprenan takenn ennañ. Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met ouzh piv resis 'ta ? Bremañ p'eo krog an traoù ez eo ret deoc'h mont pelloc'h gante. Piv zo tamallet da vezañ kaset ul lizher dizanv da biv ? Bezit sklaer, mar plij ganeoc'h, rak, evel m'ho peus skrivet uheloc'hik, n'haller ket chom ar seurt gourdrouz "en damveneg". Da c'hortoz ho respont.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 12:41 (UTC)
- Setu ar fedoù en o noazh. Resevet eo bet war e lec'h-labour gant un den, n'en deus morse skrivet war hor wiki-ni, ha rak-se n'hall ket bezañ Sad Edgar, ul lizher dizanv skrivet ennañ "Demat deoc'h.... Sad Edgar". Pa oa digomprennus a-grenn dezhañ, en deus goulennet tro-dro dezhañ, ha kavet e fin ar gont e oa bet anv anezhañ e-barzh kaozadennoù war ar Wikipedia brezhonek, ma veze sañset diskoachet eno idantelezh Sad Edgar. Tra diaez da c'houzañv eo bezañ droukkomzet war e gont, hag e gaou ouzhpenn. Ha fet al lizher dizanv a zo grevusoc'h c'hoazh, na vefe ket bet anezhañ panevet ar c'haozeadennoù toull-se. Setu perak en deus goulennet e vefe embannet, ganin (peogwir ez on-me ur perzhiad er Wikipedia anavezet gantañ), ur gemenadenn a-berzh dezhañ. Eeun ha reizh e seblant din e c'houlenn : ma vo diverket kement lavarenn a sell outañ, pa n'eo ket-eñ Sad Edgar (ha da heul n'en deus tra da welet en tamalloù a vez graet d'ar Sad Edgar-se), ha p'en deus ar gwir e vefe doujet outañ.
Evezhiadennig
kemmañPep hini en deus gwir da vezañ doujet. Hervez ar reolennoù eo.
- N'eus nemet d'ar verourien ober war-dro, ha lemel pezh zo da lemel: n'eus nemet reiñ ul listennad dezho. Ul listennad am eus-me.
- N'eus nemet serriñ kont ar re a ya dreist al linenn : n'int ket ken niverus-se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 16:53 (UTC)
- Tatatata... Hervez ar benaenn an atebegezh keodedel, an hini en deus graet gaou eo a rank kempenn anezhañ. Kement-mañ a klaskan deskiñ d'am bugale bepred : goude m'o defe graet moc'haj, dezho da naetaat, neket din-me (hag a dalvez da merour du-mañ).Jañ-Mai (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 18:22
- Pa vez anv a serriñ ur gont, n'az peus ket bet da walc'h ? Derc'hel a rez da bismigañ, padal emaout dres e-touez ar re o deus tamallet an hini am eus embannet ar gemennadenn a-berzh dezhañ. Keuzidigezh a jaojefe gwelloc'h ouzh an degouezh...Jañ-Mai (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 18:22 Reizhet Jañ-Mai (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 08:55 (UTC)
- Ne respontan ket d'an dud dizanv na d'o gourdrouzoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Kzu 2014 da 09:15 (UTC)
- Disoñjet ganin kevreañ dec'h da noz, teurvezit ma digareziñ, me ho ped. Gwelloc'h e-giz-se ?Jañ-Mai (kaozeal) 7 Kzu 2014 da 10:21 (UTC)
- Adlakaet em eus urzh. N'emaon ket en sell da glask tabut ganit, spi am eus n'emaout ket o klask ivez. Trawalc'h zo bet gant un Edgar, un Toponymy, ha me oar petra c'hoazh, a zo bet lezet d'ober pezh a garent, ha n'eo ket bet serret o c'hontoù na diverket o loustonioù. Ne gomzin ket ken eus an afer-se ganit hag evel-se e vo ret dit klask tabut da lec'h all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Kzu 2014 da 10:29 (UTC)
- Aet on da wiriañ : chom a ra moc'haj c'hoazh, amañ da skouer (anv eus un den a-vicher tu bennak e Bro-Dreger). A-hend-all n'eo ket ma fal klask tabut. Kompezañ an traoù, ne lâran ket.Jañ-Mai (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 10:07 (UTC)
Ya, ur bern moc'haj skoet gant Edgar un tamm e pep lec'h a chom da dennañ ... se zo labour ar verourien e pep wikipedia, nemet en hon hini. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 11:32 (UTC) ... Met serriñ kont an den ne vo ket graet. Ha goulenn a ri digantañ ... penaos 'larez? Skarzhañ e voc'haj? Gortoz 'ran da welout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Kzu 2014 da 12:06 (UTC)
- Mat e vefe naetaat amañ ivez ma 'z eus kaoz dre ziv wezh eus micher an den en deus resevet al lizher dizanv. --Yun (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 04:54 (UTC)
- Demat, Ne welan ket mat petra zo kaoz e rankje an implijer Bianchi-Bihan diverkañ ar pezh... n'en doa ket skrivet ! Evidon-me, ne lamin tra ebet dre ma'm boa meneget ar vicher a xxxxxxx dre fent ha netra ken all ! Ha perak ned it ket da c'houlenn digant an implijer Trec'hlid Mitonet da ziverkañ ar pezh en doa skrivet diwar ma fenn n'eus ket pell 'zo ? N'on ket evit krediñ ! Ur goulenn all : penaos e ouzoc'h-c'hwi e vije xxxxxxx 'ta "an den en deus resevet al lizher dizanv" ?--Prieladkozh (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 07:31 (UTC)
- Evit respont d'ar goulenn diwezhañ : gouzout a ran lenn hag ober gant ar poell.
- An dud a oa bet o kaozeal eus an afer-se en deizioù-mañ o doa diwallet da skrivañ anv an den, e vicher pe e lec'h annez rak trawalc'h a oa bet graet c'hoazh er Wikipedia brezhonek. Kinniget em boa e vefe tennet kuit daou veneg d'ar vicher (peseurt gwirheñvelder/tebegenn/probablentez/probapter a zo e vefe meneget dres ar vicher-se diwar ar miliadoù a vicherioù a zo ?) met setu m'eo bet daougementet en un taol ar menegoù-se. Gwell eo din tevel 'm eus aon. --Yun (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 04:58 (UTC)
- Kredit ar pezh a garit. Ha perak ne respontit ket da "Ha perak ned it ket da c'houlenn digant an implijer Trec'hlid Mitonet da ziverkañ ar pezh en doa skrivet diwar ma fenn n'eus ket pell 'zo ?" 'ta ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 07:22 (UTC)
- Kentelius eo ar bajenn gaozeal Muskildi ma tegaser da soñj e rae Bianchi Bihan gant "frioù lous". Petra eo se avat e-keñver ar gerioù divalav graet gant Prieladkozh a-enep din war ar wikipedia-mañ? Ha pa weler 'zo bet lakaet e gaou, e-pad mizvezhioù, traoù diwar-benn un den, a-ouez-kaer. Me ne'm eus gwelet roud a vorc'hed ebet eus o ferzh. Daoust hag en em zigarezet o deus?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Kzu 2014 da 08:25 (UTC)
- Un den klañv oc'h Trec'hlid Mitonet, krignet gant ar gasoni : hiviziken, ne respontin ken deoc'h, kaer ho po tufat ho pestl ouzhin. Gallout a refet goulenn ma vo stanket ma c'hont da-heul an nebeud gerioù-se, ne ran ket forzh...--Prieladkozh (kaozeal) 12 Kzu 2014 da 11:12 (UTC)
Ha piv naetao loustonioù Edgar? Eus se ne vez ket kaoz gwech ebet! Tud zo amañ a c'hall teurel "loen lous" ha me oar, ha ne vez ket goulennet diganto naetaat netra. Gwarezet? D'am meno, ya. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 05:44 (UTC)
- Kentelius eo ar bajenn-se, gwir eo, pa welan pegen brav e savez a-du, ur wech ouzhpenn, gant Edgar, evel ma save a-du ganit alies. N'eo ket souezhus, meur a wech ez poa implijet e zoareoù, ha keuz evel-just n'ac'h eus ket bet diskouezet gwech ebet. Ne vefes ket o klask skeiñ eoul war ar regez ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Kzu 2014 da 08:37 (UTC)
Buhez prevez
kemmañRemember: https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_ouzh_ar_verourien#Buhez_prevez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 15:01 (UTC)
Campaign Box
kemmañPenoas eo gant an holl? Savet ez eus bet ar c'hoant ennon da sevel un lodenn kampagn war emgannioù brezel Vietnam siwazh ne gomprenan seurt d'an doare d'en ober. Ma vefe tu da gaout taol-dorn ne narc'hfen ket a-dra sur! An teir bajenn amañ da heuil a vefe da lakaat en daolenn kampagn emgannioù brezel Vietnam ha lod all a savin gant an amzer. https://br.wikipedia.org/wiki/Emgann_Ia_Drang https://br.wikipedia.org/wiki/Kouezhadenn_Saigon https://br.wikipedia.org/wiki/Oberiadur_brezel_Ranch_Hand 6 Kzu 2014 da 09:49 (UTC)Dishual https://en.wikipedia.org/wiki/Template:Campaignbox/doc
Salud dit! Yun a c'hallfe sikour ac'hanout marteze? --Herzeleid (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 13:39 (UTC)
- Ur skwer: Emgann Bapaume. A galon. Kadbzh (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 14:22 (UTC)