Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2014

08/12/2014 — 14/12/2014

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h


Patrom titouroù personnel tudennoù / penaos krouiñ patromoù?

kemmañ

Demat deoc'h holl. Klasket m'eus hep kavout evit poent ur patrom bennak evit an dud. Da skouer, evel ma vez war tu dehoù ar bajenn mañ, evit lakaat ar poltred, an anv badez, an deiziad ganedigez, ar c'hargoù hag all... Daoust hag ez eus eus sort patrom en hor wiki ni? Ha penaos ta e vez krouet ur patrom nevez? --LapinNij (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:18 (UTC)[respont]

Salud dit, LapinNij. Marteze ez po trawalc'h gant ar Patrom:Infobox Tud savet gant Teñsor Jambou.
Evit kompren ar patrom, kemmañ anezhañ pe sevel unan nevez e c'helli sellet ouzh ar bajenn Patrom:Infobox.
A galon, --Yun (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:53 (UTC)[respont]
Dres ar pezh a glasken. Benozh doue dit Yun! --LapinNij (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:59 (UTC)[respont]

Diverkañ

kemmañ

Edgar krog da ziverkañ e c'hevier. Iskis-oc'h-iskis. Evel pa vije bet pedet d'ober gant e vignoned, ar re n'ouzont ket piv eo hag a laoske anezhañ d'ober betek-hen. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:43 (UTC)[respont]

Ma zigarezit ma lavaran sotonioù, n'ouzon ket piv a zo kroget gant ar cheu, na gant piv emañ ar gwir pe ar gaoù. Ha n'on ket dedennet da c'houzout kement all. Met daoust ha ne rit ket kalzig a drouz evit nebeut a draoù? Daoust ha n'eo ket bras a walc'h wikipedia evit ma chomfe an eil hep lakaat e fri e pennadoù egile? Pep hini en e du ha wikipedia evit an holl! --LapinNij (kaozeal) 9 Kzu 2014 da 16:59 (UTC)[respont]

N'eus sotoni ebet er pezh a skrivez. Tud zo a blij dezho klask tabut gant ar re all, mann nemet evit ar blijadur evel

Goude ez eont da gontañ droug diwar da benn, evel

N'eus nemet un den en deus kredet embann anv un implijer all : Edgar-Yoael (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal%3AMuskildi&diff=1556535&oldid=1556505). Ha kavet en doa skoazell en deiz-se: Ha pa vezez skuizh gant seurt troioù vil, e klaskez en em zifenn ... Ha neuze e teu ar varnerien ofisiel da embann n'eo ket permetet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 06:11 (UTC)[respont]

E ken kaz e vefes o tamvenegiñ ac'hanon en afer-mañ e stadan ez eo faos an tamall pa'm boa disverket an anv diwar dremen.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 09:04 (UTC)[respont]

Diskouez din pelec'h, ha diskouez a rin dit pelec'h ec'h eus-te graet anv eus labour ha micher tud all. Hag e kavi labour disverkañ d'ober c'hoazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 13:52 (UTC)[respont]

Koniriachoù...

kemmañ

... èl ar re bet embannet gant Meven a vo diverket ganin (hag e pep lec'h, èl rezon!) "Bianchi-Bihan ha K(a)dbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere* ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den !".

  • Ha peseurt darvoud a c'hell bout ingal e-pad an hañv abaoe 1948 e bedig ar vrezhonegourion kar o yezh???
Ne vimp ket a-du : seurt "konirioù" a zo ret mirout "evit an istor". Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 06:02 (UTC)[respont]
Piv eta eo ar Meven meneget amañ? Meur a v/Meven a c'hallfe bezan amañ... --LapinNij (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 11:16 (UTC)[respont]
Hennezh: [[1]]. A galon. Kadbzh (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 13:16 (UTC)[respont]

Un tamm sikour

kemmañ

Demat d'an holl. Klask a ran da glokaat un tamm ar pajenn Caen met ezhomm 'm eus un tamm sikour.. penaos e vez lâret "unité urbaine" hag "aire urbaine" e brezhoneg ? Un tolpad-kêrioù eo un "unité urbaine", met hemañ a zo an anvadur melestradurel e Frañs hag n'em eus kavet ger ebet e brezhoneg evitañ.. Melenn14 (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 09:23 (UTC)[respont]

Hervez Ofis Publik ar Brezhoneg [2]: unité urbaine | unvez kêrel | b. | unvezioù kêrel (studiet); aire urbaine | tolead kêr | g. | toleadoù kêr (studiet), met "tachad kêrel" o deus ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 09:35 (UTC)[respont]
Trugarez dit :) Melenn14 (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 09:41 (UTC)[respont]

"klask a ran da glokaat" a zo "klask a ran klokaat", e brezhoneg. https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazioù_stankañ#Klask. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2014 da 13:49 (UTC)[respont]

Ur pennad tolead kêr a zo c'hoazh. An termen "unvez kêrel" a gaver ivez e meur a bennad : Grenoble ; Tolead kêr Sant-Nazer ; Pol kêrel ha re all c'hoazh. --Yun (kaozeal) 11 Kzu 2014 da 04:58 (UTC)[respont]