Kevredad ar c'henwerzh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 15:
 
Ar C'hevredad Kenwerzh en doa tizhet e holl falioù, kaout monopol ar c'henwerzh hag an dezougen, kaout nerzh politikel ha kaout ul lu kreñv dezhañ e-unan. Ar plas a oa bet tizhet gant ar C'hevredad Kenwerzh a lakae ar [[Republik Kozh]] da vezañ aonik dirazhañ dre ma c'helle e lakaat d'an traoñ.
 
[[File:Battle Droid B1.jpg|thumb|Robot brezel B1 implijet gant Kevredad ar c'henwerzh en e lu]]
 
===== Kudenn an tailhoù Nevez =====
 
6 miz araok istor ar film [[Episode I: The Phantom Menace]] (Lodenn 1 Spes ar gourdrouz) ur senedour d'eus ar blanedenn [[Naboo]] [[Palpatin]] a ginnigas tailhoù nevez war an hentoù kenwerzhel a-benn sikour ar sitemoù planedennoù treut ar geusteuren ganto. Dre ma oa berr an arc'hant gant ar Republik Kozh e voe laouen drant ar [[Sened Galaktek]] da votiñ an tailhoù nevez.
Dindan nebeut mizioù e grogas gounidoù Kevredad ar C'henwerzh da vont war zigresk. A-benn diskouezh ne oa ket laouen ar C'hevredad e voe kroget ganti sez ar blanedenn [[Naboo]] gwelet evel awenn an tailhoù nevez. Ouzhpenn d'ar sez e voe savet un embargo kenwerzhel war ar blanedenn.
 
===== An irienn kuzh =====
 
A-dreñv sez hag embargo ar blanedenn Naboo e vez kavet un irienn kuzh etre ar C'hevredad Kenwerzh hag ur Sith, Dark Sidious pe ar senedour [[Palpatin]]. En eskemm d'ar sez soudardel hag ekonomikel e oa bet kinniget dezho harp ar Sened Galaktek evit reiñ lamm d'an tailhoù nevez ha gwellaat c'hoazh plas ar C'hevredad Kenwerzh war an tachennoù ekonomikel ha politikel.
 
Ar C'hevredad Kenwerzh a lakaas e lu robotoù d'ober sez ar blanedenn Naboo ouzhpenn-se e savas ar soñj gant ar C'hevredad da rediañ rouanezh ar blanedenn [[Padme Amidala]] da sinañ un destenn o laret e oa he bet o c'houlenn ar sez war he flanedenn.