Breizh e-pad an Eil Brezel-bed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Kantreidi bet harzet
Linenn 97:
[[Restr:MonumantarrefuzuilhetePorzh-Loeize1944.JPG|thumb|300px|right|Monumant ar Rezistanted bet fuzuilhet e [[Porzh-Loeiz]] e 1944]]
=== Ar rezistañs e Breizh ===
Breizh zo dibar abalamour d'ar fed ma krogas an harzerezh en un doare abred ha poblek. Kerkent ha degouezhet an armeoù alaman e krogas an taolioù tarverezh hiniennel. Tud zo evel Auguste Havez na selaouont ket gourc'hemennoù ar [[Strollad Komunour Gall|strollad komunour]] ha dastum a reont armoù dilezet ar soudarded. Gant Brest e oa Naoned ar c'hentañ kreizenn harzerezh e Breizh. E miz Du 1940, ar [[strollad Bocq-Adam]] a laka da darzhañ eno 35 kamion karget a bneuioù nevez a-raok tagañ ar ''Soldatenheim'' (Oaled ar soudarded) gant greunadennoù e-pad nozvezh Nedeleg. En Naoned eo ivez e teu [[D'Estienne d'Orves]] a-benn evit ar wezh kentañ da gomz gant Londrez dre skingomz kent bezañ harzet dre drubarderezh e Chantenay e deroù 1941.
 
[[Reun Kreston]], liver hag etnologour zo un ezel oberiant eus rouedad mirdi an Den e Pariz. Teir beaj a reas e Breizh da glask aozañ doareoù aes da vont e darempred gant [[Breizh-Veur]]. Tuta a reas izili nevez evit ar rouedad hag e savas ur strolladig e Sant-Nazer (e liamm gant ar [[strollad Liberté]] da zont, ennañ rezistanted yaouank broadelour breton, deuet eus ar [[PNB]], hag André Batillat, ezel eus ar [[Seizh Breur]]), karget da sevel tresadennoù pizh eus ar porzh hag eus an diazlec'h listri-spluj savet gant an Alamanted eno evit o morlu, hag eus ar skluzioù a skoe e lenn-borzh diabarzh hag a c'halle bezañ tizhet gant bombez ar Saozon<ref>Martin Blumenson, ''Le Réseau du Musée de l'Homme'' ; P., éd. du Seuil, 1979</ref>. »
Linenn 112:
Restr:SkritellFrançoisScornetPlouyann.JPG|François Scornet eus [[Plouyann]] en-doa klasket mont da Vro-Saoz daved an FFL; tapet e voe e [[Gwernenez]] ha fuzuilhet e voe e [[Jerzenez]] gant an nazied e 1941.
</gallery>
Kalz Bretoned a oa e-touez an [[FFL]]. Tremen a reas kalz tud e bigi, unan-hag-unan pe a-strolladoù. An tiegezh Sibiril eus [[Karanteg]] a lakaas da dremen 167 den e 15 beaj etre 1942 ha 1944.
Holl wazed [[Enez-Sun]] a guitaas o enezenn da vont da Vreizh-Veur da stourm en o zouez goude galv ar jeneral [[de Gaulle]].