Lazhadeg Katyn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : vi:Thảm sát Katyn zo ur pennad eus an dibab
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
E koadoù bras '''Katyn''', tostik da gêriadenn Gnezdovo, 20 km eus kêr [[Smolensk]] ([[Rusia]]), e voe lazhadeget ofiserien eus arme [[Polonia]] gant soudarded [[Stalin]] e 1940. Kaoz zo eus 14 000 den lazhet, 8 000 anezhe prizonidi graet gant ar Soviediz e 1939, ar re all tud dizoudard skrapet en trowardroioù.
 
== Goude lazhadeg Katyn ==
An Amerikaned a ouei dalc'hmat e oa bet eus al lazhadeg hag e oa oberenn ar Gomunisted <ref name="test">[http://www.bbc.com/news/world-europe-19552745], US 'hushed up' Soviet guilt over Katyn.</ref> . Kenderc'hel a rejont da livañ gevier o tamall d'an Alamanted evit chom hep lakaat fall Stalin met ivez a-benn spouronañ an dud war an Alamanted.
 
Gant dielloù nevez bet degaset gant ar gouarnamant Amerikan etrezek an domani publik er bloavezh 2012 e weler sklaeroc'h an traoù. Er bloavezh 1943 ar c'habiten Donald Stewart hag al letanant-koronal John Van Vliet, daou Ameriakn a gasas ur c'heloù d'ar gouarnamant Amerikan a-benn diskleriañ anat ne oa ket oberenn an Alamanted. Gouarnamant Washington a zistrujas ar prouennoù bet degaset dezho.<ref> http://bigbrowser.blog.lemonde.fr/2012/09/11/top-secret-massacre-de-katyn-des-archives-apportent-la-preuve-que-les-etats-unis-ont-protege-lurss/</ref>
 
Kostez Russia e vezo ret gortoz ar bloavezh 1990 evit ma vefe anzavet ar fedoù ha graet digarezioù ofisiel d'ar Boloniz gant [[Mikhaïl Gorbatchev]].
 
== Lazhadeg Katyn hiziv-and-deiz ==
 
Lazhadeg Katyn a chom ur sujed arvarus memes ma z'eo bet prouet sklaer e oa an Arme Ruz dindan urzhioù [[Stalin]] a sevenas al lazhadeg.
 
== Levrlennadurezh ==
* Le Massacre de Katyn : Crime et mensonge (''Lazhadeg Katyn: Torfed ha gevier''), gant Victor ZASLAVSKY Ha Christine VODOVAR, 23 a viz Here 2003 (adembannadur 13 a viz Gwengolo 2007)
 
== Filmadurezh ==
===== Filmoù =====
 
* Katyń Opowiesc katynska, gant [[Andrzej Wajda]], 2007
 
===== Diell-filmoù =====
* Katyn – Die Geschichte einer Lüge (Katyn- Istor ul livañ gevier), Schröder Media, 2010
 
== Notennoù ==