Henoadvezh krenn ar maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ouzhpennadennoù
Linenn 1:
{{Oadvezhioù ragistorel}}
'''Henoadvezh krenn ar maen''' zo ur prantad eus ar ragistor a zeu goude [[Henoadvezh koshañ ar maen]] ha goude [[Henoadvezh diwezhañ ar maen]]. En Europa e krogas war-dro 300 000 vloaz a-raok hiziv (pazenn 8 ar [[kronologiezh isotopek|gronologiezh isotopek]]), gant skignadur an [[hentenn Levallois]] dre holl, hag e echuas war-dro 30 000 vloaz gant steuzidigezh [[Den Neandertal]] ha donedigezh ''[[Homo sapiens]]'') en Europa eus ar [[Reter-Nesañ]]. Kalz kemmoù zo bet en amzer-se avat hervez lodennoù ar bed. Bout e oa bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er [[Pleistosen]], neueunnadurioù bras an hin get [[Marevezh ar skorn|marevezhioù ar skorn]] (skornvezhioù) ha [[Marevezh etreskornvezhel|marevezhioù etreskornvezhel]].
 
== Hin ==
Kalz kemmoù zo bet en amzer-se avat hervez lodennoù ar bed. Bout e oa bet e-pad henoadvezh krenn ar maen, lec’hiet er [[Pleistosen]], neueunnadurioù bras an hin get [[Marevezh ar skorn|marevezhioù ar skorn]] (skornvezhioù) ha [[Marevezh etreskornvezhel|marevezhioù etreskornvezhel]]. Annezidi Europa an amzer-hont, da lâret eo tud Neandertal, o doa anavet [[Hin|hinadoù kerreizh]] ha yen. Izeloc’h e oa live ar morioù.
 
== Poblañs ==
Poblet e oa Europa gant [[Den Neandertal]] betek diwezh ar prantad. Bleuniañ a reas spesad ''Homo neanderthalensis'', pe [[Den Neandertal]] e-pad an oadvezh-se, etre 300 000 ha 30 000 vloaz zo, hag anadiñ a reas ar c'hentañ ''Hominidae'' dezho un anatomiezh vodern war-dro 195 000 vloaz zo. C'hoarvez a reas diforc'hadur filogenetek ''Homo sapiens'' d'ar mare-se, gant [[Eva vitokondrek]] war-dro 150 000 vloaz zo, hag [[Adam gromozomek]] war-dro 90 000 vloaz zo, hervez [[damkaniezh an orin unan]].<ref>''Anthropology'', Miller Barbra, Bernard Wood, Andrew Balansky, Julio Mercader, Melissa Panger, Allyn and Bacon, Boston Massachusetts, 2006, ISBN 0205320244, p 768</ref> Ouzhpenn-se hervez [[damkaniezh an orin afrikan]], ''[[Homo sapiens]]'' a vefe kroget da zivroañ er-maez eus Afrika e-pad Henoadvezh krenn ar maen war-dro 100 000 pe 70 000 vloaz zo hag a gomañsas sa gemer lec'h ar spesadoù ''Homo'' all a oa a-raok evel Den Neanderthal hag ''[[Homo erectus]]''.<ref>''[http://www.actionbioscience.org/evolution/johanson.html Origins of Modern Humans: Multiregional or Out of Africa?]'' gant Donald Johanson</ref>.
 
== Sevenadurioù henijinerezh ar vein ==
Daou sevenadur a henijinerezh ar vein zo bet re tud Neandertal e-pad Henoadvezh krenn ar maen: [[Sevenadur Moustier|hani Moustier]] hag [[Sevenadur Châtelperron|hani Châtelperron]].