Dourdu (Doufine) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
Eus un tu all, ken abred ha kartenn Cassini (war-dro 1780) e kaver an anv ''Doufine''. Ha buan a-walc'h eo deuet ar vrezhonegerien d'ober e galleg un droidigezh war ar prim d'an anv ''Doufine''. Roet eo bet an anv ''La Douphine'' d'ur sendikad e Brasparzh (teuzet hiziv e-metoù ''[[Triskalia]]''). A-hend-all chomet eo an anv Dourdu, e galleg zoken, gant un adstêr eus an tu kleiz d'an Dourdu-''Doufine'', o tont eus Lokeored hag o c'hoari an harz etre Brasparzh ha Lannedern.
 
Abaoe miz Mae 2010 e vez gant pomperien-vor Brest ul lestr-rekour nevez anvet ''Douffine'' : roet eo bet an anv d'ar vag-strimpiñ dre ma treuz ar stêr meilh-boultr [[Pont-ar-Veuzenn]], e-lec'h ma c'hoarvez gant ar bomperien mont war sikour.
 
Ne vez graet gant ''Doufine'' nemet e galleg : den ne oar mat eus pelec'h eo bet diskoachet an anv met aner e vefe, hep mar, klask dezhañ gwriziennoù keltiek (gwelit koulskoude amañ dindan : '''An anv'''). Sed aze ur fed a yezhoniezh sosial dibar a-walc'h.