Div yezh Breizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 32:
 
== Talvoudegezhioù ==
div yezh Breizh zo ur gevredigezh tud skolidi en [[deskadurezh]] publik ha dre se ez eo tomm ouzh al [[laikelezh]]. N'eo liammet ouzh relijion ebet, ouzh sindikad nag ouzh strollad politikel ebet. Groñs e lavar div yezh Breizh ez eo ret kaout doujañs da zinded ha da dalvoudegezh an dud, d'ar frankizioù diazez ha dreist-holl da [[liesseurted ar yezhoù]]. Kondaoniñ a ra kement prezegenn pe ober gouennelour, estrengas, pe o vrudañ an ezperzhiadur.
 
Pal ar gevredigezh zo difenn ar skolidi a fell dezho deskiñ brezhoneg, sevenadur Breizh, a zesk ha a venn deskiñ dre ar brezhoneg. Difenn a ra eta koulz ar brezhoneg war zibab hag an hentadoù dre soubidigezh (d.l.e ma vez kelennet un danvez anyezhel dre ar yezh vro) er skolioù, skolajoù ha liseoù publik. Ar pal kentañ avat zo e c'hallfe kement skoliad zo e Breizh bezañ skoliataet en un hentad divyezhek er skol bublik. Saveteiñ ar brezhoneg eo uhelvennad ar politikerezh-se, hag evit tizhout ar pal-se e rank deskiñ ar yezh bezañ graet gant ar muiañ a vugale hag an abretañ ar gwellañ. Talvoudegezh ha splet ur bedagogiezh disheñvel, diazezet war an divyezhegezh zo ivez arguzennoù a vez brudet ha difennet gant tud ar skolidi.
 
== Oberoù ==
Betek 2010 he deus ambrouget tud ar vugale hag an tiez-kêr evit digeriñ hentadoù nevez.