Kampagn Guadalcanal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== Endro ==
Emañ Guadalcanal e-kreiz chadenn an inizi [[inizi Salomon]], er biz da [[Aostralia]]. Evit Impalaerezh ar Japan e oa strategel-kenañ al lec'h neuze a-benn terriñ an eskemmoù etre ar Stadoù-Unanet hag Aostralia. Un dachenn kirri-nij a oa dija gant ar Japaniz e penn Norzh ar chadenn (war enezenn Rabaul), met ne c'hellent ket patrouilhañ war hec'h hed ken hir e oa.
 
Merdeadurezh a vrezel Bro-Japan e felle dezhi lakaat an inizi Salomon da sichenn strategel pennañ hag e krogas e 1942 ur programm aloubiñ. Savet e voe tachennoù evit ar c'hirri-nij brezel. Met dañjerus-kenañ e oa an aloubadegoù evit ar Re Unanet hag ur wezh anavezet ganto raktresoù ar Japaniz e tivizjont sevel ur bagad listri a-benn adtapout an inizi digant o enebour.