Annwn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpennet em eus kalz a dra. Troet em eus ar pezh a gaver er pennad saoznek, hag ar pezh a gaver er mojennoù.
Linenn 17:
 
== E Danevelloù all ==
Deskrivañ a ra ar barzhoneg harozel [[Cad Goddeu|''Cad Goddeu'']] (e-barzh ''Levr Taliesin'') ur gad etre Gwynedd ha lu Annwn dindan gourc'hemenn Arawn. Laeret oen doa [[Amaethon]], niz [[Math, mab Mathonwy|Math]] roue Gwynedd, ur giez, ur gernigell hag ur yourc'h digant tud ar Bed All, ha setu penaos e oa kroget ar brezel. Taolennet eo annezidi Annwn evel tud iskis ha spontus gant korfoù n'int ket denel.<ref>Cad Goddeu, gw. http://www.maryjones.us/ctexts/t08.html</ref>. Trec'hiñ a ra [[Gwydion fab Dôn|Gwydion]], haroz ha hudour, lu Arawn en ur gilhañ ar gwez d'en em gannañ hag en ur zivinout anv unan eus harozed an enebour, [[Bendigeidfran|Bran]].
 
Kavout a reer Annwn e-barzh [[Preiddeu Annwfn|''Preiddeu Annwfn'']], ur barzhoneg all eus ''Levr Taliesin''. Deskrivañ a ra beaj ar Roue Arzhur da Annwn. Kontañ a ra an daneveller penaos ez eas Arzhur gant teir lestrad tud da Annwn, ha penaos na zistroas nemet seizh anezho. Anvioù a-leizh en deus Annwn er barzhoneg : "Caer Pedryvan", "Caer Sidi", "Caer Vedwyd", "Caer Rigor", "Caer Wydyr", "Caer Golud", "Caer Vandwy", "Caer Ochren". An anvioù-se a c'hellfe bezañ anvioù disheñvel evit Annwn, pe anvioù lec'hioù en Annwn ; n'eo ket splann ar barzhoneg.