Rusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
astenn an istor hag ar politikerezh
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn hag astenn (poblañs dreist-holl)
Linenn 48:
Ar vro vrasañ er bed eo '''Rusia''', ent-ofisiel '''Kevread Rusia''' pe '''Kevread Rusian''' (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). [[Moskou]] eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.
 
War daou gevandir en em astenn: [[Europa]] hag [[Azia]], war ouzhpenn 9000 kilometrad eus [[Kaliningrad]] betek [[Vladivostok]]. Unnek [[rann-eur]] he deus. Tro-dro da Rusia emañ [[Norvegia]], [[Finland]], [[Estonia]], [[Latvia]], [[Belarus]], [[Lituania]], [[Polonia]] (an daou-mañ gant [[Oblast Kaliningrad]]), [[Ukraina]], [[Jorjia]], [[Azerbaidjan]], [[Kazac'hstan|Kazakstan]], [[Sina]], [[Mongolia]] ha [[Norzhkorea|Republik Demokratel ha Poblel Korea]]. Skeiñ a ra he aodoù war [[Meurvor Arktika]], ar [[Meurvor Habask]], ar [[Mor Baltel]], ar [[Mor Du]], [[Mor Kaspia]], ar [[Mor Gwenn]], [[Mor Barents]], [[Mor Kara]], [[Mor Laptev]], [[Mor Siberia]], [[Mor Okhotsk]], [[Mor Bering]], ha [[Mor Japan]].
 
Goude [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel]] bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un [[ekonomiezh varc'had]] gant ur renad parlamantel liesek. [[Vladimir Poutin]] eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar [[BRICS]] skoaz-ouzh-skoaz gant [[Sina]], [[Brazil]], [[India]] ha [[Suafrika]].
Linenn 145:
== Poblañs ==
[[Restr:Population of Russia.PNG|thumbnail|350px|dehou|Emdroadur ar boblañs etre 1991 ha 2008). Poblañs e miliadoù a annezidi.]]
81% eus ar boblañs a zo Rusianed etnek. 160 strollad kenelel all a zo.
 
Digreskiñ a reas ar boblañs goude fin an URSS. Krog eo da greskiñ endro adalek ar bloavezhioù 2010.
== Relijionoù ==
 
=== Yezhoù ===
Hervez mellad 68 ar [[Bonreizh Kevread Rusia|vonreizh]] eo ar [[rusianeg]] yezh ofisiel Kevread Rusia. Kalz yezh a zo ur statud ofisiel ganto avat. Gallout a ra pep Republik kaout he yezh pe yezhoù ofisiel.
 
Div yezh a vez komzet alies gant an dud n'int ket eus ar genel rusian (da skouer rusianeg ha tatareg, oudmourteg, yakouteg pe armenieg).
 
=== Deskadurezh ===
E-touez ar re uhelañ eo ar feur alfabetekaat : 100 % (2003-2008).
[[Restr:RIAN archive 312685 Graduates of the Moscow University's Higher School of Business.jpg|thumb|210px|[[Skol-veur Stad Moskou]]]]
 
Etre 2003 ha 2008 e oa 96% ar feur skoliata kriz evit paotred ha merc'hed, ha 91% ar feur rik. En eil derez e oa 85% eus ar baotred ha 83% eus ar merc'hed ar feur skoliata. 21% eus ar vugale skoliataet a c'halle mont war ar Genrouedad er skol e 2007. Mammenn : [[Unicef]] ([http://www.unicef.org/french/infobycountry/russia_statistics.html#67 Deskadurezh]; [http://www.unicef.org/french/infobycountry/russia_statistics.html#63 Meneger Diazez])
 
Digoust eo ar skol hag ar skol-veur, skrivet eo ar gwir-mañ ar Vonreizh zoken. Dibabet e vez ar studierien er skolioù-meur dre kenstrivadegoù avat. Skolioù prevez a c'hall koust kalz ivez. Gant Rusia emañ ar feur tud diplomet en Deskadurezh Uhel an hini uhelañ er bed : 54%. Dre e vez lakaet gant an Deskadurezh ar pouez war ar skiant hag an teknologiezh eo Rusia barrek war ar vezegiezh, ar matematikoù, ar skiantoù hag an imbourc'h aeregor.
 
Skol-Veur Stad Moskou ha Skol-Veur Stad Sant-Petersbourc'h eo ar skolioù-meur koshañ er vro. Skolioù-meur kevreadel all a zo avat.
 
=== Relijionoù ===
* [[Iliz Ortodoks|Ortodoksed]] : 55%
* [[Islam|Muzulmaned]]: 15%