For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Arko, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Arko. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

Benoni (Kaozeadenn) 15 Mez 2007 da 21:22 (UTC)Respont

Trugarez d'an holl evit ho tegemer. Emaon o vont da glask d'en em gustumañ er janglenn-mañ. Arko

Krouiñ adkasoù

kemmañ
Respontet em eus dit en davarn met kavout a ri buanoc'h an titouroù amañ moarvat. Sell ouzh ar bajenn displegadennoù e saozneg amañ pe e galleg amañ. A galon--Kadwalan 26 Mez 2007 da 21:55 (UTC)Respont
Gallout a rez skrivañ "#REDIRECT" buan o pouezañ war an daouzekvet bouton, pe evit mont buanoc'h war an eil goude an hini a dalvez da sinañ gant da anv kenskriver.--Kadwalan 27 Mez 2007 da 11:32 (UTC)Respont

Buanoc'h marteze ma sellez penaos em eus graet gant Roueri: digor kof ar pennad hag e weli penaos ober evit ar vag, hag an holl vagoù all. Avel yac'h. Bianchi-Bihan 27 Mez 2007 da 03:28 (UTC)

Salud dit, Gwelout a ran eo bet respontet dit dija. Ne'm eus respont all ebet da reiñ. Krouiñ adkasoù gant "#REDIRECT" eo an diskoulm aesañ, moarvat. A galon, --Llydawr 27 Mez 2007 da 19:58 (UTC)Respont

Krouiñ penadoù nevez

kemmañ

Evit krouiñ pennadoù nevez a-grenn ne dalvez ket ar boan sevel liammoù diezhomm war ur bajenn (evel evit Hardouin de Chartres). Gallout a rez ober gant :

Skrivit titl ho pennad amañ


Diwall avat nompas disoñjal al liammoù etrewiki (gant yezhoù all) hag ar rummad(où). Mat eo lakaat er wiki saozneg [ [ br : X ] ] (X eo anv ar pennad krouet ganit), evel-se e vo lakaet liammoù en holl yezhoù evit mont war ar bajenn az teus krouet, en un doare emgefreek.Hag e brezhoneg ivez setu e vo nebeutoc'h a chastre--Kadwalan 27 Mez 2007 da 13:40 (UTC)Respont
Mat eo, trugarez evit an titouroù, Arko.

Salud

kemmañ

Emañ ar rummad kizellerien italian er rummad kizellerien. Neuze ne dalv ket ar boan lakaat Michelangelo nag ar re all en daou rumm. Ma ali-me eo. Met gra a gari. Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 10:02 (UTC)Respont

Ya, ar wirionez zo ganit. Emaon o vont da chom gant ar rummadoù dre vro evit pep kizeller. Ur goulenn zo ganin : penaos diverkañ ar rummad Kizellerien dibar? Arko 23 Eos 2007 da 10:11 (UTC) A vo graet gant ur merour (ganto 'ni 'mañ ar binvioù d'o'r se). N'eus ket mall. Hastomp goustadik ma chomimp yac'h. Bianchi-Bihan 23 Eos 2007 da 10:31 (UTC)Respont

Kompren

kemmañ

Kompren a ran mat-tre e vijes broc'het. C'hoarvezout a ra ganin ivez bep tro ma welan tud zo o tilemel pe o tistruj danvez holloueziadurel, enep da reolennoù wikipedia. Met marteze out faziet: n'houlan ket e vije lamet enezennig tamm ebet, met enesennig: ar pennad reizh, gant an anv reizh, a implijez zo da virout evel-just [biken ne soñjfen distruj ur pennad, nemet ur "pennad goullo" e ve), an hini na glot ket gant ar skritur zo diezhomm, ha neuze da freuzañ. Mar deo a-fetepañs e fell dit derc'hel d'ar pennad goullo, mat din. Aotre a roan dit da lemel ma goulenn distruj (nullañ, e yezh an tolead). N'em boa roet displegadenn ebet, gwir eo: soñjal a rae din ne oa ket ezhomm. Lavar din bremañ da soñj. Bianchi-Bihan 28 Eos 2007 da 18:06 (UTC)Respont

Mat eo, digarezh ac'hanon, n'em boa ket komprenet e oa evit enesennig hepken. Kavet em boa ar skritur-se gant ar Favereau. Gwelloc'h eo enezennig war a seblant. Arko 28 Eos 2007 da 18:20 (UTC)Respont
Gwelloc'h eo hervez ar skritur implijet amañ. C'hoarvezout a ra din ivez lenn re vuan. Fall eo wikipedia evit an daoulagad. Bianchi-Bihan 28 Eos 2007 da 18:32 (UTC)Respont

Patrom Bulgaria

kemmañ

Krouet eo bet ar patrom ganin amañ: Patrom:Infobox Province of Bulgaria. N'eo ket bet troet e brezhoneg ganin avat. Dit d'en ober  . A galon,   Benoni (Kaozeadenn) 30 Eos 2007 da 15:27 (UTC) Mat eo, trugarez. --Arko 30 Eos 2007 da 17:28 (UTC)Respont

Patrom nevez

kemmañ

Salut, galout a rafes krouiñ ar patrom Boest dirollañ evel an hini a zo implijet gant ar pennad-mañ. Trugarez en-araok! --Arko 1 Gwe 2007 da 13:22 (UTC)Respont

Bez zo dija eus ur seurt patrom amañ. Petra a fell dit ober gantañ?  Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 13:27 (UTC)Respont

Fallout a ra din lakaat ar patrom-se er pennad Têtes à claques evit listenn ar c'hlipoù hag a zo hir. Ur pennad eo Listenn klipoù ha n'eus ket ezhomm d'am soñj. --Arko 1 Gwe 2007 da 13:32 (UTC)Respont

graet.  Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 14:33 (UTC)Respont

Trugarez! --Arko 1 Gwe 2007 da 14:35 (UTC)Respont

Doueoniourien

kemmañ

Krouet ganit ur rummad doueoniourien a Vro-Skos. Doueoniourien skosat, neuze. Rufus 1 Gwe 2007 da 18:08 (UTC) Sot on: n'eus nemet ober evel evit ar re all: doueoniourien Bro-Skos. Chañs dit da gargañ ar rummad. Rufus 1 Gwe 2007 da 18:13 (UTC) Mat eo.--Arko 1 Gwe 2007 da 18:15 (UTC)Respont

Rummad:Kelenerien Breizh

kemmañ

Kelenn, kelennerien. Rufus 3 Gwe 2007 da 07:13 (UTC) Ya gwelet em eus, cheñchet am eus an traoù. --Arko 3 Gwe 2007 da 07:14 (UTC)Respont

Diverkañ pajennoù

kemmañ

Gwellet 'm eus e tiverkez kalz a pajennoù hep displegañ perak. Difennet groñs eo ober kement-mañ. Ma n'out ket a-du gant ar pezh a zo er pajennoù e c'hellez displegañ petra na ya ket, ha gwellaat ar bajenn!  Benoni (Kaozeadenn) 8 Gwe 2007 da 21:18 (UTC)Respont

Peseurt pajennoù zo kaoz? Me gav din e klaskan atav lakaat un gêr e pajenn ar gaozeadenn pa n'on ket a-du. Da skouer al Loar. Marteze m'eus diverket un bajenn hep ober se a-ratozh? Peseurt pajennoù zo bet diverket eta? --Arko 9 Gwe 2007 da 10:20 (UTC)Respont

Div bajenn d'an nebeutañ: Fraez ha Kelc'h keltiek. Adsavet int bet ganin da c'hortoz.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Gwe 2007 da 12:03 (UTC)Respont

Ne gomprenan ket! Skrivet eo Arko n'eus diverket an holl pennad met n'eo ket me, m'hen tou! Daoust-hag-eñ z'eus un den o implijañ ma c'hont??? Emaon a vont da cheñch ma ger-tremen! --Arko 9 Gwe 2007 da 12:27 (UTC)Respont

Ya, iskis... Añfin bon, renket an traoù.  Benoni (Kaozeadenn) 9 Gwe 2007 da 13:11 (UTC)Respont


Mersi Arko plijet on kalz gant "les cowboys fringants" ;)


Epstein

kemmañ

Mat-tre. Ne gavan ket spletus avat bezañ tennet ar pennad e saozneg a oa da vezañ troet. Evit a sell ar patrom hag ar poltred : ret e vefe enrollañ ar poltred ha goude eilañ anezhañ war ar servijer met n'hallan ket re ober peogwir emaon o labourat. Keit ha ma vo ba'r patrom ne vo ket gwelet avat dre ma n'eo ket bet savet framm ar patrom-se c'hoazh--Kadwalan 14 Gwe 2007 da 09:54 (UTC)Respont

Kendivizoù reolata nevez

kemmañ

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:

Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon,   Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 21:39 (UTC)Respont

Gwelet em eus [[1]]. D'am soñj ne oa abeg ebet d'ober ar c'hemm-se. A galon. Bianchi-Bihan 26 Gwe 2007 da 16:35 (UTC)Respont

Mickey

kemmañ

D'am soñj eo arabat meskañ anv-badez ha berranv. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 07:14 (UTC)Respont

N'em eus ket komprenet pelec'h e oa ar fazi, met n'eus forzh . Gwelloc'h e vez kaozeal atav. A galon. Bianchi-Bihan 30 Gwe 2007 da 08:47 (UTC)Respont

DD

kemmañ

N'ouzon ket, ha ne gredan ket eo gwall bouezus. Reizhet em boa ar yezhadur, netra ken. Kemm evel a gari. A galon. Bianchi-Bihan 4 Her 2007 da 16:04 (UTC)Respont

Patrom

kemmañ

Patrom krouet amañ : Patrom:DisneyChar. Leuskel a ran ac'hanout treiñ anezhañ e brezhoneg. Kalon vat dit!  Benoni (Kaozeadenn) 4 Her 2007 da 18:21 (UTC)Respont

Patrom film krouet. Memestra: dit da dreiñ e brezhoneg: amañ hag amañ. Kalon vat dit!  Benoni (Kaozeadenn) 6 Her 2007 da 22:06 (UTC)Respont

Kemennoù: vot ha wikiarroud

kemmañ

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon,   Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 23:19 (UTC)Respont

Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 00:01 (UTC) un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. --Fulup 14 Her 2007 da 20:57 (UTC) --Arko 14 Her 2007 da 21:07 (UTC)

Ijinañ

kemmañ
Ha ret eo kompren ez out prest da lezel ijinañ brezhonekadurioù evel Kaius ha Serj? Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 21:50 (UTC)Respont

Ne welan ket ar gudenn, an holl vroioù a lak anvioù ar vibien en o yezh, perak ne vefe ket ar memes tra e brezhoneg? Ar brezhoneg a zo par dezho. --Arko 14 Her 2007 da 22:56 (UTC)Respont

N'hallez ket lavarout kement-se hep sellout a dostoc'h.
En holl yezhoù (n'eo ket un afer a vroioù) e vez troet anvioù ar bibien hervez an anv, ha hervez un hengoun diwar-benn an anv-se: n'eo ket memes tra.
Pa ne vez hengoun ebet gant anvioù zo, pe pa ne vez nemet un hengoun latin, e lezer an anv latin: bg:Сергий I (папа) ca:Sergi I cs:Sergius I. de:Sergius I.es:Sergio Ifr:Serge Ier (pape)ko:교황 세르지오 1세 id:Paus Sergius I it:Papa Sergio I jv:Paus Sergius I la:Sergius I hu:I. Sergius pápa nl:Paus Sergius I nds-nl:Paus Sergius I pl:Papież Sergiusz I pt:Papa Sérgio I ru:Сергий I (папа римский) fi:Pyhä Sergius I sv:Sergius I uk:Сергій I zh:思齊一世
N'eo ket izelaet ar saozneg pa ra gant en:Sergius, en:Lucius, en:Caius, nag an nederlandeg nag an hungareg, hag un toullad re all. Ha mar deo par ar brezhoneg dezho (ma ranker komz evel se) e c'hall ober evel ar saozneg e-lec'h ober
  • gant Kaius, a zo Kae e brezhoneg, Caio e kembraeg (ne vo ket kemeret ar stumm keltiekañ kuit da ijinañ traoù all?)
  • gant Serj ( a zo galleg, ha netra ken),
  • gant Lusius, a zo brizhlatin) : ma vije poellek Kaius e vije Lukius da vihanañ.
Brezhonekaat n'eo ket un afer parded, un afer a furnez eo ivez. Bianchi-Bihan 14 Her 2007 da 23:26 (UTC)Respont

Digejañ

kemmañ

Lakaet em eus goulenn db ar pajennoù digejañ en Davarn da c'houlenn ali an holl. D'am soñj eo arabat ober pajennoù evel Gwern (digejañ). Perak? Peogwir ne vo ket klasket ur pennad gant ar ger "digejañ" e-barzh biken ! Bianchi-Bihan 15 Her 2007 da 16:27 (UTC) Da gentañ, adenvel ar bajenn. Goude, goulenn diverkañ an hini gozh war [[2]]: n'eus nemet ar verourien a ra an diverkañ. A galon. Bianchi-Bihan 16 Her 2007 da 03:34 (UTC)Respont

Skeudennoù

kemmañ

Nann, nann, n'eus netra da welet gant ar merañ: ret eo dit eilañ ar skeudennoù a vank war ar servijer, ha netra ken.  Benoni (Kaozeadenn) 17 Her 2007 da 20:32 (UTC)Respont

Ar servijer a zo wikipedia. Warnañ maout dija. Ar pezh a zo d'ober:
  1. Mont war ar wikipedia saoznek
  2. Klikañ (kleiz) war ar skeudenn a fell dit kaout: klikañ betek ma na c'hellfes ket mont pelloc'h
  3. Klikañ (dehou) ha pellgargañ ar skeudenn war da urzhiataerezh
  4. Eilañ war ar ar servijer (ar wikipedia brezhonek): sellet er voest oustilhoù war tu kleiz ar skramm)

  Benoni (Kaozeadenn) 17 Her 2007 da 21:51 (UTC)Respont

The Walt Disney Company

kemmañ

Setu ar patromoù savet: Patrom:Infobox Kevredigezh ha Patrom:Infobox Kevredigezh/teul. Dit da dreiñ e brezhoneg bremañ. En eskemm, daoust-hag eñ e c'hellfes sevel ur pennad pe zaou war wikiarroud, amañ? Ezhomm zo tud o krouiñ un nebeut pennadoù evit ma vije tu ofisielaat ar wikiarroud. Evit krouiñ ur pennad ez eo ret la kaat "Wq/br/" dirak. Mod all, evel-just, e c'helles klokaat pennadoù savet dija. Goulenn sikour ma 't eus ezhomm. Trugarez dit.  Benoni (Kaozeadenn) 18 Her 2007 da 21:58 (UTC)Respont

Anvioù ar bibien

kemmañ

Sachañ da evezh a garfen war un draig: kavet em eus e oa reizh resisaat evit petra e vote an dud, ha lakaet em eus ur gerig bennak ouzhpenn:

  • Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all diwar skouer ar galleg dre vras (war-bouez Caius), hag ar yezhoù latin.

Heñvel em eus graet evit an eil frazenn:

  • Dalc'het e vo d'ar stumm e brezhoneg pa vez testeniekaet (Yann-Baol, Benead, Paol, Yann, Pi, hag all) ha mod all e vo dalc'het d'ar furm latin (Julius, Clemens, Urbanus, Anacletus, Marcellinus, Sergius Iañ hag all) diwar skouer ar saozneg hag an alamaneg.

A galon. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 01:11 (UTC)Respont

Pibien e kembraeg

kemmañ
N'eo ket posubl: ne vez ket cheñchet testenn ur vot ur wech kroget gant ar vot. Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez, hag all. Evel ma lavar Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg, kement-mañ a zo un hengoun e brezhoneg hag e darn vrasañ yezhoù Europa gatolik.  Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:04 (UTC)Respont
A-wechoù e vez savet fall ar skrid kinniget d'ar vot, hag amañ eo splann, pa weler penaos eo graet. Gwir am eus da lavarout kement-se, hag ober a ran.
N'em eus ket kemmet netra, lakaet em eus ur ger bennak ouzhpenn, evit displegañ gwelloc'h, ma oaro resisoc'h an dud evit petra emaint o votiñ, ha penaos e vo implijet o vot goude. Un tamm skiant am eus prenet, petra ri?
Implij ar ger "hengoun" hep arguzenn n'en deus talvoudegezh ebet e-keñver poell na preder. Pa seller eus ar fedoù evel m'emaint, ha darn anezho zo pennek ken ez int, evel ma lavare Vladimir, eo splannoc'h c'hoazh.
Me n'emaon ket o c'hoari gant ar yezh, met o studiañ an traoù evel m'emaint: neuze e karfen kavout arguzennoù estreget traoù faos evel : Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez. Kembraekaet eo ar ger brezhonek (mat da c'houzout pa glasker sevel reolennoù evit ar yezh hag ober skol d'an dud). Ha pezh a laran on gouest da brouiñ, n'eus nemet sellout ouzh an anvioù kembraek-se. Ma fell da unan bennak komz eus an anvioù kembraeg greomp, o sellout outo, ha n'eo ket o komz en avel. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:04 (UTC)Respont
Ne ouien ket e oa Europa gatolik un arguzenn yezhoniel, met goulenn a rin digant Neal: en Europa gatolik emañ Kembre ivez hervezout? Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:15 (UTC)Respont

Tud a afer

kemmañ
  • Tud a afer, ha n'emañ e brezhoneg evit c'hoazh, a vije "tud o deus un afer". Tud a aferioù, kentoc'h, evel tud a armoù.
  • Peurvuiañ e kaver tud a galon, tud a benn, gant anvioù hollek: tud o deus ur galon, ur penn, ur skiant. Amañ eo aferioù ar ger, ha n'eo ket afer.
  • Met daoust ha n'eus ket gerioù all? Tud an arc'hant bras, em brezhoneg -me. Marc'hadourien, ha me oar petra c'hoazh. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:04 (UTC)Respont

Den a afer a zo ar ger kinniget gant an Ofis evit homme d'affaire. Ret eo dit eta gwelout ganto, n'on ket kap da lavaret ma eo mat pe get, koulskoude m'eus fiziañs enno. Ur marc'hadour a zo un dra disheñvel tre. Hag un embregour a zo un den a afer met un den a afer a c'hall bezañ traoù all ivez. Da skouer : François Pinault ha Yann-Bêr ar Roc'h a zo tud a afer met an hini kentañ n'eo ket un embregour, gwerzhañ a ra ha prenañ a ra kevredadoù hepken, ne grou ket netra. Yann-Bêr ar Roc'h en deus krouet embregerezhioù. --Arko 19 Her 2007 da 16:26 (UTC)Respont

E Geriadur an armerzh.. gant Y.-B. An Noalleg e weler dindan affaires : afer(ioù), gra (-où) ha nevid (a zo ivez e-barzh Favereau dindan newid gant ar ster marc'had hag eo ur ger kembraek e orin), met YB an Noalleg en deus kinniget nevidour (ha Kreizenn imbourc'h sturyezhouriezh asambles gantañ) evit homme d'affaires. Implijet em eus nevid er pennad "marc'hadourezh". --Ch. Rogel 19 Her 2007 da 16:42 (UTC)Respont

Lavarout a ran ma soñj, ha kavout a ran fall an droienn, met n'eo ket marv mil den, n'eo ket ar wech kentañ nag ar wech diwezhañ. Mat eo ez poa lavaret din a belec'h e teue. Kavet em eus traoù iskis all e kinnigoù an Ofis. Evel mondialisation: bedelekadur . Dre chañs e vez graet gant bedeladur e lec'h all da vihanañ.
Newid zo "kemm e kembraeg. Implijet gant SADED evit lavarout "marc'had" da gentañ. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:46 (UTC)Respont

Sina

kemmañ

Salud dit ! Gwelet em eus ec'h eus krouet un adkas eus Republik Sina da Republik Pobl Sina. Ne gav ket din ez eo mat, rak arabat kemmeskañ Republik Pobl Sina (war an douar-bras) ha Republik Sina (Taiwan).
Sell ouzh ar pezh zo skrivet e saozneg : e pennad en:People's Republic of China e lenner Not to be confused with en:Republic of China. Pe sell ivez ouzh ar pennadoù-mañ : af:Republiek van Sjina als:Republik China (Taiwan) an:Republica de China ca:República de la Xina cy:Gweriniaeth Tsieina da:Republikken Kina de:Republik China en:Republic of China es:República de China fr:République de Chine id:Republik China it:Repubblica di Cina jv:Republik China la:Respublica Sinae nds:Republiek China nl:Republiek China nn:Republikken Kina no:Republikken Kina pam:Republic of China pl:Republika Chińska pt:República da China ro:Republica Chineză simple:Republic of China A galon,--Llydawr 20 Her 2007 da 09:09 (UTC)Respont

Ya ar gwirionez zo ganit, evel just! Adkaset m eus an traoù da Daiwan. Digarez, ur fazi skañvboell e oa! --Arko 20 Her 2007 da 09:11 (UTC)Respont

Légende

kemmañ

Petra vez graet eus légende e brezhoneg? Da lâret eo dindan ur skeudenn... --Arko 19 Her 2007 da 13:28 (UTC)Respont

Ober a rafen gant disklêriadur, hervez ma geriadur divyezhek (hini RH, ha n'eo ket disi, met talvoudus atav), pe skrid-disklêriañ. Gant pe skeudenn eo? Bianchi-Bihan 21 Her 2007 da 16:54 (UTC)Respont

Adkasoù

kemmañ

Salud dit ! Perak e krouez adkasoù evit deiziadoù ? Ne servij ket da galz a dra, da'm soñj. Trawalc'h eo skrivañ an deiziad er pennad en ur stumm a ro ul liamm gant pajenn an deiziad-se : [4 Here|4 a viz Here] da skouer. A galon, --Llydawr 27 Her 2007 da 21:20 (UTC)Respont

E gwirionez e kavan aesoc'h krouiñ adkasoù evit pep deiziad. Ret e vo krouiñ 365 adkas neuze (nemetoc'h peogwir eo bet krouet un nebeut dija) ha mat pell zo. Ma krouomp liammoù gant ul liamm diabarzh evit pep deizhiad pep pennad, e vo ret deomp ober se miliadoù ha miliadoù a wech. Rak-se e kollfemp kalz amzer. --Arko 27 Her 2007 da 21:32 (UTC)Respont

A-du ganit, en dra-se em boa soñjet ivez: an diskoulm aesañ. War hir dermen. Rufus 2 Du 2007 da 09:00 (UTC)Respont


Kehuzañ

kemmañ

Unan bennak en deus goulennet diganin petra e oa "kehuzet", klevet gantañ e-barzh ur fim brezhonek, ha me tapet berr. Pa ran kehuzet gant Google e tegouezhan en un implij er wikipedia , ha graet ganit, ma ne fazian ket. Pelec'h ec'h eus kavet ar ger ? Bianchi-Bihan 7 Kzu 2007 da 10:39 (UTC)Respont

Pennad mat

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:12 (UTC)Respont

Patrom:Infobox Skrivagner

kemmañ

Ar patrom a zo savet. Na chom dit nemet treiñ anezhañ e brezhoneg. A galon,  Benoni (Kaozeadenn) 28 Kzu 2007 da 12:48 (UTC)Respont

Gipsy Kings

kemmañ

Savet 'm eus ar patromoù-mañ : Patrom:Infobox Sonerezh (arzour) ha Patrom:Infobox Sonerezh (arzour)/Karta al livioù. Dit d'o lakaat e brezhoneg bremañ. Kalon vat dit!  Benoni (Kaozeadenn) 28 Kzu 2007 da 18:28 (UTC)Respont

Kolombiaat

kemmañ

Pelec'h ec'h eus gwelet ar ger-se dija?Bianchi-Bihan 28 Kzu 2007 da 18:29 (UTC)Respont


Euro

kemmañ

Salud dit. An holl a ra fazioù. E-giz-se e tesker...

Rezon 'teus bet sevel ar pennad. Mat eo kavout seurt pennadoù diwar-benn moneizoù ar bed. Labour a chom c'hoazh ... ha nebeut amzer evit ober pep tra.

Evit a sell ar patromoù e ve primoc'h ha gwell goul' digant Benoni. N'on ket ur mailh war ar patromoù siwazh... A galon--Kadwalan 4 Gen 2008 da 14:54 (UTC)Respont


Tebez

kemmañ

Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. --Kadwalan 28 Gen 2008 da 14:14 (UTC)Respont

Da gentañ-holl n'eo ket amañ al lec'h dereat, me 'gav din, evit komz eus ur c'hraf resis-tre gouestlet ur bajenn gaozeal bouetat mat dezhañ dija, daoust ha ma anzavan e ma c'hell pep hini mont e darempred gant ar genlabourerion all mar fell dezhañ evel-just. Respont a ran amañ neooazh dre ma glasker lakaat da grediñ ez eus ur seurt brezelig etre Kadwalan ha me war ar c'hraf-se ha mat eo din sklaeraat an traoù. Arabat bezañ chalet, goude bezañ respontet d'e evezhiadennoù amañ e kendalc'hin war al lec'h dereatoc'h meneget a-us.
Ret eo lâret krak ha krenn n'eo ket gwir na tamm ebet ar pezh a zo tamallet din rak n'em eus biken lâret e oa arabat ober gant "stummoù digemeret er geriadurioù".
Displegadennoù hiroc'h:
Da gentañ holl, n'eo ket ganin m'eo bet kinniget ober gant ar stumm Thebai, daoust ha ma c'hellan sevel a-du gantañ rak kavout a ra din e klota gant ar reolenn bet degemeret war ar c'hraf-se (hini an doare da vrezhonekaat an anvioù gresianek divoutin).
Da eil e kavan ec'h eo daou dra disheñvel komz eus stummoù hengounel pe anavezet-mat ha stummoù kavet er geriadurioù ha/pe el levrioù implijet gant Diwan - klotaat a c'hellont, met ne glotaont ket dre ret an eil re gant ar re all.
Da drede e vefe mat sklaeraat pe geriadurioù a ranker lakaat da bennvammenn ma'c'h eo homañ ar bennaenn a vo lakaet e pleustr, da skouer "douaroniezh" pe "geografiezh" (n'eo ket ar stumm implijet gant Diwan atav an hini bet implijet ar stankañ war ar raktres-mañ).
Da bevare, n'eo ket kevatal da sav-poent terminologel personel-te dre ret ouzh bezañ "kizidik [...] ouzh implij reizh ar c'heriaoueg", rak ken reizh all eo ar stummoù all. Un afer dibaboù terminologel an hini eo kentoc'h evit un afer reizhder.
A galon, ha digarez evit bezañ implijet da bajenn gaozeal personel evit traoù komzet diwar o fenn e lec'h all dija, Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2008 da 14:34 (UTC)Respont

Droug ebet

kemmañ

Ober a rez gant Tud zrouklazhet ha Politikourien zrouklazhet‎. N'eo ket mat ober kemmadurioù en anv-gwan-verb. A-hend-all, ma ne fazian ket, goude an dibenn "d" (tud) nevez ket graet ar c'hemmadur d/z. A galon. Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2008 da 12:51 (UTC) N'eus droug ebet, na mall ebet. Da evezhiadenn db ar Bonedoù Ruz a blijo sur da Kadbzh. Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2008 da 12:57 (UTC) Ya moarvat. --Arko 3 C'hwe 2008 da 12:59 (UTC)Respont

Skrivet em eus un draig db implij eta: [[3]].

Bianchi-Bihan 22 C'hwe 2008 da 18:08 (UTC)Respont

Ar c'heleier

kemmañ

Salud dit ! Ya, evel-just ! A bep seurt traoù a c'hellfemp kaout er c'heleier. Me a lak traoù zo, peogwir on troet gant an traoù-se. Klask a rin lakaat traoù liesseurtoc'h. Mes evit ar c'heleier, evel evit ar pennadoù all, e c'hell pep hini lakaat ar pep a blij dezhañ : armerzh, skiantoù... Kalon vat dit ! --Llydawr 4 Meu 2008 da 22:12 (UTC)Respont

http://fr.wikipedia.org/wiki/Wikip%C3%A9dia:Pages_%C3%A0_supprimer/Ar_Redadeg

Brito

kemmañ

Gouzout a rez pegoulz e oa marvet? Bianchi-Bihan 16 Meu 2008 da 07:59 (UTC)Respont

War e seblant e 1484. http://membres.lycos.fr/janbrito/1024x768/jbpindex.htm --Arko 16 Meu 2008 da 08:14 (UTC)Respont

Kaset on bet er-maez eus ar wikipedia gallek...

kemmañ

... e-pad 24 eur gant Grimlock. Ne vez ket klasket tamm ebet gantañ komz hag eskemm gant an dud. Arguzenn ebet, ha dizonestiz. Ur vezh eo emzalc'h eñ, displijus ha strizh a spered ...Gwelit an istorioù war fr:Loire hag ivez fr:Garonne. --Arko 18 Meu 2008 da 13:45 (UTC)Respont

Anaout a ran mat-tre ar gudenn. Kaset on bet div sizhun er-maez eus ar wiki brezhonek evit aferioù virgulennoù. Degemer mat er c'hleub. Bianchi-Bihan 18 Meu 2008 da 14:07 (UTC)Respont

br-0,5

kemmañ

Demat,

Je vois que tu es passé derrière moi pour corriger mes grossières erreurs de breton. Il faut dire que je ne maîtrise que très mal la langue de mes ancêtres... Comme tu peux le constater en suivant la liste de mes contributions, je me contente de mises à jour ne nécessitant pas de grandes compétences linguistiques. Mais je compte sur ta sagacité pour corriger mes honteuses erreurs quand je m'aventure à écrire des choses plus élaborées.

Trugarez, Pymouss [Breutaat] 28 Meu 2008 da 13:55 (UTC)Respont

Redadeg

kemmañ

Sell ivez: [[4]]. Bianchi-Bihan 28 Meu 2008 da 14:37 (UTC)Respont

Broioù al Liger ...

kemmañ

..., d'am soñj, ne gomprenont netra. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2008 da 15:18 (UTC)Respont

Piv ta?--Arko 3 Ebr 2008 da 15:49 (UTC)Respont

Ur farsadenn. Pa skrivez: " Broioù al Liger zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1941. Kompren a ra pemp departamant ..." e soñjan diouzhtu : ne gomprenont netra. E brezhoneg n'haller ket implij kompren aze. Ec'h an da gemm. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2008 da 15:58 (UTC) Sell ouzh dibenn ar pennad e saozneg. A galon. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2008 da 16:22 (UTC)Respont

Mat-eo. --Arko 15 Ebr 2008 da 18:30 (UTC)Respont

Lemel

kemmañ

Mar plij, pa fello dit lemel ur c'heloù, lavar perak. Ma ne welez ket perak emañ aze, goulenn. Bianchi-Bihan 15 Ebr 2008 da 16:42 (UTC)Respont

Mat eo. --Arko 15 Ebr 2008 da 18:31 (UTC)Respont


Ladytron

kemmañ

Salud. Ya, ur strollad mat-tre eo Ladytron. A-du krenn ganit evit a sell ouzh sevel pennadoù estreget sonerezh hengounel Breizh pe rock. Forzh penaos ne selaouan ket sonerezh hengounel Breizh. Ma fell dit sevel pennadoù diwar-benn strolladoù elektro all e vo tu da glask kenlabourat. Savet em eus ur pennad diwar-benn Ellen Allien, IDM hag elektronika ivez. Kentañ tro.

--Ex-Smith 18 Mae 2008 da 14:02 (UTC)Respont


Miss Kittin

kemmañ

Salud. Ladytron, Ellen Allien ha bremañ Miss Kittin... elektro da vat e teu ar wiki brezhoneg da vezañ. Mat-tre! Un nebeud reizhadennoù a vo d'ober ez pennad, ma n'out ket direnket. Ken vi lennet.

--Ex-Smith 30 Mae 2008 da 18:40 (UTC)Respont

Me n'em eus ket amzer evit sikour anezhañ e gwirionez, siwaz. --Arko 14 Mez 2008 da 16:11 (UTC)Respont

Salud. Gwelet ar pennad ar rock (da zifaziañ!), padal ez eus unan all anvet sonerezh rock. Kentañ tro. --Ex-Smith 14 Mez 2008 da 17:03 (UTC)Respont

Petra

kemmañ

Petra eo "c'herniet" er pennad Malcolm? Bianchi-Bihan 18 Mez 2008 da 04:31 (UTC)Respont

Kompren a ran gwelloc'h bremañ, nemet ne oa abeg ebet d'ober ar c'hemmadur. Ma ne fazian ket e tenn "Mael" da "moal". A galon. Bianchi-Bihan 18 Mez 2008 da 09:54 (UTC)Respont

Sonerezh elektronek

kemmañ

Salud. Klokaet ar pennad betek fin ar bloavezhioù 1970. A galon. --Ex-Smith 18 Mez 2008 da 15:25 (UTC)Respont

Frank

kemmañ

Da ali, mar plij, db ar pennad, hag ar c'hemmoù diwezhañ. Bianchi-Bihan 22 Gou 2008 da 17:45 (UTC)Respont

Rummad:Barrez

kemmañ
respontet

Respontet d'az koulenn war ma fajenn gaozeal. Neal (Kaozeal) 24 Gou 2008 da 12:26 (UTC)Respont

Holloueziadurel a-hed an neudenn

kemmañ

A-raok diverkañ e c'hallfes goulenn alioù ar re all. Un ali n'eo ket tra-walc'h. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 07:44 (UTC)Respont

Din eo reizh , ken eo reizh. Ma kavez un dra direizh e vi gouest moarvat da zisplegañ perak. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 08:59 (UTC)Respont
Ne welan arguzenn ebet ez linennoù. Ma fell dit lakaat keleier all, gra. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 16:38 (UTC)Respont

War da bajenn gaozeal eo bet skrivet an arguzennoù ganin, kae da welet. A galon. --Arko 29 Gou 2008 da 19:56 (UTC)Respont

Ne welan ket beg lost un arguzenn aze. Ur savpoent personel, netra ken. Bianchi-Bihan 29 Gou 2008 da 22:10 (UTC)Respont

Afer ar c'heleier

kemmañ

Evel merour e kinningan an diskloulm-mañ d'ar gudenn-se evit chom a-sav gant ar brezel-embann: leuskel ar c'heleier war ar bajenn e-pad 7 devezh (ur sizhunvezh-pad) pa vez a-du ez eus anezhe keleier gwirion pe get ha neuze o zennañ dre ma ne vo ket anezhe keleier fresk ken. A-hend-all e vo ret prennañ ar bajenn waqrni ar c'heleier dre ma n'eus bet tizhet emglev embet evit o zennañ ac'helese. A galon, Merour (Neal / Neal (Kaozeal) 30 Gou 2008 da 06:19 (UTC)Respont

Mat eo din. Domaj n'eus ket bet c'hoant Bianchi-Bihan kinnig arguzenn ebet deomp. Hep c'hoari ar polis, n'eo ket Wikipedia ul lec'h ma c'heller sevel un rendael bolitikel, bez zo foromoù evit se. Me gav din ar c'heleier a zlee chom neptu, berr hag a zoug breizat pe vedel. --Arko 30 Gou 2008 da 09:53 (UTC)Respont

Din me n'eus rendael ebet, met fedoù evel m'emaint, ha ma'z int bet skrivet er c'hazetennoù. N'eo ket din da zegas arguzennoù . Bianchi-Bihan 30 Gou 2008 da 10:08 (UTC)Respont

Akademi Frañs

kemmañ
  1. N'in ket da glask laou e penn den ebet, met ne gredan ket e vije bet implijet an anv-se dre skrid gant den ebet.
  2. Fentus e vije sevel adkasoù evit kement anv (...) a zo: academi, akademi, akademiez, akademiezh, gall, c'hall, Bro-C'hall, frañsat, Frañs: ma kontan mat e welan 20 doare, hep kontañ ar re na welan ket. A galon. Bianchi-Bihan 30 Gou 2008 da 19:03 (UTC)Respont
Marteze e fazian, met krediñ a ran e veskez kouer ha krouer ( = kreur). A galon. Bianchi-Bihan 3 Her 2008 da 16:45 (UTC)Respont

Horn

kemmañ

D'am soñj n'eus ket kalz tud a oar diouzh anvioù ar stêrioù e Breizh, met un afer all eo, ha mat eo resisaat Horn (Leon) zo marteze kenkoulz ha Horn (stêr). Gwelloc'h e kavfen tremen hep ar pennadoù anvet "digejañ" pa c'haller, pa vez diskoulmoù all holloueziadureloc'h: an anvioù zo anvioù kêr, stêr, bro, sant, pe a c'haller lakaat en ur rummad Rummad:lec'hanvadurezh, a ya war ziorren abaoe un herrad. Un toullad pennadoù a zo anvet diwar skouer

pennadoù db Bro-C'hall evel-just, met pennadoù heñvel a zo (pe a vo) ivez db broioù all, en Amerika, Afrika, ha me oar. D'am soñj ez eus ur poell en doare ober-se, berr ha sklaer. Ur pennad Allier (digejañ) a vije, d'am soñj, enepholloueziadurel. Met evel kustum, n'eo nemet ma ali, ha n'eus ket mall. Bianchi-Bihan 24 Her 2008 da 13:53 (UTC)Respont

Bannoù-treset

kemmañ

Skrivañ a rez : Pajenn ur bannoù-treset amerikan . Marteze e veskez bande dessinée a zo unan, ha bannoù-treset a zo lies: hep ur eta. Kinnig a ran ober gant "sevel bannoù treset", pe tresañ bannoù. Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 13:12 (UTC)Respont

En anv tud eo al lec'h gwern, ha n'eo ket gwern al listri, a gaver. Bianchi-Bihan 31 Her 2008 da 11:22 (UTC)Respont

Arsav-brezel

kemmañ

e lider / eo lidet = hiziv. Neuze int heñvel. Gwir eo eo techet ar brezhoneg d'ober gant ar stumm-gouzañv peurvuiañ, met n'eus fazi ebet oc'h ober gant ar stumm-ober en e lec'h. Bianchi-Bihan 17 Du 2008 da 14:29 (UTC)Respont

Gwelet a ran eo bet respontet dija gant Bianchi-Bihan... Ne'm eus netra da lavaret ouzhpenn ! --Llydawr 17 Du 2008 da 22:35 (UTC)Respont

Areva

kemmañ

Men digaré! M'eus aon e oamp bet o labourat hon daou er memes koulz, skoilhet e oan bet ganit hep gouzout dit, lakaet ma c'hemm goude daou arnod, ha n'em boa ket taolet evezh ouzh pezh 'poa lakaet. Marteze em eus graet fall, met ne oa ket dre youl. Bianchi-Bihan 22 Du 2008 da 17:00 (UTC)Respont

Degemer

kemmañ

Salud dit ! Ne gav ket din e c'haller lavaret n'eo ket holloueziadurel ar pezh am eus lakaet, met marteze eo re stag ouzh darvoudoù politikel e Bro-C'hall. Tennañ a c'hallez ma tisplij dit, ne vin ket chalet ! A galon, --Llydawr 27 Du 2008 da 16:12 (UTC)Respont

Diverkañ

kemmañ

Diverket em eus ar pezh az poa skrivet.

N'ez poa ket d'ober.

Mall oa,

Ne oa ket

gwasoc'h c'hoazh e oa eget ar pezh a oa skrivet a-raok! ;))

Da ali-te hepken, betek-gouzout.

Den ebet ne lâr eo ar Gwilun un harz,

C'hoari war ar gerioù eo: lenn ar c'hazetennoù. Le Tour entre en Bretagne, bet meneget ugent gwech e foromoù zo.

meskañ a rez gant harzoù rannvro B4 moarvat

Ne veskan netra, menegiñ ur soñj embannet gant bruderien ar PDL an hini a ran, ha displeget d'al lenner.

Ne vez ket morse ur ster un harz forzh penaos (d'ar c'hontrol) : Nil, Gange, Seine, Liger, Rhin...

Arabat lavarout morse: lod zo bet , hag al Liger hag ar Roen d'ur mare bennak bepred. Perzh ar stêrioù bras (evel ar morioù) eo e c'hallont bezañ an eil hag egile. Bianchi-Bihan 2 Gen 2009 da 13:55 (UTC)Respont

Roba

kemmañ

Salud! Whoops: klasket teurel ur sell ouzh ma benveg nevez evel merour, ha distaolet da gemmoù. Ne rin ket mui! A galon. --Ex-Smith 20 Her 2009 da 20:31 (UTC)Respont

Ma! Ok, trugarez. Gwelet'm eus ac'hanout er Webnoz. Kentañ tro. --Ex-Smith 24 Her 2009 da 18:01 (UTC)Respont

Glas

kemmañ

War a welan e fell deoc'h kuzhat ma zammoù evezhadennoùigoù, koulskoude ne welan netra dizenorus enne. Skrivañ a rit ivez ar golo c'hlasel. Diaes da gompren : glas? Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 17:47 (UTC)Respont

Pennad Gi Roparz

kemmañ

Salud dit Arko, lezet 'm eus liamm pajenn Gi Ropartz peogwir n'eo ket ken en-linenn al lec'hienn evit ar chomlec'h kozh. Evit ar rummad 'm eus cheñchet e oa ur fazi. Digarez. Ken+ --Atlas 15 Du 2009 da 11:11 (UTC)AtlasRespont

Tagadennoù personel

kemmañ

Da skrivañ a ran evel merour evit da reiñ da c'hoût ec'h eo difennet groñs tagañ implijerion/ezed all evit abegoù personel. Pa skrivez (amañ) "Parano eo. E bersonnelezh dezhañ, amañ emañ an dalc'h", eo tagadennoù personel a rez, da lâret eo o tennañ d'an implijer/ez e-unan hervez da soñj-te. N'heller ket lakaat implijerion/ezed all da 'barano' evel-se d'am soñj, na vern o fersonelezh. Un dra disheñvel-mik eo tagadennoù evel-se evit sevel a-enep da emzalc'h resis un implijer/ez bennak o reiñ arguzennoù fetis. Gwell e vefe dit, d'am soñj, tennañ ar frazennoù-se. A galon, Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2009 da 11:37 (UTC)Respont

Mat eo, tennañ a ran ar frazenn-mañ. Ne felle ket din tagañ Bianchi-Bihan en un doare personel met displegañ perak em boa votet a-enep e ginnig danvez merour. Arko 10 Kzu 2009 da 13:32 (UTC)Respont
  Mat eo. Trugarez dit. Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2009 da 15:59 (UTC)Respont

Disheñvelout

kemmañ

D'am soñj e vefe gwelloc'h lakaat ar patrom {{disheñvelout}} e penn uhelañ ar bajenn evit ma welfe al lenner diouzhtu pa erru war ar bajenn (skouer : Lur). Petra soñjez ? --Y-M D 18 Kzu 2009 da 21:53 (UTC)Respont
Ma, evit lâr ar wirionez, n'ouzon ket petra eo ar gwellañ. Me gav din e vez lakaet kentoc'h e fin ar pennad an aliesañ, met mat eo din e lakaat e penn uhelañ ar bajenn ivez. Ez an d'ober se eta. --Arko 18 Kzu 2009 da 21:59 (UTC)Respont

Oñs

kemmañ

Salud dit. Trugarez da gaozeal en un doare dereatoc'h (s.o : [[5])], memes ma n'out ket a-du gant ar pezh a ginnig an implijerien all. Ma n'eo ket holloueziadurel a-walc'h ar pennad e c'hall neb a gar e glokaat. A galon. --Ex-Smith 20 Kzu 2009 da 18:51 (UTC)Respont

Demat, campagne Wikimedia CAT

kemmañ

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:27 (UTC)Respont

Simpsons

kemmañ

Demat, c'hoant an befe awalc'h da zifaziañ ar pennad-mañ ha lakaat krochedoù evit krouiñ liammoù gant pennadoù all evel Matt Groening, met n'ouzon ket ha tu zo cheñch ur pennad a zo e framm ho raktres Lise Diwan. Ha tu zo? A galon. --Arko 25 Mez 2010 da 17:46 (UTC)Respont

Gellout a rez reizhañ traoù a kemmañ ar pennad digudenn. Ar pezh a c'houlennfemp ganit (ma c'helles) a zo lakaat un evezhiadenn bennak diwar benn ar pennad hag al labour bet graet, er bajenn kaozeal. A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Mez 2010 da 21:29 (UTC)Respont
Matre, a galon. --Arko 27 Mez 2010 da 07:54 (UTC)Respont

Stanket KatolikBreizh

kemmañ

Demat. O paouez lenn ar pezh 'p'eus skrivet da Ex-Smith.

Sellit m.p. ouzh ar pezh en deus skrivet.

1. Piv eo Sammy Moreau? Sellit ouzh (implijet eo bet e oberenn gant KatolikBreizh): http://fr.wikipedia.org/wiki/Sp%C3%A9cial:Contributions/Sammy_Moreau

2. A-venn e teu arguzennoù KatolikBreizh? Lodenn E ser an dilennadeg http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Rognogno

3. Lârit din hag eñ emaoc'h a-du gant an dagadenn a gaver a-enep-din e pennad Meven, bet lakaet gant KatolikBreizh e "Kaozeadenn_Implijer:Rognogno".

Trugarez en a-raok.

A galon.

Kadbzh 24 Gou 2010 da 15:09 (UTC)Respont

Ne welan ket ar pennad Meven nag E ser an dilennadeg e-barzh ""Kaozeadenn_Implijer:Rognogno"... --Arko 26 Gou 2010 da 18:15 (UTC)Respont
Demat. Diverket int bet. Sellit ouzh "Istor kemmoù ar bajenn". A galon. Kadbzh 26 Gou 2010 da 18:22 (UTC)Respont
Ah mat eo. Hogen ne welan ket pelec'h emañ tagadenn KatolikBreizh a-enep dit, hir-hir eo ar pennad... Peseurt linenn eo?--Arko 26 Gou 2010 da 18:37 (UTC)Respont
E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? d.l.e. e vefen ezel eus ur skipailhig, un tiegezh renet gant Bb ha Neal bet desket e Tirana... Kadbzh 26 Gou 2010 da 19:21 (UTC)Respont
A-zivout oberennoù Sammy Moreau:
  • Demande concernant : Mardigan, Jean Richepin, Mary Sommeau, ClaudeLeDuigou, Bianchi-Bihan, Kergidu, Shelley Konk, Spadassin, Helmut Kaol-Bouedek, Alanig Derriennig, Alan Derriennig, Dupontovitch, Kozhti, Gianni Strogell, Matisto - 26 octobre [modifier]

le 26 octobre 2009 à 22:41 (CET). [6]

  • Rannoù Sur un retrait Calmos Retour au sujet

[8]

  • Rann Bordeaux

[9] Splann evel bramm ar vran Kadbzh 27 Gou 2010 da 09:23 (UTC)Respont

Da evezhiadenn

kemmañ

Lennet 'm eus ivez da evezhiadenn, ha daou dra am befe c'hoant da lavarout.

  • Soñjal a rez ar pezh a fell dit da geñver stankadenn Katolik Breizh, met sklaer eo e oa bet oc'h ober forzh petra (sevel kudennoù e lec'h ma ne oa tra ebet, lavarout traoù ne c'heller ket asantiñ...)
  • Lavarout a rez emaout o soñj kuitaat Wikipedia brezhonek da c'houde ar pezh a zo c'hoarvezet, spi 'm eus ne ri ket dre ma 'z eo talvoudus pep implijer amañ. --Y-M D (kaozeal) 24 Gou 2010 da 17:02 (UTC)Respont
Ne m'eus ket heuliet an tabut gant KatolikBreizh, neuze ne lâran ket n'en doa ket graet traoù difennet. C'hoant am boa just da lâr ar pezh a soñje, tra ken. --Arko 26 Gou 2010 da 18:15 (UTC)Respont

Images require a licence

kemmañ

This message applies to you also. RHaworth 19 Gwe 2010 da 12:17 (UTC)Respont

10vet bloavezh Wikipedia

kemmañ

Demat Arko,

Merzet am eus e oas ur c’henlabourer breizhat.

Evit 10vet bloavezh Wikipedia, eo bet aozet ganeomp un emgav e Roazhon d’ar sadorn 26 a viz Meurzh 2011.

Ar pal : emgavout, pourmen e kêr, tennañ poltriji, evañ ha debriñ etre kenlabourien Wikimedia.

Tu zo da aozañ ar c’henweturañ hag al lojeiz evit chom war blas.

Roll an deiz, an aozadur hag ar roll enskrivañ a c’heller kavout amañ.

Un digarez e vo evit kejañ gant wikipedourien dianav dit!

Arabat kaout aon rak em enskrivañ pe mont e darempred ganeomp.

Ken ar c’hentañ,

A galon, Auregann, Ash Crow, VIGNERON

Moged

kemmañ

N'in ket da cheñch ar pezh az peus cheñchet amañ [10], met a-ratozh-kaer em boa lakaet ar ger-se a gaver e geriadur R. Hemon da skouer (p. 303) hag implijet en hanter eus Bzh-Izel evel ma c'halli gwelet amañ [11].--Trec'hlid mitonet 21 Kzu 2011 da 10:15 (UTC)Respont

Dre e veze (e vez?) graet gant fumiñ e kornioù zo e c'hallfemp lakaat ar gêr-mañ er pennad, gwir eo. Evel tabac e-lec'h butun pa welan ar gartenn. Ur choaz eo, anat dit. Hervezon, n'eo ket ar pal bezañ a-enep gêrioù a orin gallek avat. Klask da gaout ur yezh unanet un nebeut ne lavaran ket. Hag ur bern gêrioù gallek a zo er brezhoneg, ma c'hallomp dibab gêrioù all ur wech an amzer n'eo ket un dra fall da ma soñj... Petra soñj dit? --Arko 22 Kzu 2011 da 16:36 (UTC)Respont

Plasenn Ruz

kemmañ

Moarvat e oan aet re vuan war boentoù 'zo.

  • Evit "talvez/talve" da gentañ penn. Kredet em boa e oa bet disoñjet ar "z" dibenn! Ha ne'm boa ket soñjet er bennrann "talv" (e-skoaz "talvez").
  • "salmennet". Aet re vuan ivez moarvat pa ne'm boa ket komprenet. Meizet em boa e oa "salmenniñ" ar ger met gant an dalvoudegezh en deus e-barzh Geriadur Roparz Hemon, da lavaret eo ar galleg "injurier" (a gaven souezhus evelkent, neuze e oa aet da soñjal e oa ar ster "sermonner" a oa bet roet dezhañ).
  • Poentoù all.
    • Treuzlizherennadur Красная площадь. Graet em boa hervez ar pezh a gaver e-barzh Treuzlizherennadur ar rusianeg e brezhoneg, ar pezh a glote ivez gant ar pezh am boa kavet war ar bajenn saoznek (gwelet amañ) a laka Krásnaja Plóščaď, d.l.e. "chtch"; an distagadur fonetek a roont ([ˈkrasnəjə ˈploɕːətʲ]), padal, a glot a-walc'h gant ar pezh a lavarez. Distagadur ar vro eo moarvat. Marteze e c'hallfed lakaat an distagadur-se e-kichen an treuzlizherennadur? Treuzlizherennadur, skrivadur ha distagadur n'int ket ar memes tra, evel-just. E brezhoneg da gentañ penn.
    • Un dra 'zo sur evelkent, diezhomm e oa skrivañ "ï" mod ar galleg: "ai" ne ro ket "ê" e brezhoneg evel ar galleg.
    • Graet e vez ingal ur c'hemmadur goude "da", ha pa vefe "dedennetoc'h" gant ar pezh a heuilh (disheñvel eta diouzh ar pezh a c'hoarvez gant "war, dre...".--Trec'hlid mitonet 7 Gen 2012 da 17:21 (UTC)Respont
Koulskoude: Mont da marc'had Gwengamp. Bianchi-Bihan 7 Gen 2012 da 17:25 (UTC)Respont
  • Dres, setu perak em boa lakaet"...da kreiz Moskou" ha paz "...da greiz Moskou".
  • treuzlizherennadur Красная площадь : Krásnaja Plóščaď a gaver war ar bajenn saoznek a ro ar son "sh" d.l.e. "ch" e brezhoneg, ha paz "chtch" (ar bajenn e saozneg), met gwir eo eo skrivet chtch war ar bajenn vrezhonek, 'han da c'houlenn digant Anna Mouradova.
  • diezhomm eo skrivañ "aïa" hag "aya" (ar y a vez implijet evit an "i" kreñv ы), lakomp "aia" a glot mat gant an distagadur e ruseg.--Arko 13 Gen 2012 da 08:56 (UTC)Respont
Kemmadur K/G e oa er bajenn. Ha klevet en dije BB Mont da *kreiz-kêr Gwengamp da skouer?
Ne gomprenan ket kennebeut perak ez eus bet adlakaet fazioù en destenn (evel kaoz da e-lec'h kaoz eus). Kendalc'h amañ.--Trec'hlid mitonet 20 Gen 2012 da 08:53 (UTC)Respont

Tavarn

kemmañ

Salud deoc'h,

Savet em eus ur goulenn war bajenn an davarn diwar-benn ar vurevidi ha n'eus ket anezho abaoe pell. Marteze e vije mat kaout alioù-all war ar poent-se ha neuze e bed ac'hanoc'h lenn ar gemennadenn em eus lezet ha respont ma kavoc'h un dra bennak da lavarout.

Ouzhpenn-se em eus savet ur galv un nebeud sizhun zo diwar-benn ar pennadoù mat. Un toullad bras a-walc'h a zo o c'hortoz ur vot evit mont da bennad mat ha tost den ebet n'en deus votet. Marteze e vije mat diskouez ar pezh zo bet graet mat gant ar genlabourerien ha lakaat ar raktres da vont en-dro adarre war un nebeud poentoù.

Trugarez evit ho lenn --Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2013 da 09:58 (UTC)Respont

crées deux modèle merci

kemmañ

https://fr.wikipedia.org/wiki/Edmond_Debeaumarch%C3%A9 https://fr.wikipedia.org/wiki/Ren%C3%A9_Bricard --प्रजापति (kaozeal) 26 Kzu 2014 da 19:03 (UTC)Respont

Global account

kemmañ

Hi Arko! As a Steward I'm involved in the upcoming unification of all accounts organized by the Wikimedia Foundation (see m:Single User Login finalisation announcement). By looking at your account, I realized that you don't have a global account yet. In order to secure your name, I recommend you to create such account on your own by submitting your password on Special:MergeAccount and unifying your local accounts. If you have any problems with doing that or further questions, please don't hesitate to contact me on my talk page. Cheers, DerHexer (kaozeal) 13 Gen 2015 da 15:01 (UTC)Respont

Pierre Étaix

kemmañ

Salud deoc'h, Emaoc'h o paouez diverkañ al linenn :

gant an displegadenn da-heul : "diverket ur c'heloù ne zouj ket da reolennoù diazez Wikipedia (hollvedel, neptu), ouzhpennet ur c'heloù all". Ha gallout a rafec'h displegañ din pelec'h e oa an dalc'h, e gwirionez ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Her 2016 da 09:29 (UTC)Respont

Ya, evel em boa skrivet en displegadenn n'eo ket ar c'heloù-mañ na neptu (hep e bar) na hollvedel (n'eo ket ur skrivagner brudet kennañ). A galon.--Arko (kaozeal) 21 Her 2016 da 09:38 (UTC)Respont
O farsal emichañs ! Ha goût a rit peseurt brud en devoa Pierre Étaix e metoù an arzoù ?--Prieladkozh (kaozeal) 21 Her 2016 da 09:42 (UTC)Respont
N'em eus ket klevet morse anezhañ, met marteze eo un den dizesk ac'hanon... Evel kalz wikipedierien all er bed war e seblant : n'eus pennad-skrid ebet diwar e benn e 4 eus an 10 yezh kentañ, ha treutik eo e bennad e saozneg. Pouezañ a ran ivez eo ret bezañ neptu da holl skridoù wikipedia. Gallout a rit bezañ sot gant an den meur-se, ne vern, ret eo bezañ neptu hag hollvedel, da lâret eo ne c'hallit ket lakaat keleier re spesadel. A galon, --Arko (kaozeal) 21 Her 2016 da 13:49 (UTC)Respont
N'em eus ket soñj da vezañ skrivet e oac'h dizesk ha n'her skrivin ket en abeg na anavezit tamm Pierre Étaix. Un afer a oad marteze, ne vern. Daoust ha hollvedeloc'h eo al linennoù da-heul :
N'ouzon ket. N'anavezen na Kersti Kaljulaid na Bhumibol Adulyadej ha, din-me, ne oa abeg ebet da lemel ar c'heloù-se.
N'on ket "sot gant an den meur-se", magañ doujañs vras outañ ne lâran ket, evel ouzh an holl arzourien hep o far o devoa lezet roudoù don war o lerc'h.
"[...], ha treutik eo e bennad e saozneg." emezit-hu. Re wir ha koulskoude e kav da Stadunaniz 'zo e oa Pierre Étaix par da Charlie Chaplin ha Buster Keaton. Gwashoc'h a zo a-fet keneiled, ne gav ket deoc'h ? N'it ket da faziañ : ur ramz e oa Étaix e metoù an arzoù.
Neptu e oan pa'm boa skrivet :
rak gwir eo penn-da-benn. Emaon o vont da adlakaat ar c'heloù-se el lec'h m'edo kent. Ma lezit da lâret deoc'h koulskoude e kavan ouzhpenn souezhus dont da lemel ditouroù diwar-benn un dudenn bennak hep goût piv zo kaoz anezhañ ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Her 2016 da 14:36 (UTC)Respont
1)"hep e bar" n'eo ket neptu, 2) brudet kennañ eo, emezit ? Prouit kement-se. N'ho peus ket droad da adlakaat ar c'heloù-se er bajenn degemer, a-enep reolennoù wikipedia eo. PS : ne oarit ket ma oad, arabat klask divinout ;). A galon, --Arko (kaozeal) 21 Her 2016 da 17:37 (UTC)Respont
1)"hep e bar" n'eo ket neptu, : hoc'h ali eo ha netra ken. 2) Pennad diwar-benn Pierre Etaix el lec'hienn Ciné-Ressources e-touez ur bern pennadoù all... (kennañ pa soñjan)
"N'ho peus ket droad da adlakaat ar c'heloù-se er bajenn degemer, a-enep reolennoù wikipedia eo." : diskouelit din ar reolennoù-se, mar plij, kement ha tapout un tamm skiant-prenet war an danvez.
"PS : ne oarit ket ma oad, arabat klask divinout ;)." ????? Ne ran forzh pe oad oc'h 'vat !--Prieladkozh (kaozeal) 22 Her 2016 da 08:02 (UTC)Respont

  • Petra gober gant ar pennadoù a bled gant ar skrivagnerion vrezhonek, evel Youenn Drezen, pa n'eo « na neptu (hep e bar) na hollvedel (n'eo ket ur skrivagner brudet kennañ) » ?
  • Un den meur eo bet Pierre Étaix er sevenadur gall, ha ne vefe ket gwir da skrivañ diwar e benn er Wikipedia brezhonek ; ha gwir am eus da sevel ur pennad a-zivout Robert Giraud hag e bennoberenn Le vin des rues, a zo anavezet gant nebeutoc'h c'hoazh a dud ? Nes menegiñ skrivagnerion eus Turkia, Korea, Burkina-Faso hag arall ? --90.32.241.225 22 Her 2016 da 10:04 (UTC)Respont

Opala, arabat deoc'h en em enerviñ, n'eo ket grevus a-benn ar fin... kenderc'hel a rit da dagañ ac'hanon, domaj eo, n'eus ket tu da gavout un diskoulm war e seblant. Da c'hortoz, arabat tamalliñ ac'hanon : - n'em eus morse lavaret eo arabat skrivañ pennadoù-skrid diwar-benn tout an dud 'peus meneget, - eus marv Pierre Etaix e keleier ar bajenn degemer emaomp o komz, tra ken, - gwelet 'meus 'peus adlakaet ar c'heloù-se en da-unan er bajenn degemer. Ober a rit ar pezh 'peus c'hoant neuze.--Arko (kaozeal) 27 Her 2016 da 21:46 (UTC)Respont

Demat deoc'h, Ne welan ket mat petra a ra deoc'h skrivañ em boa ho taget ?! "gwelet 'meus 'peus adlakaet ar c'heloù-se en da-unan er bajenn degemer." : ya, graet em boa ar pezh am boa skrivet kent goude gortoz ar "reolennoù wikipedia" ho poa meneget, en aner siwazh. "Ober a rit ar pezh 'peus c'hoant neuze." : kempennet e oa bet an tamm keloù war ma lerc'h gant un implijer all (Llydwar). "[...], n'eo ket grevus a-benn ar fin..." : ali on ganeoc'h penn-da-benn ; ne dalve ket ar boan c'hwezhañ an tan dindan ar greg da evañ kafe yen a-benn ar fin...--Prieladkozh (kaozeal) 29 Her 2016 da 07:55 (UTC)Respont

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey

kemmañ
  1. This survey is primarily meant to get feedback on the Wikimedia Foundation's current work, not long-term strategy.
  2. Legal stuff: No purchase necessary. Must be the age of majority to participate. Sponsored by the Wikimedia Foundation located at 149 New Montgomery, San Francisco, CA, USA, 94105. Ends January 31, 2017. Void where prohibited. Click here for contest rules.

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey

kemmañ

(Sorry to write in English)

Merourien

kemmañ

Salud dit, leusket 'm eus ur gemennadenn war an davarn evit lakaat ar gaoz war merañ ar Wiki-mañ ha dreist-holl kaout merourien nevez marteze, ma fell dit reiñ da soñj ! A galon --Lekemok (kaozeal) 17 Ebr 2020 da 19:14 (UTC)Respont

Kaotigell

kemmañ

Salud dit ! Ar ger "koñfitur" eo a implijan evit an dra-se, ur ger hag a gaver e geriadur Favereau, e geriadur Ménard pe e geriadur an Here. Hervez ar geriadurioù-se ez eo ur ger gourel (kemmadur K>C'h). A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:50 (UTC)Respont

Mat eo, gall a ran lakaat an destenn en ur pennad koñfitur. Met kaotigell a zo troet e gelée gant Favereau ha Ménard , e gelée HA confiture gant Terofis, e confiture gant Brezhoneg 21, Preder ha Freelang. Luziet eo... --Arko (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 18:27 (UTC)Respont
Mioc'h a fiziañ am eus e geriadurioù Ménard ha Favereau eget en traoù all a venegez. --Llydawr (kaozeal) 7 Mae 2020 da 15:42 (UTC)Respont

Pennadoù da ziverkañ

kemmañ

Salud dit ! Taol evezh mar plij : [12]. Arabat skrivañ goulennoù diverkañ goude ar meneg arabat skrivañ izeloc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 7 Mae 2020 da 15:42 (UTC)Respont

Mat eo.--Arko (kaozeal) 7 Mae 2020 da 18:35 (UTC)Respont

Malik

kemmañ

Salud dit ! Gwelet em eus 'peus diverket ar patrom disheñvelout am boa lakaet er pennad Malik. Kemeret em boa skouer war ar pezh a gaver er pennadoù e yezhoù all. Dre ma reer anv eus meur a dra er bajenn-se ("titl", "anv-tiegezh", "anv-badez"), e kav din eo mat lakaat ar meneg Disheñvelout. Ha lakaet em boa ar rummad Anvioù arabek, evit eeunaat an traoù, kuit da lakaat meur a rummad evel ma'z poa graet, rak un anv arabek eo da gentañ, a-raok bezañ implijet e meur a vro, evel anv-bihan pe evel anv-tiegezh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 24 Mez 2020 da 10:40 (UTC)Respont

Mat eo din, adlakaet em eus ar stumm kent.--Arko (kaozeal) 24 Mez 2020 da 17:35 (UTC)Respont

Adkasoù

kemmañ

Salud dit ! Krouiñ a rez ur bern adkasoù. An dra-se n'eo ket fall, dre vras, met me a gav din n'eus ket ezhomm eus an holl re a grouez : ne vo ket klasket er Wikipedia brezhonek menegoù evel Berg (state) (saozneg), Friedrich August II. (Sachsen) (alamaneg) pe Strasburg (peseurt yezh ?). A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Mez 2020 da 15:35 (UTC)Respont

Salud, n'eo ket menegoù a vo klasket gant an dud, met eo liammoù diabarzh a zo anezho e pennadoù all. Krouiñ a ran liammoù etre ar pennadoù pa welan ul liamm marv en ur pennad hag ez eus ur pennad memestra met gant un anv disheñvel.--Arko (kaozeal) 30 Mez 2020 da 07:53 (UTC)Respont
Trugarez evit da respont. N'ouzon ket pelec'h e kaver Berg (state), met ar pep gwellañ, da'm soñj, ma kaver menegoù evel-se e pennadoù all, eo reizhañ anezho ha lakaat an titl mat, e brezhoneg. N'eus abeg mat ebet da lezel gerioù saoznek (pe en ur yezh all) er pennadoù brezhonek. A galon, --Llydawr (kaozeal) 30 Mez 2020 da 10:23 (UTC)Respont

Universal Code of Conduct

kemmañ

Hi Arko

I was asked by Wikimedia Foundation to promote this call for participation on the planned Universal Code of Conduct.

Best regards --Holder (kaozeal) 13 Eos 2020 da 04:04 (UTC)Respont

Pendant plus de 19 ans, les Wikimédiens et Wikimédiennes ont travaillé ensemble pour bâtir la plus vaste ressource de connaissance libre de l’humanité. Durant cette période, nous somme passés d’un petit groupe de contributeurs à une communauté de rédacteurs, de développeurs, d’affiliés, de lecteurs, de donateurs et de partenaires.

Cependant, nous réalisons que rester fidèle à notre objectif, celui qui est exprimé dans notre vision d’«imaginer une monde dans lequel chaque être humain peut librement partager et contribuer à la somme de tous les savoirs», nous avons encore beaucoup de travail à faire.

Par moments, nos contributeurs et contributrices, de même que nos projets eux-mêmes, ont souffert d’un manque de normes qui non seulement nous unissent entre nous mais qui permettent de créer collaborativement un environnement où la connaissance libre peut être partagée sans crainte. Afin de nous rapprocher de cet objectif, nous devons nous assurer que toutes les personnes qui souhaitent contribuer de manière constructive sur nos plateformes se sentent à l'aise et encouragées à nous rejoindre. Nous avons besoin de normes qui peuvent aider à créer un environnement constructif et inclusif qui encourage le partage des connaissances libres.

Au fil du temps, plusieurs échanges ont souligné la nécessité d’avoir un ensemble règles de conduite s’appliquant de manière universelle aux différentes communautés, et enfin, le Conseil de la Fondation Wikimedia a rendu publique une déclaration, promulguant de nouvelles normes pour lutter contre le harcèlement et promouvoir l'inclusivité au sein des projets.[13] Le Code universel de conduite constituera un minimum de règles s’appliquant à tous les projet Wikimédia, et à nous tous, salarié(e)s et bénévoles, aux quatre coins du monde, et aura un impact sur notre travail et nos groupes, nos membres et nos projets. Il est important que nous participions tous et exprimions nos idées sur ce Code, sa nature, ce que qu’il devrait prendre en compte ou non; comment il pourrait faire croître, freiner ou aider nos groupes.

C’est le moment d’en parler. Votre communauté fait partie du mouvement Wikimédia et votre voix compte. Pour qu’elle soit entendue, vous êtes invités à en savoir un peu plus sur le Code de conduite universel [14] et à exprimer par écrit vos idées et réactions sur la page de discussion [15]. Pour plus de flexibilité et pour encourager la participation dans le plus de langues possible, vous êtes chaleureusement invités à traduire la page principale du code de conduite universel dans votre langue respective [16]. Vous et votre communauté pourrez choisir d’exprimer vos opinions dans la langue de votre projet. Par ailleurs, dans le cas où la page sur metawiki ne serait pas encore traduite dans la langue de votre projet, veuillez noter que vous êtes encouragés à répondre dans la langue de votre choix même s’il s’agit d’un fil de discussion initié en anglais sur le code de conduite universel.

Fritez

kemmañ

Salud dit ! Gwelet em eus out distroet d'ar stumm kent eus ar pennad, o tisteurel ar reizhadennoù am boa graet. Evit an implij eus ar ger "milion", klask er geriadurioù, gwelet a ri e ranker lavaret e brezhoneg (evel e galleg) X milion a (draoù) hag ez eo direizh skrivañ "*11 milion ton fritez" (Wikipedia:Fazioù_stankañ#Milion). Evit ar ger "tabut", klask ivez er geriadurioù, gwelet a ri e talvez kement ha "querelle, altercation" e galleg. Ma ne blij ket "helebini" dit, e c'heller lakaat "dizemglev", met din da c'houzout n'eus ket "tabut" abalamour d'ar fritez (Wikipedia:Fazioù_stankañ#Tabut). Hag evit ar ger "ambroug", ma sellez ouzh Devri, da skouer, e weli e talvez kement ha "conduire, accompagner (qqn)". Ma ne blij ket dit "debret e vezont gant" e c'heller skrivañ "servijet e vezont gant", rak se eo ster ar ger gallek "accompagner" e frazennoù evel "de la viande accompagnée de frites". A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Her 2020 da 12:05 (UTC)Respont

Trugarez evit da evezhiadennoù. Ar wirionez zo ganit, nemet n'on ket sur eo "helebini" ar ger mat, e-barzh holl geriadurioù Lexilogos e kavan an droidigezh "émulation" (lec'hienn Devri ne ya ket en-dro). Er wikipedia eo skrivet "The French and Belgians have an ongoing dispute about where fries were invented, with both countries claiming ownership." ar ger saoznek "Dispute" a c'hall bezañ troet e galleg e "dispute, querelle, conflit", neuze eo un dra kreñv awalac'h. Tabut etre Bro-C'hall ha Bro-Velgia a zo u ger re greñv marteze avat, dizemglev hag a zo "neptuoc'h" a zo unan mat surawalac'h. 'Han d'ober ar cheñchamentoù. --Arko (kaozeal) 5 Du 2020 da 13:00 (UTC)Respont

Lu (disheñvelout)

kemmañ

Salud dit ! Pa'm eus liammet ar pennad krouet ganit ouzh ar pennadoù kevatal e yezhoù all, em eus gwelet ne oa er yezhoù-se, dre vras, nemet ar meneg "disheñvelout". Evel-se emañ e katalaneg, saozneg, spagnoleg, nederlandeg, portugaleg... N'eus, e gwirionez, nemet e galleg, eo renket ar pennad en un toullad rummadoù evel ma 'peus graet. Setu perak em boa tennet anezho. Ma 'peus c'hoant da adlakaat anezho, gra, ne vin ket direnket. Met ne gavan ket gwall dalvoudus. A galon, --Llydawr (kaozeal) 10 Du 2020 da 07:58 (UTC)Respont

Karr-boutin

kemmañ

Salud dit ! Petra eo ar ger "koulog", implijet ganit er pennad karr-boutin ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 17 Kzu 2020 da 18:03 (UTC)Respont

Salut dit, goulog = soute. Benel ar ger.--Arko (kaozeal) 17 Kzu 2020 da 21:47 (UTC)Respont
1963 : Dafar 63, Preder, p. 45 : goulog gg.
1995 : GEAK, Preder, p. 43a : goulog b. ; p. 223a : goulog b. -où.
Setu Arko krog da zerc'hel penn, evit difenn gerioù nevez Preder eus kreiz ar c'hantved tremenet.
"Den ebet ne ra gant gerioù Preder, Arko, den ebet. Den ebet ne c'hell kompren ar gerioù-se."
86.214.184.211 18 Kzu 2020 da 10:01 (UTC)Respont

Setu Preder o lakaat ur ger "gg" e 1963 ha "b" e 1995. Kemmet ar reizh goude 32 vloaz ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Kzu 2020 da 10:08 (UTC)Respont

Setu BB o klask lakaat an dud da grediñ e vefe daou g er ger gourel...
Dafar 63, Preder, 1963, p. 6 : "g. anv gourel, gg. anv gwregel" 2.13.186.20 18 Kzu 2020 da 14:22 (UTC)Respont

War Termofis eo bet kavet ganin.--Arko (kaozeal) 18 Kzu 2020 da 14:23 (UTC)Respont

Mat eo, pa emzigarezit a-wel d'an holl, ne viot ket kastizet neuze. Predereg kavet war Termofis n'eo ket mui predereg, an holl a oar an dra-se. Marteze ho po ur bon point digant BB. Kendalc'hit evel se. 2.13.186.20 18 Kzu 2020 da 14:56 (UTC)Respont

Sklaverezh/Sklavelezh

kemmañ

Salud dit ! Gwelet em eus e oa bet cheñchet ganit, e meur a bennad, Rummad:Sklaverezh aet da Rummad:Sklavelezh. Da'm soñj e vefe bet gwelloc'h mirout sklaverezh, rak ar ger-se eo a gaver evel titl d'ar pennad gouestlet d'an dra-se. Sklavelezh zo kentoc'h "condition d'esclave" ha sklaverezh "la traite des esclaves". A-hend-all, emaon o paouez gwelet ar pezh a zo skrivet uheloc'h, diwar-benn goulog. Da'm soñj eo arabat teurel re a evezh ouzh ar pezh a skriv roñfled hag a sin gant niverennoù. A galon, --Llydawr (kaozeal) 7 Gen 2021 da 17:08 (UTC)Respont

  • Salut dit, mat eo din. Kalz muioc'h a bennadoù a oa rummet e Sklavelezh, se zo kaoz em boa cheñchet an daou pennad a oa e Sklaverezh. Lezel a ran ac'hanout d'ober ar cheñchamantoù neuze.--Arko (kaozeal) 7 Gen 2021 da 18:39 (UTC)Respont

André Breton

kemmañ

Salud dit ! Biskoazh ne'm boa klevet e oa André Breton "d'origine bretonne". Taolet em eus ur sell ouzh an traoù meneget ganit ha gwir eo. Daoust ha Bretoned eo an dud o deus ul liamm familh gant Breizh... ? An dra-se zo un dra all c'hoazh ; da bep hini d'ober e soñj. Adlakaet em eus an traoù bet skrivet ganit. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 C'hwe 2021 da 07:53 (UTC)Respont

mat eo. Trugarez dit.--Arko (kaozeal) 9 C'hwe 2021 da 08:14 (UTC)Respont

Demat et bonne année !

kemmañ

Demat, Désolé je ne sais quasiment rien en breton... mille excuses si je t'écris en français. J'espère que tu vas bien et je te souhaite un très bon 2021 avec beaucoup de santé, en espérant que tout s'améliore pour tout le monde. Merci du support que tu avais donné il y a déjà quelque temps à la Wikipédia catalane. Je t'écris car je recueille des vidéos courtes (15 secondes maximum) dans les langues des wikipédiens, et dans l'immédiat, je n'ai hélas aucun breton, et donc j'aimerais bien que tu y participes. Il s'agit d'enregistrer un petit message en breton avec une thématique libre (le plus simple est une petite présentation et la relation avec la Wikipédia je suppose, mais ça peut être plus créatif avec des images, des monuments ou des lieux bretons) dans le cadre du 20ème anniversaire de la Viquipèdia catalane. Si tu es intéressé, je te donnerai davantage d'informations prochainement ! Trugarez dit ! Bonne soirée et bonne semaine ! Kenavo! Claudi/Capsot (kaozeal) 10 C'hwe 2021 da 15:23 (UTC)Respont

Mereng

kemmañ

Salud dit. Iskis e kavan "ur kibellad Maria", skrivet ganit er pennad. N'implijan ket ar ger-se, met direizh e kavan "ur k...". "Ur bain-marie", ha pa ne blijfe ket dit, a oa reishoc'h a-fet kemmadur. A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Meu 2021 da 16:09 (UTC)Respont

Salud, n'em eus netra a-enep ar galleg, ar pezh zo, ar wikipedia brezhoneg eo amañ. Kibellad Maria a oa er pennad "bain-marie", kemeret ar ger ganin ha mat pell zo. Dourgib zo gwelloc'h a-benn ar fin, lakaet em eus anezhañ. Lezel a ran "Bain-marie" a-gostez, evit ar wikipedia gallek ha Bianchi-Bihan eo.--Arko (kaozeal) 19 Meu 2021 da 16:18 (UTC)Respont

Ar Gov

kemmañ

Salud dit ! Ar c'hemmoù a oa bet degaset evit an anvioù e yezhoù all a seblant din bezañ reizh : sell ouzh en:Kowal (surname) ha en:Kovač (surname). An anv Kowalski ha Kovalchuk a seblant bezañ deveret eus Kowal (en:Kowalski, en:Kovalchuk). A galon, --Llydawr (kaozeal) 23 Meu 2021 da 16:43 (UTC)Respont

Salud dit, gouzout a oaran mat eo ret lakaat mamennoù pa reer ur c'hemm evel-se en ur pennad... justawalc'h eo perak eo bet nulet ganin. Ne gomprenan ket perak e lavarez kement-se din. D'an den en deus graet ar c'hemm eo eo ret lavarout kement-se.--Arko (kaozeal) 24 Meu 2021 da 08:49 (UTC)Respont
Ne gomprenan ket perak e lavarez kement-se din : evit reiñ un tammig sikour da wellaat ar Wikipedia, ha netra ken. --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2021 da 15:58 (UTC)Respont

Porth reb Tor

kemmañ

Salud dit! An eeunañ e vefe ar gwellañ da'm soñj : kartenn eeun. A galon, --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2021 da 15:58 (UTC)Respont

Pedadenn

kemmañ

Pedet out d'ober da rizhadennoù evel ma ra an holl: hep disklêriañ da gasoni bersonel : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Agnès&type=revision&diff=1911768&oldid=1911767 . Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Gwe 2021 da 21:02 (UTC)Respont

Adkasoù

kemmañ

Salud dit ! Pa rez adkasoù (evel da skouer Ar Re C'hlas kaset da Ar Re C'hlas (Bro-C'hall)), taol evezh da gempenn al liammoù etrewiki ivez. A-hend-all ne vo mui liamm ebet etre ar pennad brezhonek hag ar pennadoù e yezhoù all. A galon, --Llydawr (kaozeal) 28 Her 2021 da 11:14 (UTC)Respont

Petra eo al liammoù etrewiki ? --Arko (kaozeal) 9 Kzu 2021 da 10:39 (UTC)Respont
Salud dit! Sell ouzh Skoazell:Liammoù etrewiki. Renket em eus al liammoù evit Bonn (Alamagn) ha Bonn, pa oant bet direnket gant da cheñchamant titl. A galon, --Llydawr (kaozeal) 9 Kzu 2021 da 20:19 (UTC)Respont

Kichez

kemmañ

Setu ar pezh a lenner en un nebeud Wikipediaoù all : (de) Eine Quiche ist eine Spezialität der französischen Küche, (en) Quiche is a French tart consisting of pastry crust filled with..., (it) In cucina la quiche è un tipo di torta salata della cucina francese... hag e yezhoù all c'hoazh : (fi) ranskalaisen keittiön piirakka, (hu) egy klasszikus francia étel, (tr) bir Fransız tart türüdür... A galon, --Llydawr (kaozeal) 30 Her 2021 da 19:07 (UTC)Respont

The Office (American TV series) and Tomb of Cyrus

kemmañ

Hello dear Arko, I'd be glad if you could translate these two articles into Breton. They don't need to be long, just a few sentences are good.

Yours sincerely, ChipsBaMast (kaozeal) 18 Kzu 2021 da 15:35 (UTC)Respont

Orañjez

kemmañ

Anv ar stad Oranje hag an tiegezh no deus mann da welout gant an orañjez: arabat meskañ an traoù. Pa reer un holloueziadur, ne c'hoarier gant ar gerioù.

Dilennadeg 2022

kemmañ

Kevarc'h dit,

Pedet out da reiñ da soñj – ha da lakaat da anv, petra 'virje ? — war ar bajenn Wikipedia:Dilennadeg 2022.
A galon,
Ar choler (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 11:23 (UTC)Respont
Demat dit,
Digor eo ar votadeg evit kaout merourien nevez. Gallout a rez votiñ amañ.
A galon,
--  Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2022 da 10:26 (UTC)Respont

École Polytechnique

kemmañ

212.195.26.47 27 C'hwe 2022 da 19:43 (UTC)Respont

Ya, er yezhoù bras. Gwellomp ar yezhoù bihanoc'h bremañ :

hag all, hag all...

Goulenn ali

kemmañ

Trugarez da zont da reiñ da ali amañ diwar-benn implij ar saozneg pe ar galleg dre ziouer evit an troidigezhioù a vank en etrefas ar wiki brezhoneg.--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:05 (UTC)Respont

Adanvadurioù

kemmañ

Demat dit,

Gallout a rez adenvel ur bajenn en ur glikañ war Muioc’h / Adenvel e tu dehoù penn ar bajenn. Arabat eo « adenvel » dre eilañ / pegañ peogwir e ranker derc’hel istor ar c’hemmoù hervez an doareoù implij (CC by-sa ha GFDL). Huñvreüs (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 14:09 (UTC)Respont

N'hallan ket, peogwir ez eus dija eus ur bajenn Pont Londrez. Penaos ober ? --Arko (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 19:26 (UTC)Respont
Gallout a rez krouiñ ur goulenn adenvel evit ma c’hall pep hini reiñ e ali, hag a-benn ar fin e vo adanvet ar pennad (pe ne vo ket) gant ur merour. Anvioù lec’h zo a vez troet, re all ne vezont ket (World Trade Center, Reichstag)… Gwelloc’h eo din goulenn ali ar gumuniezh neuze. Huñvreüs (kaozeal) 18 Kzu 2022 da 11:14 (UTC)Respont
Goulenn adenvel ur pennad saoznek e ditl ? Implijout un argerzhadur wikipedia ? Nevez oc'h amañ surawalc'h... Pell pell zo ne zoujer ket ken ouzh ar reolennoù war ar wikipedia brezhonek. Un strolladig tud neus krouet o reolennoù dezho o-unan, ha tagañ a reont ar re all evit digalonekaat anezho da zont amañ. Ne servijo da netra krouiñ ur goulenn adenvel eta. Chom a raio an traoù evel-se... --Arko (kaozeal) 18 Kzu 2022 da 12:28 (UTC)Respont
Dilennet on bet — n’eus ket pell zo, gwir eo — evit skubañ leur ar wiki, ha graet am eus. Ma tiviz ar gumuniezh ober gant an titl brezhoneg e vo adanvet ar pennad, a-hend all ne vo ket. Adanvet am eus meur a bennad da heul divizioù ar gumuniezh, ha ne welan ket perak ne rafen ket ar memes tra er wech-mañ — nemet ma ne fell ket dit ober ar goulenn, evel-just. Huñvreüs (kaozeal) 18 Kzu 2022 da 14:56 (UTC)Respont

Evrog

kemmañ

Dav e vije bet lenn kement-se a-raok diverkañ un toullad kemmadennoù bet graet gant Huñvreüs. 2A01:CB08:8919:A500:E417:99D3:73C2:CB0F 27 Gen 2024 da 19:42 (UTC)Respont

Digarez, ne gomzan ket ken d'ar c'hontoù dizanv.--Arko (kaozeal) 27 Gen 2024 da 20:10 (UTC)Respont
Gant ar c’hontoù enrollet ne gomzez ket kalz muioc’h, hervez a welan.
Evel em eus skrivet amañ hag aze ez eus bet teir gaozeadenn da nebeutañ a-zivout ar ger Evrog, c’hwec’h kenlabourer da nebeutañ o deus kemeret perzh, tud barrek-kenañ war ar yezh en o zouesk, ha pep gwech eo bet nac’het an implij eus ar ger-se. Evrog n’eo ket stumm brezhonek York. N’eo meneget nemet en ul levr skrivet gant Mark Kerrain, ennañ farsadennoù evit ar grennarded (!). Ouzhpenn-se ez peus disc’hraet ma c’hemmoù hep kaozeal. Degemer a ran an holl alioù, ar re a-du ganin hag ar re n’int ket, met n’az peus ket roet da hini, dizober ma c’hemmoù az peus graet ha netra ken. N’eo ket evel-se ez a en-dro ur gumuziezh.
Ur c’hemm all degaset ganin az peus nullet, hag e c’houlennan ouzhit displegañ perak. Roet am eus un daveenn e pennad Algoritm, hag e lakain anezhi e pennad al-Khwārizmī ivez, met forzh penaos ne welan abeg ebet da zizober ar c’hemm-mañ hep kaozeal, anat eo ne oa ket vandalerezh. Huñvreüs (kaozeal) 27 Gen 2024 da 21:20 (UTC)Respont
Respont ebet, ha kadarnaet eo bet an diviz gant VIGNERON (kd). Adlakaet am eus evel m’edo neuze. Huñvreüs (kaozeal) 6 C'hwe 2024 da 12:49 (UTC)Respont

Notice about files

kemmañ

Hi! You have uploaded many files so you may be interessted to know that I have been talking to Huñvreüs about files without a license at Kaozeadenn Implijer:MGA73. I have also made a request for a bot flag at Wikipedia:Bot#MGA73bot so my bot can work on files.

My goal is to find and mark files that do not have a valid license. If the uploader (you) can confirm to be the creator of the file and confirm a valid license (for example Template:Cc-by-sa-4.0) my bot can perhaps help fix the files.

You are very welcome to comment at the bot request. --MGA73 (kaozeal) 18 Mae 2024 da 17:48 (UTC)Respont

Adanvadur (2)

kemmañ

Evel em eus lavaret dit a-us eo arabat eilañ-pegañ e lec’h adenvel. Er wech-mañ ne oa ket eus ar bajenn Mic'hail Saakachvili, neuze netra ne vire ouzhit da glikañ war Adenvel. Dreset am eus istor ar bajenn. Huñvreüs (kaozeal) 16 Eos 2024 da 19:13 (UTC)Respont