Porth reb Tor
Porth reb Tor ("Ouf e-kichen an Dorgenn" e kerneveureg), pe Carbis Bay e saozneg, zo ur gêr gouronkañ hag ur gêriadenn (anvet Karrbons, "chaoser") e Kernev-Veur. Ur miltir er gevred da b-Porth Ia emañ, war aod kornôg St-Ives Bay pe Cammas an Tewyn, da lavaret eo "Bae an Tevennoù".
Porth reb Tor |
|
Carbis Bay | |
An draezhenn ha Leti Carbis Bay a-dreñv dezhi |
|
Poblañs | 3 482 |
---|---|
Civil parish | Porth Ia |
Unitary authority | Kernev-Veur |
Ceremonial county | Kernev-Veur |
Rannvro | |
Bro | Kernev-Veur |
Riez | Rouantelezh-Unanet |
Polis | |
Pomperien | |
Karr-klañvdi | |
Parlamant Europa | |
|
E miz Genver 2021 e voe embannet e vo e Porth reb Tor 47vet emvod-uhel ar G7 e miz Even 2021[1],[2].
Douaroniezh
kemmañE parrez keodedel Porth Ia emañ Porth reb Tor, asambles gant Lannanta ha Trehals. Hervez niveradeg 2001 e oa 3 482 annezad e Porth reb Tor ha Lannanta war un dro[3]. Lannanta, Porth reb Tor ha Porth Ia zo kevreet an eil gant eben gant an hent A3074. Un ti-gar zo ivez, unan eus ar pemp a zo war linenn Bae Porth Ia.
Savadurioù a bep seurt
kemmañBez ez eus un iliz gouestlet da Sant Anta hag an holl sent, ur skol, ul leti dirak an aod savet e 1894 gant Silvanus Trevail, un tisaver kerneveuriat brudet, hag ur monumant da John Knill, maer Porth Ia er XVIIIvet kantved.
-
Kartenn eeun e saozneg eus Porth reb Tor e Bae an Tevennoù.
-
Porth reb Tor gwelet eus Porth Ia.
-
An iliz
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ Carbis Bay in Cornwall to host G7 summit in June e The Guardian, 16-01-2021
- ↑ World leaders to meet in Cornwall for G7 Summit e ITV News, 18 a viz Genver 2021
- ↑ Poblañs Kernev-Veur (e saozneg)