Fritez
Fritez zo bazhigoù avaloù-douar fritet en eoul, en un ardivink anvet friterez. Tomm e vezont debret, blot pe vrusk, moan pe dev. Unan eus an dek meuz muiañ debret er bed eo deuet da vezañ[1], e-kichen ar pizza hag an toazennoù. Debret e vezont gant un tamm kig pe besked alies. Lakaet e vez holen warno peurliesañ, a-wechoù maionez, ketchup, sezv hag all.
11 milion a donioù fritez a vez debret er bed bep bloaz[2]. Belgia eo ar vro hag a ezporzh anezho ar muiañ er bed[3], hag ar Velgiz eo ar re a zebr ar muiañ anezho dre annezad er bed[4]. Dizemglev zo etre Bro-Velgia ha Bro-C'hall evit bezañ anavezet evel ar vro he doa ijinet ar fritez.
Al lodenn vrasañ eus ar fritez debret er bed zo boued greantel gourskornet. Abaoe 2010 a vez gwerzhet fritez gourskornet a c'hall bezañ poazhet er forn pe er skinforn. Meuzioù broioù zo zo fritez enno, evel ar fish and chips saoz, ar meskl-ha-fritez belgiat pe ar poutine kebekat.
Yec'hed
kemmañGlukidoù en deus ar fritez, e rezh ampez dreist-holl, proteinoù hag a zeu eus ar patatez, ha druzoni abalamour d'ar fritadur. Natriom a zeu eus an holen lakaet warno alies. Da skouer, ur c'hornedad fritez bras, 154 gram e bouez, servijet en ur Mac Donald's er Stadoù-Unanet zo ennañ 510 kalori hag a zeu eus 66 g eus glukidoù, 24 g eus druzoni, 7 g eus proteinoù ha 350 mg eus natriom[5]
N'eo ket mat ar fritez evit ar yec'hed hervez ar vezeien : n'o deus netra da welout gant ar patatez evit a sell ouzh ar galite mezhurel abalamour d'ar fritadur, d'an holen ha peogwir eo tennet pel an avaloù-douar e lec'h e kaver al lodenn vrasañ eus ar maguzennoù hag ar gwiennoù. Ha pa vez ouzhpennet sukr ar c'hetchup pe druzoni ar maionez eo gwashoc'h c'hoazh.
Unan eus ar meuzioù gant ar muiañ a akrilamid enno eo. Kreskiñ a raje ar riskloù da dapout krignoù-bev zo.
Ar fritez er sevenadur belgiat
kemmañ- kaoz zo eus fritez e-barzh kanaouennoù zo gant Jacques Brel (Jeff, Amsterdam),
- bannet e oa bet fritez ha maionez d'ar ministr kentañ Charles Michel gant ar FEMEN d'an 22 a viz Kerzu 2014 evit sevel o mouezh enep ar ruster ha freuz ar patrom sokial,
- digoret e oa mirdi ar fritez e Brugge e miz Mae 2008. Displegañ a reer istor an avaloù-douar hag ar fritez ha plas ar fritez e sevenadur ar vro (arzoù, sonerezh, sinema, bannoù-treset),
- kaset e oa fritez d'an egor d'an 28 a viz Ebrel 2016 gant Radio Contact[6] evel ur respont argelek d'ar gwalldaolioù e Brusel,
- e 2020 eo bet anvet Passage de la Frite ur straed nevez e Brusel, e karter Tour et Taxis.
Pennadoù kar
kemmañDaveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ (fr) les 10 aliments les plus consommés au monde.
- ↑ (fr) Consommation mondiale de frites
- ↑ (fr) Consommation de frites
- ↑ (fr) Les Belges sont les plus gros consommateurs de frites
- ↑ (en) McDonald's Nutrition Facts for Popular Menu Items
- ↑ (fr) Radio Contact envoie le premier paquet de frites dans l'espace