Toazennoù, pe pasta diwar an anv italianek, zo boued graet gant toaz a zo ur meskad meret eus dour ha bleud, pe semoul gwinizh kalet, yell, ed-du, riz, maiz pe edaj all, pe legumaj zoken (fav, fer). Vioù hag holen a vez ouzhpennet a-wechoù.

Un dibab toazennoù liesseurt o stumm ha liv.
Toazennoù biáng biáng e Xi'an, e Sina.

A bep seurt stumm a zo. An toazennoù "europat" a zeu eus keginouriezh Bro-Italia evel ar spaghetti, ar macaroni pe ar c'hrogennigoù. An gnocchi a vez graet gant avaloù-douar ha toaz.

En Azia e vez kavet toazennoù ivez, graet gant bleud gwinizh bouk, riz, riz glutenek, fav mungo (soja glaz), patatez dous hag all.

Toazennoù sec'h

kemmañ

Gwerzhet e vezont dindan an anv-se p'o devez ur feur glebor dindan 12%. An anvadur Toazennoù gant vioù zo aotret pa vez 140 g a vioù klok pe melenoù-vi evit pep kilogram semoul.

A bep seurt stumm a vez kavet : karrez pe lavnenn (lazagn), seizenn (linguine pe tagliatelle en italianeg, 面条 miantiao e sinaeg), neudenn (vermisel, spaghetti), korzenn (macaroni), torchenn (ravioli en italianeg, 饺子 jiaozi e sinaeg), hag all.

Diskouez a ra an toazennoù kalz spletoù : marc'had-mat int, aes da virout peogwir int dizourennet, gremmus int, hag aes da boazhañ gant ur gastelotennad dour hepken.

Toazennoù fresk

kemmañ

Graet e vez an toazennoù-se en un doare artizanel, gant an dorn pe ur mekanik. Muioc'h a vlaz o deus, met n'int ket magusoc'h eget an toazennoù sec'h.

Seurtadoù pasta italian

kemmañ
 
Fardañ toazennoù, skeudenn e-barzh Tacuinum Sanitatis, XVvet kantved.

Roudoù koshañ toazennoù zo bet kavet e Bro-Sina e 2000, e Lajia. Mell a oa an ed implijet evit ober anezho. Kaoz zo eus toazennoù ivez en ur pleustrad kegin eus Mezopotamia, e stumm tablezennoù gennheñvel, eus 1700 araok JK, troet e 1994.

Eus ar IVe kantved kt JK betek an eil kantved kt JK eo liammet Europa ha Sina gant hent ar seiz. Ar ger « pasta » a zeu eus al latin izel. Anv zo eus ur rekipe ravioli gant Zhang Yi (张揖) da vare an Teir Rouantelezh (220-265). En XIIvet kantved e ra Republikoù Genova ha Pisa ar c'henwerzh eus toazennoù sec'h.

E 1933 eo reolennet gant Italia ar produiñ hag ar gwerzhañ toazennoù.

Produiñ ha beveziñ toazennoù

kemmañ

Bevezet e vez 28 kg a doazennoù bep bloaz gant pep Italian, ar re gentañ int er bed, a-bell, ha war o lerc'h e kaver Venezuela ha Tunizia.

Produet e oa bet 3 191 505 a donennoù gant Italia e 2005. Ar produer kentañ er bed eo, ha goude emañ ar Stadoù-Unanet gant 2 vilion a donennoù ha Brazil gant 1 milion a donennoù. Ezporzhiet e vez 50 % eus ar c'henderc'hadur italian.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ