Keginerezh Italia
Keginerezh Italia eo an hollad aozennoù, meuzioù, rekipeoù ha teknikoù keginañ a gaver e ledenez Italia abaoe an henamzer. Stewet eo ar c'heginerezh kreizdouarat-se er bed a-bezh hiziv hon deiz, hag ar c'heginerezh gwellañ-deuet en Europa eo hervez un sontadeg e 2010[1], hag er bed hervez unan all e 2012[2],[3],[4],[5]. Brudet eo evit he eoul olivez, e c'heuzioù, he c'hilhevardon, he fizzaioù, he zoazennoù, he gwinoù, he frouezh hag he dibennoù-pred dreist-holl. En holl ez eus ouzhpenn 5300 produ italian.
Un nebeud meuzioù brudet
kemmañAn eoul olivez zo un aozenn diazez e keginerezh Italia. Tomatez ha kalz legumaj all a gaver ivez, louzeier evel ar bazilik, ha safron implijet evel temz. Kalz hiliennoù zo ivez, evel ar pesto. Pinvidik eo an hevlezouriezh-se abalamour d'ar rannvroioù a ya d'ober Italia.
Un nebeud meuzioù brudet :
- ar bara
- ar pizza evel pizza giz Naplez
- an toazennoù evel an tortellini, ar spaghetti, an tagliatelle
- ar ravioli
- al lazagn
- ar polenta
- ar saladenn Caesar
- an truf
- ar parmigiano Reggiano pe parmezan,
- ar mozzarella
- morzhed-ho'ch Parma
- ar c'hafe cappuccino, espresso ha lungo.
- ar gelati, an diennoù-skorn
- an tiramisu
- ar panna cotta
- ar vmortadella
- ar risotto
- ar skalopenn giz Milano
- an osso buco
- ar salami
- ar gnocchi
- ar minestrone
- ar c'hcornetto, da lavaret eo ar gornegenn
An evajoù
kemmañPennadoù all
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Classement Sondage Cuisine Européenne 2010. La cuisine italienne, meilleure cuisine d'Europe ?.
- ↑ Classement Sondage Cuisine européenne 2012. Classement cuisine italienne en Europe.
- ↑ https://www.ouest-france.fr/leditiondusoir/data/47020/reader/reader.html#!preferred/1/package/47020/pub/68198/page/9/
- ↑ La gastronomie italienne maintient sa suprematie
- ↑ Pourquoi la cuisine italienne a tant de succès ?