Tiramisu
An tiramisu zo un dibenn-pred a-orin eus norzh Italia. Dont a ra e anv eus ar veneteg Tirame su (Adsav ac'hanon).
Fardet e vez gant mascarpone, vioù, gwispid, kafe ha sukr. Alies e vez ouzhpennet alkol evel ar marsala. Diwar ar rekipe hengounel ez eus bet ijinet meur a diramisu : gant chokolad pe gant frouezh ruz da skouer.
En Italia e vez debret dreist-holl e-pad ar goañv rak enerjetek eo ha, dre ma 'z eus ennañ vioù ha mascarpone na vezont ket poazhet, ne c'hell ket padout en tommder.
Istor
kemmañMeur a vartezeadenn zo evit displegañ orin an tiramisu.
Hervez an orin koshañ e vefe bet debret gant Cosimo de' Medici e Toskana er XVIvet kantved ha degaset ar rekipe gantañ da Firenze ha Venezia.
Evit pezh a sell eus an orin nevesañ e vefe bet krouet an tiramisu er bloavezhioù 1960 hepken, e Treviso.