Saladenn Caesar a reer eus ur meuz hag a vez kinniget e pretioù Stadoù-Unanet Amerika. Alies e vez fardet e-kichen taol ar pratikoù. Brudet eo er Stadoù-Unanet koulz hag e Kanada m'eo anvet ivez "rouanez" ar saladennoù.

Saladenn Caesar gant tammoù kig-yar rostet

Dont a ra hec'h anv eus hini Caesar Cardini, hag a oa e penn ur preti italian ha mec'hikan a orin eus San Diego. Goude ur pennad ez eas d'en em staliañ e Tijuana e Mec'hiko, a-benn tapout pratikoù a felle dezho tremen dreist d'ar Berz. Ne ouezer ket re penaos e voe krouet ar saladenn. Hervez Rosa Cardini (ganet e 1928) e vije bet c'hoarvezet d'ar 4 a viz Gouere 1924. En deiz-se ne chome ket mui tamm boued ebet e preti he zad, hag e stagas-eñ da aozañ meuzioù diwar dizh e-kichen taolioù e bratikoù. Hervez lod e vije bet ijinet gant tud brudet eus Hollywood goude un dibenn-sizhun riboul. Tud all evel Giacomo Junia (Chicago, 1903), Livio Santini (hag a labouras e preti Caesar hag a embannas en doa fardet ar saladenn evel ma rae e vamm, 1925), Paul Maggiora (kenlabourer da Cardini, 1927) pe c'hoazh Alex (Alessandro, kenlabourer ha breur da Cesare e Tijuana) Cardini[1]. E 1948 e voe perc'hennet ar breved gant ar familh Cardini. Hiziv an deiz e kaver meur a seurt lipig gwerzhet gant an anv Cardini's Original Caesar Dressing.

Aozennoù

kemmañ

Ouzhpennañ a c'haller :

  • kignen
  • tammoù genougamm[2]
  • sezv

hag ivez tomatez, avokadez, tammoù kig-yar (rostet pe get), chifretez pe larjezennoù.

Notennoù

kemmañ
  1. The History of Caesar Salad
  2. Cardini's Original Caesar Dressing

Liamm diavaez

kemmañ