Spaghetti
Patrom:Infobox Boued Spaghetti zo toazennoù hir, moan ha kranek, stumm ha liv plouz ganto tamm pe damm. Ur meuz dibar eus keginerezh Italia eo, anavezet er bed a-bezh, ha gallout a reont bezañ aozet gant traoù a bep seurt : legumaj, hili, keuz, boued-mor, kig, louzeier (evel bazilik, marjol-ki...). Graet e vezont gant semoul gwinizh kalet peurliesañ, hag 20 da 30 sm hed int.
Ar ger
kemmañSpaghetti eo liester ar ger italianek gourel spaghetto, da lavaret eo ur spago bihan, ur fiselenn vihan. Spaghetti a dalv fiselennoù bihan eta.
Rekipeoù e-leizh
kemmañPoazhet e vez ar spaghetti en dour berv holenet, al dente hervez ali an Italianed. Kalz rekipeoù zo en Italia hag er bed. Un doare boutin da zebriñ anezho e bro an toazennoù eo gant un hilienn domatez ha keuz rasklet (grana padano, parmezan pe pecorino romano). Daou zoare brudet eo ar spaghetti giz Bologna (gant un hilienn tomatez, ognon ha kig-bevin) hag ar spaghetti alla carbonara (gant dienn ha larjezennoù). Un doare all zo gant boued-mor ha morzhed-hoc'h war un dro.
-
Spaghetti al ragù : gant chaous giz Bologna.
-
Spaghetti aglio, olio e peperoncino : gant kignen, eoul ha pimant.
-
Spaghetti alla carbonara : guanciale, vioù, keuz dañvadez ha pebr.
Kantadoù a rekipeoù zo evito. Gallout a reer menegiñ :
- spaghetti alle vongole : gant pilored (gant pe hep chaous tomatez)
- spaghetti gant meskl (gant pe hep chaous tomatez)
- spaghetti ai frutti di mare pe alla marinara : gant boued-mor
- spaghetti al ragù : gant chaous giz Bologna
- spaghetti al pesto : gant pesto
- spaghetti all'amatriciana : guanciale, eoul, pimant, tomatez, pecorino (keuz dañvadez) rasklet
- spaghetti alla carbonara : pancetta, vioù, parmezan, pebr
- spaghetti alla puttanesca : tomatez, kignen hag olivez du
- spaghetti alla boscaiola : pancetta, tokoù-touseg ha dienn
- spaghetti aglio, olio e peperoncino : kignen, eoul ha pimant
- spaghetti all'arrabbiata : chaous tomatez, olivez, kignen, kaprez ha peperoncini (pimant)
- spaghetti con olive e mozzarella : olivez ha mozzarella
- spaghetti agli asparagi : asperjez, parmezan ha dienn
- spaghetti gant tomatez fresk
- spaghetti al gorgonzola
- saladenn yen gant tomatez fresk, bazilik, olivez du
- spaghetti alla calabrese : giz Calabria (tanavennoù genougammed, pimant ha perisilh)
- spaghetti cacio e pepe : keuz ha pebr
-
Spaghetti gant kignen, perisilh ha pebr du.
-
Spaghetti gant chevrennoù roudennek.
-
Spaghetti gant kig-sall mogedet.
-
Spaghetti cacio e pepe.
Ar spaghetti er c'hoariva hag er sinema
kemmañSpaghetti a vez kavet e meur a zarvoud : er gomedienn Miseria e nobiltà gant Eduardo Scarpetta er c'hoariva ha gant an aktour Totò er sinema, ma ya an toazennoù e chakodoù chupenn an dudenn. Brudet eo an darvoud e-barzh ar film Un americano a Roma gant Alberto Sordi o c'hoari an Amerikan o tebriñ ur mell asiedad spaghetti.
Spaghetti zo debret ivez gant tudennoù an dresadenn-vev Itron hag ar C'hantreer eus ar studio Disney.
« Western spaghetti » a vez graet eus ur stil westernoù sevenet gant filmaozerien italian evel Sergio Leone.
Fent
kemmañEuzhvil ar Spaghetti-Nij eo ar boud dreistnatur enoret gant ar Bastafariegezh.