Roñfl (kenrouedad)

Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre zegas enno kemennadoù dizereat.

Diwallit! Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.

"Roñfl" eo troidigezh ar ger saoznek troll. Krouet hag implijet e oa bet an termen "troll" evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 1980 gant tud hag a gemere perzh en Usenet. Daoust ma vez komprenet ar ger saozneg troll da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl-tre eo e vije bet krouet an termen troll "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.

Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.

Troioù-kammAozañ

Setu un nebeud troioù-kamm a vez c'hoariet gant ar roñfled a-wechoù (listenn da hiraat)

  • klask lakaat diskred hep abeg war tud zo
  • lakaat ar re all da roñfled war an disterañ digarez, adalek ar c'hentañ dizemglev
  • ijinañ iriennoù ha n'eus ket
  • lenn kunujennoù e-lec'h n'eus ket
  • ober tamalloù dizehan evit lakaat anezho da goll pasianted ha kaout digarez d'ober tamalloù nevez
  • klask reiñ brud fall da labour ar re all

Petore emzalc'h kaout dirak ar roñfledAozañ

Treiñ kein d'ur roñfl eo an doare gwellañ da zerc'hel penn outañ ha da lakaat anezhañ da chom a-sav gant e droioù, da lâret eo: chom hep respont dezhañ (un dra diaes d'ober a-wechoù, pa gred da bep hini emañ ar gwir gantañ, met dre skiant prenet e ouzer n'eus ket gwelloc'h doare). Dre vras ha dre vunut ec'h alier an dud a labour war ar wikipedia da chom hep "boueta" ar roñfled.

Gallout a reer, e lec’h respont, lakaat un dresadenn evel-mañ, a zeu eus ar forumoù.

         +-------------------+             .:\:\:/:/:.            
         |   ARABAT BOUETA   |            :.:\:\:/:/:.:           
         |    AR ROÑFLED     |           :=.' -   - '.=:          
         |                   |           '=(\ 9   9 /)='          
         |   Trugarez,       |              (  (_)  )             
         |      Ar renerezh  |              /`-vvv-'\             
         +-------------------+             /         \            
                 |  |        @@@          / /|,,,,,|\ \           
                 |  |        @@@         /_//  /^\  \\_\          
   @x@@x@        |  |         |/         WW(  (   )  )WW          
   \||||/        |  |        \|           __\,,\ /,,/__           
    \||/         |  |         |          (______Y______)          
/\/\/\/\/\/\/\/\//\/\\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\/\
==================================================================