Usenet (anavezet ivez evel Netnews) zo ur rouedad foromoù ijinet e 1979 ha diazezet war ar protokol NNTP, implijet dre Internet. Dont a ra an anv Usenet eus Unix User Network, hag implijet e vez evel un anv divoutin bremañ.


Istor kemmañ

Krouet eo bet Usenet e 1979 gant studierien eus Norzhkarolina : Tom Truscott, Jim Ellis, Denis Rockwell ha Steve Daniel, eus Dake, ha Steve Bellovin, eus Chapel Hill.

Ganet eo neuze war-lerc'h al lizheroù elektronek (pe posteloù) e 1972, pe war-lerc'h TCP/IPe 1974, met a-raok DNS e 1983, ha pell a-raok ar World Wide Web e 1989. Koazhañ a ra gant diorroadur ar blogoù.