Ladytron
Ladytron e Mec'hiko e 2011. A-gleiz da zehou: Mira Aroyo, Helen Marnie, Daniel Hunt, Reuben Wu

Bro orin Liverpool, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Doare(où) sonerezh elektronek, synthpop, new wave
Bloavezhioù oberiant 1999-bremañ
Label(ioù) Invicta Hi-Fi, Emperor Norton, Telstar, Rykodisc, Island, Nettwerk
Lec'hienn ofisiel www.ladytron.com

Izili Mira Aroyo, Helen Marnie, Daniel Hunt, Reuben Wu


Ur strollad sonerien eus Liverpool a ra sonerezh elektro-pop eo Ladytron. Dont a ra an anv eus ur ganaouenn bet savet gant Roxy Music. Diazezet eo sonerezh ar strollad war implij kenaozerien analogel kozh. Peurliesañ avat e vez difraezh o c'homzoù, diazezet war ar vuhez pemdez. A-wechoù e vezont kanet e bulgareg, dre ma teu Mira Aroyo eus Bulgaria. War al leurenn ec'h implijont ivez binvioù evel taboulinoù, gitar tredan ha gitar boud. Er c'hontrol da lod brasañ ar strolladoù elektro ne vez ket implijet sonioù enrollet en a-raok e-pad abadennoù Ladytron, met kentoc'h re sonet war-eeun gant ur c'henaozer. Pladennoù ar strollad a zo diazezet war ur framm pop ha sonioù elektronek analogel, gant elfennoù arnodiñ ivez.

Sonadeg e Londrez. Helen ha Mira dirak, Daniel Hunt ha Reuben Wu a-drek.

Ladytron a voe savet en hañv 1999. Diouzhtu e krogjont da labourat war o fladenn gentañ, 604 he zitl, hag a zeuas er-maez e penn-kentañ 2001. A-drugarez d'ar single Playgirl e voe brudet ar strollad er Rouantelezh-Unanet. O eil albom (Light & Magic) a zeuas er-maez er goañv 2002, ha tri single a zeuas er-maez : "Seventeen", "Evil", ha "Blue Jeans". Treiñ a reas ar strollad e-pad 18 miz, hag an trede albom (Witching Hour) a zeuas er-maez e 2005. Daou single a voe, en o zouez "Destroy Everything You Touch".

Brudet a-walc'h eo Ladytron er bed a-bezh. Tro en deus bet ar strollad da dreiñ er Stadoù-Unanet gant Gwen Stefani, hag en Europa gant Nine Inch Nails.

E 2008 e teuas o fladenn nevez Velocifero er-maez.


Ladytron hag ar sevenadur pop

kemmañ

Ar ganaouenn "Seventeen" a glever er film Party Monster (2003). "Fighting In Built Up Areas" ha "Sugar" (advseket) a glever e-barzh ar c'hoari video Need For Speed: Carbon. "Destroy Everything You Touch" a glever e-barzh ar c'hoari video EA soccer game FIFA World Cup 06. "Fighting In Built Up Areas" a zo bet implijet e-kerzh un abadenn savet gant BBC hag anvet "The Real Hustle". Ar ganaouenn "Playgirl" a glever e-barzh film 206 ar rummad amerikan The L Word. Ar ganaouenn "Destroy Everything You Touch" a glever e-barzh ar film "Smiley Face" savet gant Gregg Araki.

Adveskañ

kemmañ

Ladytron en deus bet tro da adveskañ tonioù savet gant Placebo, Blondie, Gang of Four, David Gahan, Goldfrapp, Bloc Party, Kings of Convenience, Indochine, Apoptygma Berzerk, She Wants Revenge, Soulwax, Nine Inch Nails ha Simian.


Pladennoù

kemmañ

Dastumadegoù

kemmañ
  • Softcore Jukebox (2003)
  • Extended Play (2006)
  • Best of 00-10 (2011)
  • Best of Remixes (2011)

Pladennoù EP

kemmañ
  • Miss Black and Her Friends (1999)
  • Mu-Tron EP (2000)
  • Extended Play (2006)
  • The Harmonium Sessions (2006)

Pladennoù singles

kemmañ
Bloavezh Ttitl Renk uhelañ er charts Albom
Rouantelezh-Unanet
[1]
SUA
[2]
1999 "He Took Her to a Movie" 604
2000 "Playgirl"
"Commodore Rock"
2001 "The Way That I Found You" 102
"Playgirl" (adembann) 89
2002 "Seventeen" 68 Light & Magic
2003 "Blue Jeans" 43
"Evil" 44
2005 "Sugar" 45 Witching Hour
"Destroy Everything You Touch" 42
2008 "Ghosts" 109 Velocifero
"Runaway" 30
2009 "Tomorrow"
2010 "Ace of Hz" Best of 00–10
2011 "White Elephant" Gravity the Seducer
"Mirage"

Pladennoù single

kemmañ
  • 1999 "He Took Her to a Movie"
  • 2000 "Tricatel Playgirl EP"
  • 2000 "Commodore Rock" 12"/CD 5"
  • 2000 "Mu-Tron" EP
  • 2001 "The Way That I Found You" #102 Rouantelezh Unanet
  • 2001 "Playgirl Remixes" #89 Rouantelezh Unanet
  • 2002 "Seventeen" #68 Rouantelezh Unanet
  • 2003 "Blue Jeans" #43 Rouantelezh Unanet
  • 2003 "Evil" #44 Rouantelezh Unanet
  • 2005 "Sugar" #45 Rouantelezh Unanet
  • 2005 "Destroy Everything You Touch" #42 Rouantelezh Unanet

Notennoù

kemmañ
  1. Tobias Zywietz, http://www.zobbel.de/cluk/CLUK_L.HTM Chart Log UK: DJ Steve L. – LZ LoveZobbel
  2. Ladytron > Charts & Awards > Billboard Singles Allmusic


Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.