Wikipedia:Kendivizoù reolata/Stumm pennañ anvioù-lec'h estren/Kinnig

N'eo ket hemañ ur politikerezh ofisel
N'eo ar bajenn nemet ul lec'h ma vez kinniget krafoù da vezañ kaozeet diwar o fenn gant an holl a fell dezhe kemer perzh a-benn klask tizhout un emglev

A-raok mouezhiañ eo gwell atav klask kavout ur c'henemglev ledan. setu pal ar bajenn-mañ. Na gemmit ket ar bajenn-mañ war eeun mar plij, o lakaat an evezhiadennoù war ar bajenn gaozeal stag outi da gentañ. Kemmet e vo ar c'hrafoù war ar bajenn-mañ tamm-ha-tamm keit ha ma vo tizhet un emglev pe get war ar c'hraf-mañ'r-c'hraf.

Ur c'hendiviz reolata all a zo o vont en-dro bremañ war an anvioù tud. Trugarez da gemer perzh enni ivez: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud

Pal ar bajenn-mañ

kemmañ

Dirouestal da vat ur gudenn a sav alies war ar Wikipedia-mañ dre glask tizhout ur c'hensmglev a-stroll ledan da vezañ lakaet da c'houde da bolitikerezh ofisiel e-keñver an doare ma rank bezañ anvet pennadoù pennañ o tennañ da dud pe da lec'hioù estren skrivet en o stumm orin gant al lizherennig latin hag hep stumm brezhonek hengounel ebet.

N'eo ket pal ar bajenn-mañ

kemmañ

Ne denno ket ar c'henemglev-mañ neuze da :

  • anvioù-lec'h estren gante ur stumm brezhonek hengounel dija (d.s. Londrez, Jeruzalem, Bourdel, Kaero, Vienna, Aljer, Damask, Kergustentin)
  • anvioù-lec'h a estrenvro skrivet en o stumm orin gant ul lizherenneg disheñvel diouzh al lizherenneg latin rak reolennoù ha/pe boazioù ispisial ez eus evit an treuzskrivañ/trezulizherenniñ.

Istor : ar boaz betek-henn

kemmañ

Betek-hen ez eus bet graet (hogozik) atav gant stumm orin leun an anvioù-lec'h hag an anvioù tud estren skrivet gant al lizherenneg latin -- estreget ar re gante ur stumm brezhonek hengounel -- evit titl ar pennadoù pennañ ha savet akasoù, bewezh mar bez ezhomm, diwar stumm damheñvel hep tamm sin diakritek ebet evit aesaat ar c'hlaskoù, d.s:

Béal Átha hAmhnais
Málaga
Setúbal
Charleville-Mézières
Białystok
Kępno
Gdańsk

Kinnig da c'hortoz

kemmañ

Roit da c'hout hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig da c'hortoz-mañ war ar bajenn-gaozeal

Betek ma ne vo bet tizhet kenemglev ebet war an dachenn-mañ e kinniger kenderc'hel d'ober kervez ar boazioù kent rak talvout a ra ur boaz hirpad da damkenemglev ket ha ne vo tizhet kenemglev a-stroll all ebet.

Kinnig politikerezh envel ofisiel peurbad

kemmañ

Roit da c'hout hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig da c'hortoz-mañ war ar bajenn-gaozeal

Kinnig 1

kemmañ

Da vezañ brezhonekaet :

  • Perzhioù douaroniel, d.s:
Cape Leeuwin > titl ar pennad: Kap Leeuwin
  • Anvioù sent, d.s.
Saint-Lô > titl ar pennad: Sant-Lo
  • Bewezh e ranko bezañ savet un adkas diwar ar stumm orin leun, d.s.
Cape Leeuwin > Kap Leeuwin
Saint-Lô > Sant-Lo

Kinnig 2

kemmañ

Ober gant ar stumm orin leun atav gant an holl sinoù diakritek, d.s.:

İzmir
Béal Átha hAmhnais
Málaga
Setúbal
Charleville-Mézières
Białystok
Kępno

Kinnig 3

kemmañ

Implijout evel stumm orin diazez atav ar stumm lec'hel, d.s. stummoù iwerzhonek al lec'hioù en Iwerzhon, stummoù katalaneg al lec'hioù e Katalonia...

Kinnig 4

kemmañ

Evit aesaat ar c'hlaskoù, sevel adkasoù diwar stummoù eeunoc'h hep sinoù diakritek bewezh mar bez ezhomm, d.s.

Izmir > İzmir
Malaga > Málaga
Setubal > Setúbal
Bialystok > Białystok
Kepno > Kępno

Kinnig 5

kemmañ

Evit aesaat ar c'hlaskoù, sevel adkasoù diwar stummoù e yezhoù all a c'hellfe bezañ ken brudet pe bridetoc'h evit an anvioù lec'hel, d.s.:

Ballyhaunis > Béal Átha hAmhnais
Helston > Hellys
Béziers > Besièrs
Brunico > Bruneck
Kiev > Kyiv
Kempen > Kempen