Keinvanoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Levr ar '''C'heinvanoù''' (Kv) lakaet er Bibl katolik e-touez al levrioù profedel, a vez e Bibl hebraek etre Levr ar Prezeger hag hini [[Ester]]. Unan eus ar Rolladoù ([[Rout]], [[Kanenn ar C'hanennoù]], [[Prezeger]], Keinvanoù hag Ester) eo. Testennoù a ver lennet gant ar Yuzevien da geñver ar yun bras e-koun an darvoudoù c'hoarvezet e 587 kent JK pa voe distrujet Jeruzalem hag an Templ gant arme [[Naboukadnesar II|Nabuc'hodonosor]].<ref> TroidgezhTroidigezh An Tour-Tan, levrenn4, p 284</ref>
 
 
En em c'houlenn a ra an oberour penaos en deus an Aotroù aotreet ur gwallzarvoud ken mantrus, ha lezel a ra e galon da zisplegañ a-hed ar barzhonegoù e c'hwervoni hag e glemmoù.<ref> TroidgezhTroidigezh An Tour-Tan, levrenn4, p 284</ref>
 
 
" A-dreuz an hirvoudoù e teu ar skrivagner en anv ar bobl a-bezh da anzav ar pec'hedoù o deus degaset warno konnar ha kastiz, ha setu an emszistro d'an Aotroù, mestr an istor, o tigeriñ dirazo, dre ur geuzidigezh wirion hag ivez ur fiziañs didrec'hus, engortoz da eur an drugarez hag ar pardon, mare ar frealzidigezh hag ar silvidigezh."<ref> TroidgezhTroidigezh An Tour-Tan, levrenn4, p 284</ref>
 
 
Lakaet eo bet ar C'heinvanoù war gont [[Yirmia]] N'heller ket bezañ sur. Soñjal a ra an dezvarnourien ez eo bet skrivet an oberenn nepell diouzh mare ha diouzh lec'h an drouziwezh. <ref> TroidgezhTroidigezh An Tour-Tan, levrenn4, p 284</ref>
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}