Yeun ar Gow : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D + rann...
Linenn 40:
===Ar skrivagner hag e vennozhioù===
 
Un deskadurezh kristen-tre en doa bet eer gêr, ha santet e vez kement-se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. A-benn ar fin, e c'hellomp degemer e skridoù evel skouerioù talvoudus eus ur gevredigezh.
 
MennozhioùBroadelour broadeloure en doaoa ha c'hoant aen oadoa gantañda gweloutwelout e vro o vezañ dizalc'h e-keñverdiouzh Bro-C'hall, ar pezh na blije ket ha na blij ket c'hoazh da zifennerien Bro-C'hall, ''souverenisted'' hag all, evel-just. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.
 
C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit kaerded ar yezh. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh, hep klask implijout re a nevez-c'herioù, o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur eus e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh ivez, ne laoske netra drochet, bastrouilhet pe c'hraet dreist penn-biz. Resis-tre e oa e zoare skrivañ. Paotr ar brezhoneg kaer e oa, skrivañ a rae e brezhoneg evel n'eus ket bet kalz oc'h ober. Evit ar braz eus an dud, ez eo Yeun ar Gow unan eus ar gwellañ skrivagnerien breizhat ha brezhoneger a zo bet.