Alan Heusaff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
 
== Goude an Eil Brezel-bed ==
 
E-pad e amzer vak ha war e leve e labouras evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù keltiek, hag evit emrenerezh politikel ar broioù keltiek. Enoret e voe e 1986 gant priz an Phiarsaigh (Gradam an Phiarsaigh), roet dezhañ gant ar prezidant iwerzhonat [[Patrick Hillery]]. Er memes bloavezh e voe dilennet da varzh Goursez Kembre en [[Eisteddfod]]. Gouest e oa da gomz ar c'hwec'h yezh keltiek a-vremañ, koulz hag ar saozneg, ar galleg hag an alamaneg.
 
==Ar C'hevre Keltiek==
Sellet e vez krouidigezh ar C'hevre Keltiek evel unan eus oberoù meur Alan Heussaff. Diwan a reas spered an hollgeltiegezh arnevez, hini ar c'henlabour etre ar c'hwec'h broad kelt a-vremañ (Iwerzhon, Manav, Skos, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) diwar soñjoù ar barzh [[Charlez a Vro-C'hall]] (1837–1880) da gentañ, anezhañ ur barzh brezhoneger en doa embannet e vennozhioù el levr ''Les Celtes au XIXe siéclesiècle'' (''Ar Gelted en XIXvet kantved'') e 1864. Krouet e voe ar C'hevre da geñver un emvod eus an Eisteddfod e [[RhosRhosllannerchrugog]], nepell eus [[Llangollen]], e hanternoz Kembre e 1961.
 
Palioù pennañ an aozadur a oa: broudañ ar c'henlabour etre emsavioù broadel ar broioù keltiek, dreist-holl en o strivoù da vezañ anavezet er bed a-bezh, ha lakaat anezho da lodañ o skiant-prenet diwar-benn ar stourm ha mennozhioù talvoudus all.
 
Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg etre 1984 habetek 1985, tra ma voe dilennet [[Gwynfor Evans]], prezidant [[Plaid Cymru]], hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr [[Noelle Davis]]. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet ''[[Celtic Voice]]''. Da vare an eil emvod, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.
 
==Emsaver evit an iwerzhoneg==
Linenn 26 ⟶ 25:
 
==Yezhoniour breizhat==
Tra ma oa HeusaffoHeusaff o stourm taer evit yezh ha sevenadur e vro nevez, n'en doa ket paouezet morse da vrudañ ar [[brezhoneg]], ha da stourm evit dizalc'hiezh Breizh. Kentelioù brezhoneg a roe e-pad e amzer vak e [[Dulenn]], ha dont a reas da vezañ ur c'hazetenner strujus evit ar c'helaouennoù ''[[Argoad (kelaouenn)|Argoad]]'' (1957-1959), ''[[Breton News]]'' (1960-1972), ''[[Carn]]'' (adalek 1973). Kenlabourat a reas ivez gant kelaouennoù brezhonek e Breizh, evel ''[[Hor Yezh]]'', ''[[Galv]]'', ''[[Bremañ]]'', ''[[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]'', ''[[Arvor (kaztennkazetenn)|Arvor]]'', ''[[Ar Bed Keltiek]]'', ''[[An Amzer]]'' hag ''[[Al Liamm]]''. Embannet e voe ar geriadur hollvrezhonek kentañ, ''[[Geriadur Brezhoneg]]'', gant [[An Here]] e 1995, a-drugarez da genlabour Heusaff peurgetket. Embann a reas Heusaff e-unan ur geriadur eus e rannyezh dezhañ: ''Geriaoueg Sant Ivi''.
 
==Liamm diavaez==