Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
== Stad an traoù ==
War an diskar edo galloud Spagn abaoe koll [[Kreisteizamerika]] hag e dibenn an {{XIXvet kantved}} ne chome nemet un toulladig douaroù er [[Meurvor Habask]], [[Afrika]], hag an [[Indez]]. Dizalc'h e oa an darn vrasañ eus an impalaeriezh trevadennel ha kalzik eus ar re a chome e dalc'h Spagn a oa o klask ober heñvel.
 
Bagadoù emsavidi a oa oberiant er Filipinez, hag e Cuba e oa bet un emsavadeg armet ivez e-pad ar [[Brezel Dek vloaz]], entre 1868 ha 1878, da glask gounit an dizalc'hiezh pa voe disklavet e sklaved gant ar planter [[Carlos Manuel de Céspedes]] ha savet un arme. 37 planter all a reas kemend-all hag a savas Bonreizh Republik Kuba.
 
War-dro 1894 e oa postet arc'hant amerikan er plantadegoù korz-sukr ha labouradegoù-sukr Kuba, kement ha 50 milion a zollaroù amerikan, hag ar c'henwerzh etre an div vro bep bloaz a save betek ur 100 milion a zollaroù US. Sukr dreist-holl a veze kaset da SUA. Ouzhpenn-se, diskibien a oa d'an amiral Alfred Mahan, a wele Kuba evel al lec'h gwellañ da ober perzhier-brezel tost da SUA;
 
Met bec'h a oa e Cuba, hag er baourentez vras e oa ar bobl izel.
 
== Notennoù ==